Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
371
ar vro, ar poblou hag ar giziou

eus ar porziou-mor a weled el lec’hiou-se. N’hellomp menegi amañ nemet hiniennou eus ar porziou-mor-se eus Keltia : er Spagn, porz an Arotrebed, bae ledan ma save tro-war-dro d’ezañ kêriadennou an Arotrebed ; e Galia, Korbilo war ar mor-Bras ha porz Iktios war vor-Breiz. E Breiz-Veur, Sitomagos war vor ar Sterenn, ha porz Setantiz war vor-Iwerzon. War an Douar-bras, dindan renerez Roma, e teuas Bononia pe Gaisoriakon (Boulogne) da veza ar porz m’oa stag outan strollad listri-brezel Breiz (classis Britannica), a oa en o c’harg sura an darempredou etre an Douar-bras hag enez-Vreiz. En hevelep koulz edo porziet e Lugudunon (Leyde), darn eus listri-brezel strollad Germania (classis Germanica) a oa e gefridi diwall ar Rênos.

Dindan renerez Roma eo e voe savet war aodou Keltia an touriou-tan kenta. Ar re vrudeta anezo e oa : er Spagn, tour-tan Caepio, eul labour-benerez burzudus diazezet war eur garreg skôet a bep tu gant ar c’hoummou hag a verke d’ar voraerien lec’hiou gwall-risklus leun a draezennou kuz hag a gerreg ; tour-tan Brigantion, ken uhel ma veze lavaret e c’helled diwar e lein, p’edo digoumoul an amzer, merzout enez-Vreiz [1] ; e Galia, tour-tan Kaligula, e Gaisoriakon, a oa ivez uhel meurbet [2] : e Breiz-Veur, tour-tan Dubra (Douvr) a sklaerie e-pad an noz a-us da zour raz-Galia.


Ar meneziou. — Ar Spagn, ar greistezeka eus an holl vroiou piaouet gant ar Gelted, a oa golôet a veneziou. Hini ebet anezo, avat, nemet menez Erminios (Serra da Estrella), menez Vindios ha menez Aedulos, n’oa gantañ gwechall anoiou a gement a heñvelfe beza keltiek. Aradennad-veneziou Pirene (Purena) en tu hanternoz da draonienn stêr Iberos, hini an Idubeda en tu kreisteiz, a zo ganto anoiou nann-keltiek. Nann-keltiek eo ivez ano an Orospeda, eun aradennad all en em astenne etrezek ar c’hreisteiz hag a zibenne gant meneziou arc’hantus Kastulo. En tu-hont d’ar c’hompezennou pinvidik treuzet gant stêr Baetis pe

  1. Diwar taolennou-douaroniez ar Romaned e teuas al lavar gaouiad-se, skeudennet ma veze warno enez-Vreiz hag ar Spagn etrezo, d’o disranna, nemet eur wazienn-vor hepken.
  2. Dek solieradur e oa. Edo c’hoaz en e sav er Grenn-amzer. Ne voe peurzismantret nemet war-dro ar bloaz 1645. Sellit ouz Juluan, Gallia, trede mouladur, pajennou 7 ha 287 (skeudenn).