Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
notennou diwar-benn ar gelted koz

mat-tre an douarou, tenna ar metalou penna hag o c’hemmeska, oberia ar gwer hag ar pri-gwer, oberia soavon, tenna eus louzaouennou livaduriou hag intra, dre droiou-micher, ar re-mañ war wiadennou. Eveziet ez eus gant gwirionez [1] na vez gounezet kemend-all a c’halloudeziou nemet diwar daoliou-arnodi diniver, ret da genta o ijina, ha, da c’houde, o adskei hag o zrei e meur a hent dibaouez.


Al louzawouriez. — Bez’ e voe, e-touez ar Gelted, eun niver louzawourien, a boanie gant kendalc’h ha skiant. E-keit ha ma tenne ar gwez sellou ar gilvizien, ar garrerien, ar saverien listri-mor, ar rousinaerien hag ar c’hlaouaerien, e klaske piz ar wiaderien ar plantennou a helle rei livadur, hag e verke ar yac’haerien a bep doare, a founne er bed keltiek, beleien, hudourien ha mezeged, nerz ha galloud ar frouez hag eur maread louzou prad ha koadou. Anoiou keltiek a louzaouennou, meneget a zegou [2] gant ar skrivagnerien c’hresian ha roman, evel Pedanios Dioskoridês (kenta kantved goude H. S.), Plinius (kenta kantved), Marcellus Empiricus (IVet kantved), a desteni n’oa ket al louzawouriez dister-dra gant ar Gelted. Ret lavarout, ouspenn, ez eus e latin meur a ano louzeier tennet eus ar c’heltieg, evel : berula « beler », betula « bezo », vernus « gwern », larix « melwez », menta « bent », gigarus « louzaouenn an naer » [3].

  1. C. Jullian, Histoire de la Gaule, II, p. 396.
  2. Baditis « loa-zour », ratis « radenn », visumâros « melchon », pempedula « pemp-delienn », vettonika « betonig », kalliomarkos « troad-marc’h », tarvotabation (?) « hedledan », hag all.
  3. Evit berula, betula ha vernus, ez eo anat-mat an orin keltiek anezo ; arvarus eo orin ar re-all. Briz-latin Galia eo vernus ; n’eo ket bet degemeret e latin ar broiou all (Spagn, Itali) pe e yez al lennegez. Larix a zo distreset : gwirhenvel e oa *darix stumm keltiek an ano-se. A ouenn geltiek eo ano gallek al larix : mélèze « melwez ». A-zivout lemiga (VIIIvet kantved), *lemika « Pleurotus ulmarius », lenn Thomas, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus, 1922, pp. 149-50. Diwar-benn an daouad keltiek *yuppo (aet da romaneg giop « jenevreg » e yez an Engadina-Uhela), *yupiko (aet da romaneg gioc « jenevreg » e yez an Engadina-Izela), kenveria ioupikellouson « jenevreg », hervez Dioskorides, an eil gevrenn en heman a vije *lusso, eus lussu « louzou », Rev. celt. 1924, p. 197. Geriou keltiek all o deus dalc’het da veva e yez an Engadina : cassanu « derv », verna « gwern », beione « rousin », barr « bod », nantu, renu « gouer, gwaz », fruda, froda « froud, lammdour », bric, « bre, torgenn », banna « korn », capanna « log », h. a. Rev. celt. 1897, p. 120 ; 1913, pp. 116-7.