Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
377
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Eus ar broiou-se end-eeun e komz ar Gresian Aristoteles, moarvat, (IVet kantved kent H. S.), pa lavar ez eo re yen an temz-amzer e Keltia d’an ezen da ouenna enni.

Mat ouz ar yenien e oa ar Gelted hag ar poblou all kenlodek ganto er rann-se eus Europa. Hag, e gwirionez, kaletaet kenañ e ranked beza evit padout er goañv e kêriou evel Bibrakt, a save war lein eur menez uhel skôet dalc’hmat gant avel-skourn ar reter. Aristoteles a lavar d’eomp e soube ar Gelted ar vugale nevez-c’hanet e dour yen ar stêr ha na wiskent anezo nemet gant dilhadou skañv daoust da grisderiou ar goañv. Hag i o veva dindan eun oabl yen-skrijus, ar C’hermaned ne wiskent nemet krec’hen pe zilhad berr a-walc’h a leze ez noaz ar pep brasa eus o c’horf. En Alpou e voe gwelet ar Gimbred o redek, hanter-noaz, e-kreiz an erc’h hag ar skourn, oc’h azeza war o skouedou hag oc’h en em lezel goude da vont gant ar sounna dinaou, o rikla dizaon a-dreuz skarrou-menez ha torrodou.


Ar gwez hag al louzeier. — An dero (dervos, kassinos e Galia), ar fao hag ar pin a oa anezo koadou a-bez. Brava ha prizeta gwez pin e oa ar re a greske e Galia e tor meneziou Iouris ha Vosegos. N’oa ket anavezet ar sapr en enez-Vreiz ; war an Douar-bras, avat, e wiskent gant o glazvez teñval menezegou war o hed [1]. An ivin (eburos) a founne, evit doare, stankoc’h kalz eget en amzer-vremañ, kerkouls en enezennou ha war an Douar-bras ; poblou Keltia a denne diouto eur c’hontamm eus ar c’hreñva [2] hag a rae « gwez sakr » anezo.

E-touez gwez ar c’hoadou, menegomp c’hoaz an evlec’h (lemos en Iwerzon, atinia e Galia), ar gwern (vernos), ar

  1. Itus e oa marteze ano keltiek ar pin ; an hen-iwerzoneg ithar-nae « eteo-sklerijenni », ar brezoneg eteo (kerneveg itheu, kembraeg etewyn) a zalc’h lec’h eur furm goz *itus, *itavis. Ar ger pados a zo rôet gant Plinius evell ano keltiek ar « sapr ». Ar c’herneveg aidlen « saprenn » (brezoneg-krenn ezlen « koad kren », hen-iwerzoneg aidle « planken ») a vefe ar furm gossa anezañ atilion-. Ano latin ar melwez, larix, a zo bet kemeret diouz unan pe unan eus yezou poblou an Alpou. Distresadenn eur c’heltieg *darix e vefe, hervez darn. A ouenn geltiek eo ano gallek al larix.
  2. E 53 kent H. S., e Galia, roue koz am Eburoned, Katuvolkos, aet izel e galon o welout ar gwall-reuziou a goueze war e bobl, en em laz gant kontamm an ivin ; er Spagn, e 19, ar Gantabred, grounnet war venez Aedulios gant ar Romaned, a laka termen d’o buhez gant an hevelep kontamm.