lenn a raent o doa ar Gelted an Ankou da dad kenta hag e tlee ar bed mervel, eun deiz pe zeiz, dre an dour hag an tan. An hevelep kredenn a gaved gant ar C’hermaned. Hag, evelato, hervez kelennadurez an drouized, e oa ar bed, divarvel evel an eneou. An dismantr-se eus ar bed a dlee, eta, dont d’e heul eun dasorc’hidigez, evel m’edo ar gredenn ivez gant ar C’hermaned koz [1].
Danevellouriez. — Kelenn a raent e oa eun darn eus tud Galia o veva enni a-rumm-da-rumm dreist da goun mab-den [2], hag e oa deut an darn all eus an enezennou pella hag eus ar broiou en tu-hont d’ar Rênos, m’oant bet argaset diouto gant brezeliou diniver ha gant ar mor o c’hounit war o douarou [3].
Douaronïez ha steredoniez. — An drouized a oa ganto eur gelennadurez d’ezo o-unan diwar-benn ment ha stumm an douar hag ar bed, ha diwar-benn ar stered hag ar c’heflusk anezo. Ar studi diweza-mañ a oa talvoudek da sevel an deiziadur. Reizet e oa hemañ diouz red al loar. Ar bloavez gant ar Gelted a oa anezañ eur bloavez loar, ennañ daouzek miz a nao war-nugent noz hanter, peurreizet, a vareadou resis-mat, gant eun « adviz », d’ober klota kenetrezo ar bloavez-loar, ennañ 354 pe 355 noz hag ar bloavez-heol, ennañ 365 pe 366 deiz.
Ar Gelted o doa rannet ar badelez e mareveziou. Bez’ e oa ganto eur marevez bihan a zaou vloaz hanter, eur marevez pemp bloaz, eur marevez bras tregont vloaz. En enez-Vreiz
- ↑ En Edda, ar vala, an diouganerez, a sell dre hec’h ambren en Amzer-da-zont goude dismantridigez ar bed hag an doueou, hag « E wel o sevel — En-dro — A-greiz ar mor an douar — Glasvez-holl ; — Al lammdouriou a gouez, — An erer a gemer e nij — Hag eus lein ar meneziou — A blav da dizout e breiz ». Neuze ar parkou, hag int lezet dihad, a daol trevadou ; diwez a zo da bep gwall ; an doueou madoberus a zo adc’hanet, hag a zaou-zen, maget gant ar gliz, e sav eur ouenn-dud nevez da adbobla an douar
- ↑ Evel-se ivez, en enez-Vreiz, er c’henta kantved kent H. S., e c’houied e tiskenne eun darn eus ar bobl eus an hen-vroiz hag e oa deut ar peb all a C’halia (Kaesar).
- ↑ Ar Gresian Timagenos (80-5 kent H. S.) eo en deus miret d’imp ar pennad pouezus-se eus kelennadurez an drouized. Sellit diwar e benn d’Arbois de Jubainville, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes, pp. 210-230.