Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez

hag en Iwerzon e raed ivez gant eur marevez tri bloaz ha gant unan seiz vloaz.


Niveroniez. — Sevel an deiziadur, keita ar bloaveziou ha ranna an amzer n’heller ket da ober hep anaout tra pe dra eus an niveroniez. Gouzout a reomp, a-hend-all, ne gile ket ar Gelted rag an niverennou bras ha na skuizent ket gant an hira hag an diaesa jedi. E 59 kent H. S., pennou an Helveted o doa graet enskriva, e lizerennou gresian, war daolennouigou, anoiou an dud gouest da embreger an armou hag, a-ziavaez d’ezo, re ar vugale hag ar gozidi. Ar vrezelourien a save da 92.000 an niver anezo ; ar gozidi, ar merc’hed hag ar vugale a oa anezo 276.000, kement-se holl a-bez oc’h ober 368.000 a dud. Aes d’eoc’h meiza pebez taol-labour e voe lakaat dre skrid war daolennou prenn eun hevelep roll anoiou ha kendaspugn kemend-all a niverennou.

N’ouzomp netra eus an anaoudegeziou a helle ar Gelted da gaout war ar ventoniez, nemet, pa ouient muzulia ha ranna an douarou ha menti ar gorread anezo, ez eo d’eomp kredi ec’h anavezent, da vihana, ar peadra a ventoniez a vez diazezet warnañ ar muzulia-douarou. An daou vuzul-gorread penna, a rae ganto Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz savet, ar genta war gant, an eil war bevar-ugent ilinad (ilinadou a 44 santimetr, pe dost), ar penna muzul hed-hent, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou, kement-se holl a ziskouez o doa Kelted ar vro-se muzuliou reiz o klota striz kenetrezo.

A-hend-all, evit sevel mellou tiez prenn kelc’hiek, d’ezo betek daou-ugent metr treuz hag, er frammadur anezo, treustou bras-meurbet derv pe fao, 17 metrad hed war 0,45 treuz [1], anat d’eoc’h e oa ret d’ar gilvizien ha d’ar saverien-diez keltiat gouzout eun dra bennak eus skiant an Nerz hag ar C’hempouez.


An dourennoniez el labour-douar hag er micheriou. — N’ouzomp ket resis penaos e rae ar Gelted gant an dourennoniez el labour-douar hag er micheriou, nemet anat eo e raent ganti alies-alies hag e meur a stumm, o veza ma ouient temza

  1. Hounnez eo ment treustou bet kavet, en hon amzer, e dismantrou an tiez keltiek, nemet re vrasoc’h c’hoaz a dlee beza anezo, sur a-walc’h.