hemolc’h, o pesketa, o vesa loened, oc’h arat, o vrezeli, o preiza, o kenwerza. Hag eus eur penn da benn all an impalaerded divent-se, oc’h evesaat war ar maeziou ha kêriadennou an dud, e wele an tremener ar c’hestell savet gant an drec’hourien geltiat, mistri d’ar vro, ar c’hreñvlec’hiou bras, ledan, gwenn, kaer, evurus, santel ha disuj, chomlec’hiou an trec’h, ar rouanez hag an doueed [1].
Moriou Keltia. — War a grede da ouizieien ar C’hres ha Roma, e oa ar moriou a vonne Keltia er c’hornog hag en hanternoz darn eus ar stêr vras Okeanos, Oceanus, bevenn ar bed [2]. Pep a ano disheñvel a rae ar Gelted, moarvat, eus ar moriou-se. Mor bras ar C’hornog a veze graet anezañ Vergivios, eun ano kreskadennet pe eus vergios « hejet » pe eus verga « kounnar, buanegez ». Iktos e oa marteze, e-touez ar C’halianed evel e-touez Iwerzoniz [3], ano mor-Breiz. Kodanos e oa, war a greder, hini ar mell raz a stag mor an Hanternoz ouz ar mor Baltek [4].
Marvailhou e-leiz a rede e-maesk Kreisteiziz diwar-benn
- ↑ Kement-mañ da zegas koun eus eur c’halz a greñvlec’hiou keltiek a oa o anoiou Verdunon « ar c’hastell bras » Litanobriga « ar c’hreñvlec’h ledan », Vindobriga « ar c’hreñvlec’h gwenn, kaer, evurus », Nemetobriga « ar c’hreñvlec’h santel », Segobriga, Segodunon « kreñvlec’h, kastell an trec’h », Rigodunon « kastell ar rouane », Dêvobriga « kreñvlec’h an doueed », Dêvobrigula « kreñvlec’hig an doueed
- ↑ Er bloaz 140 kent H. S., ar penngadour roman Julius Brutus, goude trec’hi ar poblou iberiat ha keltiat a zalc’he kornog ar Spagn, en em gavas gant aod ar mor-Bras ; kredi a reas d’ezañ edo degouezet gant penn pella ar bed hag e tiskouezas d’e soudarded a selle leun a zoujañs, an heol a oa o kuzat er mor divent-se hag o sebelia en douriou anezañ e dan hag e sked.
- ↑ Iktos a zo aet da Icht en iwerzoneg. Er c’henta kantved kent e oa Iktios ano eur porz-mor eus Galia war vor Breiz-Veur,
- ↑ Ne c’houzer ket da wir pe voriou en hanternoz Europa a veze anezo Mori-Marusam « Mor Maro » e yez ar Gimbred, ha Kronion. Ar ger-mañ diweza, da vihana, a zo aet gant Dionusios Periêgêtês (IIet kantved goude H. S.) da envel mor ar Sterenn (d’Arbois, Premiers habitants, I, p. 241). Diwar hen-skridou gresianek eus ar Vet kantved kent H. S. eo en deus marteze kemeret an ano-se (Principaux auteurs, p. 285-6).