Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
381
ar vro, ar poblou hag ar giziou

a gantree en holl hanterenn reterel eus Keltia. Ar Rênos eo a vevenne diouz ar c’huz-heol an dachennad-douar pleustret gantañ [1]. Hennez end-eeun eo, moarvat, an « ejen e voue-marc’h » eus ar Bannonia, a vez meneg anezañ gant Plinius. Beza a-walc’h, koulskoude, o dije bevet e Keltia oc’hen gouez disheñvel o gouennou diouz an uros hag ar visontios. Varro a gomz eus oc’hen gouez e bro an Dardaned hag an Dhraked. Skridou brezonek ar Grenn-amzer a lavar e vije bet gwechall en enez Vreiz oc’hen bannek (hirgornek). Dre zilerc’hiadennou-kegin eus mare ar Romaned ec’h anavezomp e oa neuze en enezenn meur a ouenn ejened, a zo aet da get, da vihana unan anezo a vez anvet gant ar ouizieien bos longifrons [2].

Stank-ha-stank e oa an avank (bebros) en holl waziou-dour, ken war an Douar-bras ken en enez-Vreiz hag en Iwerzon. Founna a rae ivez en Azia-Vihana.

Ar c’hilhog gouez a oa daou seurt anezañ. Ar c’hilhog gouez bihan, e bluennou du-pod, e ziouabrant ruz-gwad, a veze kavet dre-holl, adaleg glann ar mor betek lein ar me-

  1. Diwar-benn en ejen moueek n’eus testeni ebet e skridou an Hen-amzer e vije bet anezañ er c’hornog d’ar Rênos. Da gredi eo, evelkent, e kaved c’hoaz koubladou dioutañ d’ar c’houlz-se e brasa koadou Galia hag Iberia. Vesontio, Visontii (bremañ Besançon) e Galia, Visontion e Bro-Spagn (Rev. Celtique, 1894, p. 23) a zo kêriou ha d’ezo anoiou a c’hall beza tennet eus visontios « ejen moueek ». E gre an armou hag ar binviou maen bennet a-skolpadou (da lavarout eo meur a vilved kent an oadvez keltiek) edo puilh-stank an oc’hen moueek e koadou Galia ha Bro-Spagn. Alies eo bet linennet ar skeudenn anezo gant hemolc’herien ouez ar rann-amzer-se. (S. Reinach, Répertoire de l’Art Quaternaire, Paris, 1913.)
  2. War an dilerc’hiadennou-kegin-se gwelit Wright, the Kelt, the Roman and the Saxon, p. 404-405.