Maget e veze an deñved evit ar c’hig, ha dreist-holl evit ar gloan anezo. Diouz gouennou al loened edo lies-lies talvoudegez d’ar gloan. Deñved Galia, evit an darnvuia, re an Insubred en Itali-Uhela. ha meot du ar Geltibered a rôe eur gloan garo ha dister, kreñv avat ha teo, a dalveze, er c’henta kantved goude H. S., da wiska ar soudarded hag ar sklaved. E-touez ar gloanou flour e veneged gloan gwenn ar Bodinkos, ar brudeta, gloan an tropellou a vrouste er peurvaniou war stêr Skultana hag en-dro da gêr « Mutina », hag, e Galia, gloan gouennou meot eus an hanternoz hag ar reter.
Gwiadennou gloan eus bro ar Seguaned (reter Galia) kavet er beziou keltiek eus marevez ar frankiz, a zoug testeni eus eur ouenn deñved moan-dreist ar gloan anezo. Er rann-amzer gelt-ha-roman e rôe meot ar Belgion eur gloan eus ar moana ha brudet meurbet.
Deut e oa unan eus anoiou keltiek ar maout, moltos, multos « maout », da geja gant latin Galia, ha savet e voe diwarnañ, e yez romanek ar vro-se, ar ger kreskadennet *multone, hizio « mouton » e galleg.
An azen hag ar mul. — Distank, dizanav zoken, e oa an azen en darnvuia eus ar broiou e dalc’h ar Gelted, pa n’her c’haved nemet gant ar re anezo a veve er C’hreisteiz. Ar muled savet gant Kelted an Azi-Vihana pe gant Galianed ar C’hreisteiz a zo meneg anezo gant ar skrivagner gresian Ploutarkhos (kenta kantved goude H. S.) : ker speredek ha ker sentus e oant ken e veze a-walc’h gant mouez an den d’o bleina. Goude donedigez ar Romaned hepken e stagas, evit doare, ar Gelted eus hanternoz ha kornog Galia da vaga ezen ha muled. Enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet e gwalarn Galia, a zo warno ano eun doue Mullo bet marteze doue ar muled. Eur vojenn diwar-benn kezeg diou-reiz an Drevired (korn biz Galia), deut d’eomp digant Plinius, a dle beza kuzet dindani eur baradurez bennak eus ar marc’h hag an azen.
Ar ger oc’h arouezia an azen a gaver marteze e Galia, er bloaz 51 kent H. S., en ano eur penn arverniat, keneil d’ar