Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
ar gounid-douar hag ar maga-loened

virout ar c’hig sall, enno betek 3.000 ha 4.000 palefarz-kig eus Keltia. « Ar builhentez chatal, deñved ha moc’h dreist-holl, a vez gant ar C’halianed », eme Strabôn (marvet war-dro ar bloaz 20 goude H. S.), « a ro da veiza penaos e c’hellont pourvezi gant kig-seson ha gloan, neket Roma hepken, hogen an darnvuia eus marc’hadou all an Itali ». Eus bro ar Sequaned, e Galia, e teue, er c’henta kantved goude H. S. gwella kig-sall a zebred e Roma.



Marc’h fri-kromm Galia (Yonne).


Eur bras a loen ez oa ar penn-moc’h keltiek, hir-friek ha korfet-treut. Uhel-c’haret ez oa-heñ ha damdost ker mat da redek hag ar chas. Ker kreñv ha dizaon ez oa ma oa risklus-bras d’ar bleiz zoken mont d’ezañ. Diasur e veze tostaat da voc’h Galia da neb n’oa ket anavezet ganto. Reizataet piz-ha-piz e voe gant lezennou koz Iwerzon an dic’haouennou da baea evit ar gwall-daoliou bet digant ar moc’h.

Ar Gelted a ouie, diouz red, larda mat o ferc’hell. Meulet eo gant Varro ar moc’h lardet gant an Insubred, unan eus poblou keltiek an Itali. Ken teo e oant ha ken lart ma n’hellent ket kerzout ; o dougen war girri a renked ober.


An deñved. — An holl Gelted a oa ganto tropellou bras a zeñved, nemet e heñvel ar maga-deñved beza graet berz, dreist-holl, gant ar Geltibered, ar C’halianed, Kelted Italia ha Galated Azia-Vihana. Hervez Strabôn, diweza roue ar C’halatia, Amuntas [1], a oa perc’henn da dri-c’hant tropell deñved, er c’horn kreisteiz eus e rouantelez hepken.

  1. Eun ano gresieg eo Amuntas, Diaraoger Amuntas Dejotaros, a oa d’ezañ eun ano keltiek. Diwar an IIIet kantved kent H. S. e kaver Galated ha d’ezo anoiou gresiek : Apatourios, Lusimakhos, hag all.