Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD V
————


Ar Ouiziegez. — Skiant ar vuhezegez. Ar Gelennadurez


Doueed ar Gelted. — An Templou, al Lidou hag ar C’hredennou — Beleien, Divinourien, Drouized ha Barzed


« Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn. »

(Reolenn-stur an drouized.)


KEVRENN I : AR OUIZIEGEZ


Ar skiantou, evel m’o desker hizio en hor skoliou, a zo bet, evit an darnvuia, ijinet en Amzer-vremañ : n’oa ket anezo e-touez ar Gelted-koz. Anaoudegeziou pervez a-walc’h o deus bet, koulskoude, war eun niver a draou a bouez evito. Eveziadennou talvoudek-bras, ma vije bet gallet, gant an amzer, sevel diwarno ar Ouiziegez, a oa bet dastumet war veur a boent gant o drouized, o divinourien, o micherourien, o labourerien-douar. Nebeut a zisklêriadur hon eus war an anaoudegeziou-se eus ar Gelted koz : eus kelennadurez drouized Galia n’ouzomp nemet ar pez a zo bet dizolôet d’eomp gant ar skrivagnerien c’hresian ha latin, nebeut a dra, e gwirionez, o veza m’o deus krennet en daouzek pe bemzek linennad skritur danvez eur gelennadurez dre c’hénou, a oa anezi gwerzennou dre gant ha kant, hag a helle padout ugent vloaz.

Gant-se, e rankomp koueza peurliesa da varn gouiziegez ar Gelted koz diwar ar frouez anezi, da lavarout eo, da skouer, dre oberiaduriou o ijinerez pe dre ar stuziou a heulient e gounidegez an douar.

Komzet hon eus, en diweza pennad, eus an diou fals-skiant-se, an divinouriez hag an hudouriez (ar breou), a selled neuze evel gwir skiantou, ar re bouezusa-holl, ’zo kaeroc’h. N’hon eus ket, eta, da zistrei war se amañ.


Doueoniez ha bedoniez. — Diwar-benn natur ha galloud an doueed e vage drouized Galia menoziou diouto o-unan. Ke-