Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
notennou diwar-benn ar gelted koz

lenn Benakos (Garde). E kreizik-kreiz kompezennou gwezek ar Bannonia, e oa eul lenn vras ar Pelso (Balaton) hec’h ano, hag a zo da lakaat a renk gant penn-lennou Keltia. E kompezennou bras an Hanternoz, damdost da c’hlann zehou ar Rênos izela, en em gave eur mell lenn all n’ouzomp ket an ano keltiek anezi. Er c’henta kantved goude H. S. e rae ar C’hermaned anezi Flevo hag e oa en he c’hreiz eun enezenn o tougen an hevelep ano [1].


Ar stêriou. — Ar Romaned hag ar C’hresianed, boaz ma ’z oant ouz stêriou bihan an Itali gourenezel hag an Hellas, a estlamme ouz ledander, dounder ha hirder stêriou Keltia. Hag, a dra sur, brasa stêriou Europa-vremañ, nemet re Rusia (a oa neuze hec’h ano Skuthia), a oa piaouet gant ar Gelted : Bodinkos (Pô), Rotanos (Rhône), Tagos (Tage), Duerios (Douro), Garumna (Garonne), Liger (Loar), Sequana (Seine), Tamesa (Tamise), Visuria (Weser), Albis (Elbe), ha, da gloza, an diou vrasa anezo holl, Rênos (Rhin) ha Danuvios (Danube).

Dre hirder e red-dour, ment e adstêriou, ledander ha dounder e naoz, brasder e enezennou, dre e stumm heñveloc’h a-wechou ouz hini eur mor eget ouz hini eur stêr, e oa trec’h an Danuvios d’ar Rênos. Hemañ avat a oa bet anezañ eur ster geltiat d’ar c’houlz m’edo choaz an Danuvios, damdost war e hed, etre daouarn an Illirianed hag an Dhraked [2]. Er vro treuzet gantañ eo e oa diwanet, gwirheñvel-kaer, sevenadur skedus an Ten ; war ar glannou anezañ pe war glannou hini pe hini eus e adstêriou penna, Lupia, Roura, Sigina, Lagona, Moenos (Main), Dubra, Niker, Mosella, Sara, edo, moarvat, er pempvet kantved kent H. S., penn ha kalon impalaerded Ambikatus [3].

  1. Er Grenn-amzer, gant eun dic’hlann spontus eus mor an Hanternoz, e voe trôet ar Flevo en eur pleg-mor a voe rôet d’ezañ, en hollandeg, an ano a Zuiderzee, da lavarout eo « mor ar C’hreisteiz ».
  2. Istros e oa, war a greder, ano thrakek pe illiriek an Danuvios. Digant an Dhraked pe an Illirianed o dije ar C’hresianed amprestet an ano-se evel m’o deus ar Romaned amprestet Danuvios digant ar Gelted.
  3. Ar Rênos a zeue da geja gant mor an Hanternoz war-eeun da enez-Vreiz ha dre veur a wazienn ma oa ano unan anezo Vakalos e keltieg. Er c’henta kantved goude H. S. e tistage ar C’hermaned Vahalos. Rênos, tro-c’henidik Rêni, a zo aet en iwerzoneg da rian (tro-c’henidik rein) a dalv « mor».