Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ar c’haro-meur (alkis) n’oa ket rouez en Erkunia. Diwar ar c’henta kantved kent H. S. ne weled ket anezañ ken er c’huz-heol da stêr Rênos, nemet marteze en Arduinna hag e koadou menez Vosegos.

Ar c’havr-venez (gabros, kamox) [1] a veve a-vandennouigou er c’horniou uhela ha diaesa eus an holl aradennadou meneziou. Diasoup a droad ha skañv-dreist, e c’helle redek ker buan hag an avel el lec’hiou diblaena ha lammout dreist d’ar skarrou brasa. E-pad an hañv e save gevr an Alpou betek an erc’hegou hollbad, o peuri dreist-holl el lec’hiou ma kreske ar geotennou ar saoureka. Brousta a raent diouz ar beure hag an abardaez pe e-pad an nozveziou loargann, hag ec’h ec’hoazent er c’hreistevez e gwasked ar rec’hell.

Ar c’hrâgvouc’h [2] a weled dre strolladouigou war an holl veneziou. Ne beure ket e tachennou ken uhel hag ar c’havr-venez hag e taremprede dreist-holl ar sec’ha hag ar sersa meinegou.

An ejen-meur (uros) [3] a gaved en holl goadou bras, er raosklegou hag er geotegou, er c’horniou peuz-didud a Vreiz-Veur, Germania ha kreizenn Europa. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., n’oa ken anezo, war a greder, nemet unanik bennak en Arduinna hag e koadou menez Vosegos. Eus holl loened gouez Keltia e oa an ejen-meur ar risklusa da hemolc’hi. « An uros » eme Gaesar, « a zo damdost ker bras hag an olifant, ha kreñv ha buan, eur marz ! Fero eo kenañ, ma n’heller ket e zoñvaat en e oad tenera zoken [4] ».

An ejen moueek (visontios) [5], bihanoc’h eget an uros,

  1. Eus gabros e teu an ano a « Gabreta » rôet gant ar Gelted d’eur rann eus an Erkunia. Kamox (Polemius Silvius, Vet kantved goude H. S.) a zo aet e galleg da chamois. Ano gouiziek ar c’havr-venez eo antilope rupicapra.
  2. Ano gouiziek capra ibex, ano galllek bouquetin, ano alamanek steinbock.
  3. Ano gouiziek bos primigenius ; ano gallek urus pe auroch. Eur ouenn loened eo ha n’eus ken anezi bremañ war an douar.
  4. Anat a-walc’h eo diwar frazenn Kaesar o dije ar Gelted klasket doñvaat leueou yaouank paket ganto ouz hemolc’hi.
  5. Ano gouiziek bos bison, bison europaeus. Peuz-kollet eo ar ouenn anezañ hizio, nemet eur c’hant bennak a van c’hoaz en eur c’hoad bras eus al Lituania rusian. 2 metr 30 uhelder en e skoaz ha 3 metr 50 hirder e oa an ejen moueek. — Adnotenn (2-8-1943). Gwir n’eo ket ken breman. Diweza rummou ar Bison europaeus, bet miret aketus gant an Dsared en o c’hoadou-meur a Lituania ha war ar C’haokaz, a zo aet da get e-pad brezeliou Dispac’h bro-Rusia, L’Anthropol. 1929, pp. 222-3 ; N. Casteret, Dix ans sous terre, 1934, pp. 168-76 ; M. S. Garretson, Les Bisons d’Amérique, 1939, p. 10. — Eil adnotenn (24-2-1944). An hen-geltieg visontios pe visontos a zo aet da c’halianromaneg bison, bisontes, da heul ar gemmaden V/B he deus kaset an hen-geltieg *vrigantes « grec’hent » da c’halianromaneg brigantes, an hen-geltieg *vroika (deut da gembraeg-kerneveg grug) da c’halianromaneg bruca (eus bruca e teu ar brezoneg brug hag ar galleg bruyère, heman dre hent brucaria). Ar geriou hen-gelltiek visontos, visontios hag uros o deus treuzvevet e yezou germanek ar Grenn-amzer. Visontos a zo aet da hen-uhel-alamaneg wisunt, hen-saozneg Breiz-Veur weosend, hen-skandinaveg visundr. Bez e oa anezan en hen-bruseg wisambris. Uros a zo aet da ur, urr er yezou nevez-c’hermanek, Zaborowski, Peuples aryens, p. 396.