Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
notennou diwar-benn ar gelted koz

E gourenez ar Balkaniou, bro an Dassareted, an Agrianed ha pobladou all thrakiat pe illiriat, gwastet ma ’z oa bet gant Kelted ar menez Skordos, a oa aet tamm-ha-tamm d’eur gouelec’h n’oa ken anezañ, er mare ma skrive Strabon, nemet eur c’hoad didreuzus a veur zervez-kerzed ledander. Diouz tu ar c’hreisteiz d’ar menez Skordos e oa eur gouelec’h all, bet krouet gant roueed Vakedonia da gaea war o bro ouz argadennou an Dardaned, poblad illiriat.

Ar bed keltiek en em gave ennañ c’hoaz tri gouelec’h all disñeñvel diouz ar re emaomp o paouez komz anezo dre m’oant digoad a-grenn. Ar re-se e oa : 1° e gevred Galia, maez ar bili [1], kompezenn ec’hon peurc’holôet a vein, oc’h en em astenn etre ar Rotanos hag an douarou lezet gant al Ligured da C’hresianed Masalia ; 2° e reter Europa, etre an Danuvios-izela hag an Turas, gouelec’h ar C’heted, kompezennou divent, distuz ha peuz-dizour, m’oa bet, er VIet kantved kent H. S., roue ar Bersed hag e armead war var da vervel enno ; 3° e Galatia, ar rann-vro a rae ar C’hresianed anezi Axulon ; ken dibourvez e oa a goadou hag a vrouskoadou zoken ma rae ar vroïz anezi gant beuzel da c’hlaoued-tan.


Temz an aer. — Enez-Vreiz, Iwerzon hag aodou kuz-heol Galia a rene enno eun amzer glouar ha leiz, o virout er peurvaniou, eus eur penn d’ar penn-all d’ar bloaz, eur c’hlazvez teo hep he far. An Itali-Uhela, kreisteiz Galia ha douarou izel ar Spagn a oa en o lodenn eun temz-aer tomm ha sec’h, heñvel ouz hini hanternoz Afrika. Er rannou all eus Keltia e oa gwall-zigompez an amzer ; tomm-kenañ hag arneüs en hañv, yen-skourn er goañv. Ar skrivagnerien roman a vez meneg ganto alies eus garventez goañv Galia (hiems gallicus), a reuzie e-pad meur a vizvez en hanternoz, reter ha kreiz Galia. Hogen garvoc’h temz-amzer a rene c’hoaz e-doug « hanterenn zu » ar bloavez war ar C’hermania, ar Vindelikia, an Norikon hag ar Bannonia. Alies e c’hoarveze e peurskourne an Danuvios ha ken teo e save ar glerenn war e c’horre ma c’helle kirri karget pounner hag armeadou zoken mont war-dreuz drezi hep beza e mar d’he freuza.

  1. An ano bremañ Crau a c’houlenn en e raog eun hen-furm *Kravo- a gaver da gentger e Kravodunon, bremañ « Cravon », Seine-et-Marne. (Revue Celtique, 1904, p. 359.)