Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
375
ar vro, ar poblou hag ar giziou


Ar c’hoadou hag ar gouelec’hiou. — Eur vro meurbet gwezek e oa Keltia [1]. Brasa ha brudeta koadou anezi e oa : er Spagn, koad Kastulo ; — en Itali, koad Litana ; — en hanternoz Galia, koad Arduinna ; — en enez Vreiz, diouz ar gevred, koad Anderida, ha, diouz an hanternoz, koad Kalidonos ; er C’hermania, koad Erkunia. Hemañ a greded e oa ar brasa eus koadou Keltia. Ar gwezegou anezañ, uhel ha stank, a c’holôe krec’hiou ha traoniou, adalek kichen ar Rênos betek bro an Daked. Tri-ugent dervez a gemere e ergerzout war e hed ha nao e dreuzi war e led.

Ouspenn ar c’hoadou milvloaziek ma save enno, en tu-hont d’an dremmwel, kefiou dero, fao ha pin, uhel ha sounn evel kolonennou, e kaved amañ hag a-hont e Keltia tachennou ec’hon, hag i, goude dougen trevadou ha kêriadennou, bet didudet gant ar brezel ha distrôet a-nebeudou d’o stad-natur. Golôet a c’heot uhel, a vrouskoadou a wezigou hag a wez hanter-c’hraet o lammgresk ganto, ar seurt gouelec’hiou a dalveze alïes a-walc’h da beurvaniou d’ar brôadou nesa. Evelse e oa, er Bannonia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S., gouelec’h ar Voged, aet d’e ober douarou ar boblad keltiek eus an ano-se he doa o dilezet da heul argadennou an Daked.

  1. Meur ar c’her a oa gant ar Gelted da envel ar c’hoadou : 1) kêton, deuet da veza ciad en hen-iwerzoneg, koad e brezoneg. — 2) Brogilos, aet da breuil e galleg, diwar *mrogi-, brogi-, aet da mrug, brug en hen-iwerzoneg, da bro e brezoneg. Ar c’heltieg *mrogi-, brogi-, a zo kar d’al latin margo « bevenn », d’ar germaneg mark « harzou-bro ». — 3) Sida pe sîda, an hevelep ger hag ar gresianeg ida « forest », e teu dioutañ an iwerzoneg segas « koad bras », sed « karo » (a zalc’h lec’h eur furm koz *sidos), sidh, sidheann « kig gouez ». — 4) Vidus, a zo an hevelep ger hag an hen-alamaneg wifu « koad », saozneg wood. Vidus, a zo deuet da veza fîd en hen-iwerzoneg, gwez e brezoneg. Bez’ ez oa e-kichen vidus, eur furm all vêdus a zo aet da iwerzoneg fiad (fiadmila « gouezviled », da lavarout eo « loened gouez ») ha da vrezoneg gouez. Kosa talvoudegez ar ger vidus a hañval beza bet an hini a zo gant al lituaneg vidus « diabarz, kreizenn » ha gant al latin divido. Gant ar Gelted har ar C’hermaned e teuas ar ger-se da dalvezout kement ha « koad » dre ma veze ar c’hoadou eur seurt hinterland, eur rannad-douar gouez oc’h ober an diforc’h etre diou vro annezet (Rev. celt., 1914, p. 85.) An douarou digoad och ober kevrenn uhela ar meneziou a veze graet anezo kalma war an Douar-bras, hag ar ger-se, a ouenn rak-keltiek marteze, a zo bet miret gant ar spagnoleg (calmo, tierra calma) hag ar galleg (chaume, ano rôet da beurlec’hiou uhel ar Côte d’Or hag ar Vosges). (Rev. celt., 1903, p. 330).