hen-vrezoneg eus ar c’hraou-saout. Tarvos e oa ano an taro hag anderos, andera anoiou al leue hag an ounner [1].
Tarvos hag ar geriou tarzet dioutañ Tarvios, Tarvillos, Tarvakos a zo bet graet ganto alies da anoiou tud er mare kelt-ha-roman. Tarvisos (hizio « Trévise ») gant Kelted an Itali-Uhela, ha Tarvenna (hizio « Thérouanne ») gant Kelted Galia a zo anezo anoiou kêriou tennet eus tarvos. Tarvedon a raed eus eur beg-douar a Vreiz-Veur, eun ano krennet marteze a Tarvo-sedon « kêr an taro ».
Ar moc’h. — Ar pemoc’h (mokkos, *orkos) [2], ez oa, goude ar vuoc’h, ar priziusa hag an talvoudeka eus al loened. Diwar ar c’hig anezañ a veved dreist-holl er broiou keltiek ha kerkouls prizet e oa gant ar pep uhela ha gant an izela tud. Stank-stank e veze, gant-se, e pep lec’h. Bez’ e oa en Iwerzon bagadou moc’h diniver piaouet gant roueed, uhelidi ha koueriaded pinvidik, hag evelse ivez e c’hoarveze gant Breiziz ha Kelted an Douar-bras. O kantren war ar maez e veze dalc’hmat ar bagadou-se, hag an noz a dremenent er parkeier pe e gwasked ar c’hoadou. En dervenneier hag er favenneier e kavent eur boued founnus a-genstriv gant ar moc’h-gouez. Kelted, an Itali a c’halve anezo d’ar peurvan dre seni ar c’horn-boud.
Ker bras puilhentez a voc’h a oa e Keltia ken, goude ma veze trawalc’h gant ar c’hig anezo da vaga broiz, ec’h ermaezied c’hoaz diouto dre galz d’ar broiou all. Evel-se, er c’henta kantved kent H. S., an tropellou moc’h diniver savet gant Kelted an Itali-Uhela [3] a oa anezo hepken hogozik peadra da vaga poblañs Roma, ha hi stank-dreist. Gouez da Gato (IIet kantved kent H. S.), e weled en Itali foziou da
- ↑ Ac’hane, e galleg koz, andier (bremañ landier). Sellout Dottin, La langue gauloise, p. 227.
- ↑ Ar c’heltieg a goll ar p eus an indezeuropeg e derou ar geriou pe en o c’hreiz etre diou vogalenn. Deut eo reiz-mat an indezeuropeg porkos da *orkos e keltieg ha da orc en iwerzoneg. Keltiek eo ore hep p-derou. Evit hor ger porc’hell, ne deo ket avat, tennet ma ’z eo eus al latin porcus.
- ↑ En IIet kantved kent H. S., Polubios, diwar-benn frouezusted kompezennou bras Itali an Hanternoz dalc’het gant ar Gelted, a lavar ar geriou-mañ : « Eun dra a ray merzout niver ar mez taolet gant an dervenned a zo a-skign a-bell-da-bell e kompezennou an Itali Uhela : kalz a voc’h a lazer en Itali, ken evit ar vevidigez bemdez, ken evit bevañs an armeadou, hag eus ar maeziou-se e teu an darnvuia anezo. »