a zibenne er mervent dre ar beg-douar Belerion, er gevred dre ar beg-douar Kantion (North pe South Foreland), en hanternoz dre ar begou-douar Orka (Duncansby Head) ha Tarvedon (Dunnet Head). Eur beg-douar all, e kornog enez-Vreiz, a oa Oktapitaron (Sant-David’s Head) an ano anezañ.
A-hed aodou Galia en em gave enezennou Uliaros (Oléron), Ratis (Ré), Vidilis [1], (Gêrveur), Siata (Houad), Atika (Hedik), Sena (Sun), Uxisama pe Uxantos (Eusa), Sarnia (Gerneze), Kaisaria (Jerze). Tro-war-dro da enez-Vreiz e oa kalz a enezennou, ma c’hellomp envel en o zouez : Monapia, Manavia (Man), Mona (Anglesey), Silulankis (Scilly), Vektis (Wight), Taneton (Thanet), Toliapis (Sheppey) en aber stêr Tamêsa, hag en hanternoz-gwalarn strollad an enezennou Ebuda (Hebrid). E mor ar Sterenn, rag-enep da aber an Albis, e oa enezenn vras Abalos pe Baunonia (Heligoland) [2], hag, etre aberiou an Amisios (Ems) hag ar Rênos (Rhin), enez Glêsaria (Amland), anvet evelse diouz ar goularz (glêson) a zastumed war an aod anezi.
Strewet hed-ha-hed gant an aod-se eus Keltia e kaved « nevedou » pe santualou koz-koz ha doujet meurbet. Enez Abalos a oa war eun dro eur porz-ehana evit ar voraerien hag eul lec’h santel. War aod Galia, eun enezennig e-keñver da aber stêr Liger a oa o chom enni merc’hed hepken, gouestlet da azeulerez eun doue heñvel ouz an hini a veze graet anezañ Dionusios pe Sabadios gant an Dhraked. Brudet e oa eul lec’h all eus aod Galia, anvet Porz an diou vran, dre an diouganlec’h a oa ennañ. Er beg-douar Sakr, er Spagn, e weled mein a-strolladou, tri pe bevar maen e pep strollad, a oa dleet d’ar weladennerien, evit mont diouz giz ar vro, trei war eun tu ha distrei war an tu all, goude skuilha warno evad-kinnig. Difennet e oa mont da weladenni al lec’h-se en noz, dre ma teue neuze an doueed, war a greded, d’en em voda ennañ.
An darnvuia eus an nevedou a gaved en aodou hag en enezennou ar C’hornog a oa anezo, evit doare, kent donedigez ar Gelted. Ker koz-all e oa ivez, moarvat, ar pep brasa
- ↑ Vidilis a zo deut da veza e brezoneg Guedel er bloaz 1026, ha Guezel er bloaz 1146 (Revue Celtique 1889, p. 353).
- ↑ Heligoland, n’eus anezi bremañ nemet eun enezenn vihan peuz-dismantret gant tonnou ar mor, a oa, er Grenn-amzer c’hoaz, eun enezenn ec’hon meurhet ha tudet-stank « ma founne enni an edou, ar chatal, hag ar yer »,