Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD XII
————


Ar Vro, ar Poblou hag ar Giziou


« Ar gaou graet ouzimp gant an Etrusked eo e fell d’ezo piaouia rnuioc’h a zouar eget ma c’hellont gounid hag e nac’hont ranna ganimp, ha ni deut a-ziabell, paour ha niverek. Hennez eo, Romaned, ar gaou graet ouzoc’h ivez gant ar poblou en-dro d’eoc’h : ha, mar nac’hont rei perz d’eoc’h en o zra, e kerzit d’ezo, d’o lakaat en ho sujedigez. Hag, ouz hen ober, ne rit tra a gement a ve diroll pe ziwirion, pa heuilhit ar gosa eus an holl lezennou, an hini a ro d’ar re greñva madou ar re wana. »
(Komzou Brennos da gannadourien Roma, dioc’h Ploutarkhos.)


KEVRENN I : AR VRO


Adalek rec’hell garo bro-Spagn betek ar geoteier bras ma veze o kantreal ar Skolot hag e vagadou kezekenned hanter-ouez, eus an tornaodou heoliet ma skôe outo tonnou glas ar mor Kreizdouarek d’an traezennou hir ma kleved o klemm, e-kreiz al lusenn, rnouez moriou an Hanternoz, en em astenne Hen-Geltia a-hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, bep eil tro heoliet-kaer pe vantellet a goumoul, kompez pe veneziek, golôet a c’hlazadur pe dic’hlasvez, kêriek pe zidud. Dirak ar beajour souezet e tisplege naouspet kant ha kant a daolennadou disheñvel hag engroez he foblou o komz kant yez [1] hag o ren o buhez pemdeziek tenn ha garo, o

  1. War an douar-bras, en eur vont eus kuzheol da savheol, e veze komzet, dindan ar c’heltieg pe kichen-ha-kichen gantan, an ibereg, al ligureg, an ombrianeg, an etruskeg, al leponteg, ar raeteg, ar gwenedeg, an illirieg, an thrakeg, ar skutheg, ha lïes a yez-all moarvat dianav d’eomp o anoiou. Dic’houzvez omp eus yezou rakkeltiek Breiz-Veur hag Iwerzon. Evit pez a sell kevrennou gwalarn ha hanternoz Galia, ar stêriou daouanvek a gaver enno (Herius-Visnonia, Lêdos-Legros, Sêna-Sequana, Samara-Sumina, h. a.) a laka an aotrou Philipon da gredi e oa diouyezek ar broiou treuzet ganto (Peuples primitifs, 1925). Eun tour-Babel a yezou e oa Azia-Vihana.