Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372
notennou diwar-benn ar gelted koz

Tartessos, e weled meneziou koadet-stank an Ilipula o sevel o c’hribenn en eun oabl heñvel ouz hini Afrika. An aradennad-se a zisranne ar vro dalc’het gant an Oretaned, poblad keltiat, diouz aodou ar mor Kreizdouarek. E dibenn an Ilipula diouz ar c’hreisteiz, e oa menez Kalpe, gwalc’het an troad anezañ gant ar raz a stag ar mor Kreizdouarek ouz ar mor-Bras ; diwar e lein e weled meneziou an Afrika.

Kein Galia a oa ouz hen ober menez Kebenna [1], stag outañ meneziou an Arverned, Dumias (Puy-de-Dôme) [2], Lesura (Lozère), Kantobennikos (Chantourge), hag all. Diforc’het diouz menez Kebenna gant traonienn ledan an Arar pe Saukona (Saône) e save menez louris (Jura), anved Voketios an dilost reterel anezan.

Oc’h astenn menez Kebenna war-du an hanternoz, betek ar Rênos, e oa eun aradennad-veneziou all, e ano Vosegos pe Vosagos. Graet e veze an ano-se gant ar Gelted n’eo ket hepken eus ar meneziou anvet bremañ c’hoaz « Vosges », d’an uhelennou a zo o ano « plateau de Langres » ha « monts Faucilles » e veze rôet ivez.

An ano a Erkunia pe Arkunia a veze graet dre vras gant ar Gelted eus an aradennou-meneziou koadek-se m’oa golôet ganto kreisteiz ar C’hermania ha dispartiet an Danuvios diouz kompezennou bras an Hanternoz. Taunos (Hohe, Taunus), Abnoba (Schwarzwald), Retiko, Luna (Manhart), Gabreta (Bôhmerwald), Sudeta (Erzgebirge), Pennos (Finne) [3], Semana (Thuringerwald), Melibokos (Harz), e oa anoiou hiniennou eus an aradennadou-se. Beza a-walc’h e vije bet sellet menez Karpis (Karpath) [4] evel eur gevrennad eus an Erkunia ouz en em astenn etrezeg ar reter. Penn pella ar C’harpis, a weler o kromma war-du ar c’hreisteiz, a voe graet anezañ gant ar Romaned Alpes Bastarnicae, diouz ano poblad keltiat ar Vastarned.

Diouz an tu kreisteiz da draonienn an Danuvios, e save

  1. Keltiek eo Kebenna (kein). Al Ligured a rae Kemmenon eus ar venezeg-se.
  2. Keverata gant Dumion, kêr geltiek a Iberia (Dume bremañ) ha gant an iwerzoneg duma (*dumio-) « moger ».
  3. Revue Celtique, 1900, p. 242.
  4. Herodotos a ra eus Karpis hag Alpis adstêriou d’an Danuvios. Meneziou ha stêriou an Europ, gwechall-goz, a oa alies ganto an hevelep ano. Hen-skrivagnerien all eus ar C’hres a ra meneg, en hanternoz an Europ, eus eur menez Kalpios a zo marteze an hevelep hini hag ar Karpis.