Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
ar vro, ar poblou hag ar giziou

mor-Keltia. « Mor divent, diharzou, hejet gant reverziou bras ha korventennou spontus », gouez d’o skrivagnerien. « Mor karregek, gant islonkou distrad o veva enno loened euzus disheñvel a-grenn diouz re ar moriou all ». Hag e teue ganto danevellou diwar-benn kreniou-douar ha reverziou bras meurbet, marc’heien o tec’hout d’an daoulamm rag ar mor dic’hlannet, kêriadennou beuzet gant an tonnou, broiou ec’hon ha tudet-stank diboblet ha gwastet en eur par berr gant an esorc’h-dour.

Kaloneka merdeidi ar Chreisteiz n’o doa ket gallet kavout harzou da vor-Keltia. Ar C’hartadad Himilko, aet doun er mor-se war-du ar c’hornog, pell diouz pep douar, en doa gwelet dirazañ arvestou iskis : kuzet e oa an oabl gant eul lusenn deo ; aerouanted-mor a ruze o c’horf ouz strad e lestr, e-keit ha ma luzie ouz e staon tolpadou bras a vezin o terri an herr anezañ. En diwez, ledet dirazañ dindan eun oabl bepred digoumoul ha dizavel, en doa gwelet eur mor sioul, difiñv hag evel tevaet, n’oa ket bet e lestr evit e dreiza.

Ar Gresian Putheas, an hini eus holl verdeidi ar C’hreisteiz en doa tizet an uhela war-du an hanternoz, a oa degouezet gant lec’hiou ma heñvele ar mor beza aet d’eun dolzennad skrijus a zour, a aer hag a zouar kemmesket. N’oa ket kouc’h e lestr evit toulla e hent a-dreuz d’ezi, na troad e vartoloded evit kemerout harp warni. Tud eus an aod nesa, deuet gantañ, a ziskouezas d’ezañ en dremmwel al lec’h kuz ma ’z ae an heol da ziskuiza e-pad nozveziou hir an Hanternoz [1].


An aodou. — Brudeta begou-douar Keltia e oa : er Spagn, ar beg-douar Sakr (Sant-Visant) ; ar beg-douar Keltikon pe Nerion (Finisterre), anvet evelse diouz anoiou ar Geltiked (Celtici) hag an Nered (Neri), eun eil-boblad diwar ar Geltiked ; ar beg-douar Brigantion (Prioro), ar beg-douar Trileukos « teir gwech gwenn », « gwenn meurbet », pe Aruion (Ortegal) ; e Galia, beg-douar Kabaion. Enez-Vreiz

  1. Bjarnar nott « nozvez an Arzed (an Ourzed), ar goanv », gouez da Skandinaviz ar Grenn-amzer. Phrugianed Azia-Vihana, en Hen-amzer, anezo Thraked deuet eus eur vro uheloc’h en Hanternoz eget al ledenez anatoliek (ac’hano o boaz da veva e tïez dindanzouarek) a rae eus ar goanv « kousk an doueed ». Kenveria an daou ster a zo bet gant an iwerzoneg art « arz (ourz) » ha « doue ».