Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Ar c’haz-karvetaer pe lins (rufios, *lugus) [1], a oa, da vihana, daou seurt anezañ. An aneval-se, a vent gant eur bleiz ha heñvel ouz eur c’haz besk, a veze kavet en holl goadou bras, ken er c’hompezennou ken war ar meneziou, e-lec’h e rae e breiz eus demmed ha kirvi. Pa veze dienez war ar re-se, e ranke trei ouz chatal ar peurvaniou. Eul loen kriz e oa na zebre nemet ar pep bihana eus ar preiz en doa lazet hag a rôe d’ar maro en eun nozvez hepken betek tregont pe zaou-ugent penn-chatal en eun dropellad. Peurliesa ne dage ket an den, nemet marnaoniet e vije pe c’hloazet. Neuze avat, kreñv ha skañv evel ma ’z oa, edo gwall-risklus kaout d’ober outañ.

Paotoc’h e oa, evit doare, ar c’haz gouez (kattos) eget ar c’haz-karvetaer. Gwelet e veze, dreist-holl, er c’hoadou sapr hag e-kreiz ar rec’hell ma kave er gwask anezo eur repu asur. Evel ar c’haz-karvetaer, e krape gant ar gwez uhela ha, puchet war eur skourr, e vane difiñv a-hed eurveziou o spia e breiz, evn, gad pe venn-demm.

Ar bleiz (bledios e Breiz-Veur) [2] a rede dre bep lec’h, eus glann ar mor da draoñiennou uhel ar meneziou. Bez’ e oa dre e niver ar c’hrisa enebour d’ar chatal ha da loened dinoaz ar c’hoadou. A-wechou en em vode ar bleizi a vandennadou bras a gerze e-pad an noz d’en em skigna da bell e broiou nevez, ma tistrujent enno an holl jiboez.

Ar c’haro (karvos, sidos [3], lemos, limos) a founne en holl goadou hag el lec’hiou geotek ha strouezek.

An demm (damos ?) hag ar yourc’h (iorkos) a gaved en hevelep Iec’hiou gant ar c’haro. Ar yourc’h, koulskoude, a oa gwell gantañ an douarou digompez hag ar stankennou doun. Ne save ket uhel-tre er meneziou o veza ma oa karn e dreid gwall-gizidik ouz ar reier.

  1. *Lugus, tro-c’henidik *lugos, a zo aet en iwerzoneg da lug, tro-c’henidik loga. Meneg a zo en hen-skridou iwerzonek eus « kounnar gouez al loga », hag eus « kerdin graet gant bouzellou loga ». An hevelep yez a zo ganti an ano-gwan lug-leimnech « a ra lammou evel al lug ». Ar c’hembraeg llewyn « kaz-karvetaer » a zo diwar *luguinos. Rufios, roet gant Plinius, a zo bet keveratet gant an iwerzoneg rob, rop « loen pevarzroadek ». Eur ger distreset n’eo ken, moarvat. Ar son f n’oa ket anezañ en hen-geltieg. Ar gresieg lugx « lins, kaz-karvetaer », ar suedeg lo hag al lituaneg lusis, henvelster, a ziskouez beza diwar an hevelep ano ragistorek hag ar c’heltieg lugus.
  2. Lakaat e kemm gant an ano-den Bledinos e Galia.
  3. Aet da sed en iwerzoneg, hydd e kembraeg, heiz(ez) e brezoneg.