Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
ar vro, ar poblou hag ar giziou

an Alpou (Alpis) o c’hribennou ramzel gwisket a erc’h hag a skourn. Penn-veneziou an aradennad-se, ma kaver an ano anezo e skridou an Hen-amzer, eo : menez Vesulos (Viso) a lavared (e gaou) beza uhela kribenn an Alpou ; diouz an tor anezañ e strinke mammenn stêr Bodinkos (Pô) ; menez Matrona (Genèvre), menez Kinisios (Cenis) [1], menez Penninos (Sant-Bernez), ar menez anvet « kolonenn an Heol » rna tarze diouz e vri mammenn ar Rotanos, menez Adula, e strinke dioutañ hini ar Rênos, menez ar Vreoned (Brenner) [2], menez Ketios. Kevrenn reterel aradennad an Alpou a veze graet anezi Tauros, liesder Tauri (Tauern).

Eur menez izel a-walc’h, e ano Okra, a stage an Alpou ouz meneziou Illiria en em astenne etrezeg ar c’hreisteiz. Dre an Okra eo e tremene kirri karget pounner ar varc’hadourien a yae eus traonienn an Danuvios-krenn davet glann an Adriatik. Uhela meneziou Illiria e oa an Albios hag ar Skordos.

O kudenni war-du ar reter gant meneziou Illiria e save meneziou Thrakia, m’oa ar re vrudeta anezo an Haimos (Balkan) hag an Orbelos ; er c’hoadou warno e veze lidet en enor da Zionusos, ar goueliou-noz savet, war a lavared, gant Orpheus, barz divinour an Dhraked.

En enez-Vreiz, ne zeu gant skridou an Hen-amzer nemet pevar a anoiou menez : Heriri (Snowdon) er c’hornog, Penninos er greizenn, Uxelos ha Graupios en hanternoz.


Al lennou. — Ken abred hag an trede kantved kent H. S. ez eus meneg e skridou ar C’hresianed eus « al lennou arneek en em astenn a-bell e bro ar Gelted ». Nemet e skridou diwezatoc’h a galz e weler an anoiou anezo. En hanternoz an Alpou e oa lenn Lemanos [3] (Leman), lenn Brigantinos pe Venetos (Constance) ha lennou ha poullou-dour diniver an Helvetia hag ar Vindelikia ; — e kreisteiz an Alpou, lenn Verbanos (Majeur), lenn Larios (Côme),

  1. Meneget evit ar wech kenta e skridou latin ar Grenn-amzer, nemet anat eo hended an ano-se.
  2. Breoned, poblad illiriat eus an Alpou.
  3. Moarvat e talveze Lemanos kement ha « Ienn » en unan bennak eus ar yezou indezeuropek komzet gwechall e Kornog an Europ. Lemannia a veze graet, e Galia, eus ar gompezenn vras hag edus en em gav e-kreiz bro an Arverned, ha n’oa anezi nemet eul lenn aet da hesk. E Breiz-Veur, Lemannonios a oa ano eul lenn en hanternoz, ha Lemanni hini eur porz-mor damdost da « Dubra » (Douvres).