Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/378

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
notennou diwar-benn ar gelted koz

c’herzin (alisos e Galia), ar skao-gwrac’h (opulos gant an Insubred). Plinius Secundus a ro meuleudi da skao-gwrac’h Galia « gwenn eun estlamm » ha d’ar bezo (betulla), « gwez kaer-dibaot, meurbet gwenn ha hirvoan ». Ar C’halianed a denne diouto dre o foaza eun doare rousin anvet betumen, bitumen ; gant ar prenn anezo e raent kelc’hiou, frammou paniri, kelastrennou evit hordennou-arouez ar benvarnerien. E kevrennou kreisteizel ar bed keltiek e kreske ar beuz, an taouz hag an derv-tane pe derv-kelen anvet hus gant ar C’halated.

Gant ar Spagn, eur vro domm anezi, e oa he raoskl ramzel hag he brugou gwezheñvel. Al lireu a daole c’houez-vad bep nevez-amzer e koadou an Danuvios. En Illiri e kreske an elestr e-mesk ar gwez war glannou an Drilon (Drin) hag an Naro (Narenta). Er Bannonia, en Norikon, e kêr Eporedia ha war pantennou heoliet an Alpou e tiwane ar saliunka [1] « o teurel ker c’houek c’houez-vat », eme Blinius, « ma talv ar c’hounidigez anezi damdost kement ha hini eur vengleuz. »

Meneg a zo gant an hevelep skrivagner eus al louzaouennou prizius ma heñvelekae ar Gelted ganto livaduriou kaera ha dibaota ar Phenikia ha broiou ar Sav-heol, eus al limeon pe limion « louzaouenn ar c’haro » a ro d’ezo eur c’hontamm evit o saeziou hag eus meur a c’heotennou prizius all a ra Plinius anezo brittonica, gallica, santonica, vettonica, cantabrica, diouz ano poblou Keltia o doa o c’havet.


Al loened gouez [2]. — Ar moc’h-gouez a baote dre-holl adalek an aodou betek traoñiennou ar meneziou. Neuze, evel bremañ, e kaved anezo a-vandennou er c’hoadou, o tarempredi dreist-holl ar stankennou, ar gwaziou hag ar poullou-dour, geot uhel ha raoskl en-dro d’ezo, ma c’hellent torc’houenial enno.

An arz (artos, matus) a gaved neket hepken war holl venezegou an Douar-bras, hogen ivez e meur a goad er c’hompezennou ha betek war glann ar mor.

  1. Valeriana celtica.
  2. Evit kement a sell ouz buhez ha boaziou loened gouez Keltia, n’eus ket nemeur a dra da gemerout diwar skridou an Henamzer. Ret eo goulenn kelenn digant levriou ar ouizieien-vremañ.