Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
382
notennou diwar-benn ar gelted koz

neziou. Ar c’hilhog gouez bras n’oa anezañ nemet en Alpou hag en hanterenn a Geltia a sko ouz moriou an Hanternoz. « Brasoc’h eo eget eur gup », eme Blinius ; « ar pounnera eus an holl evned eo-heñ goude ar struskañval. »

An erer (oriros e Breiz-Veur) a oa neuze war zouar Keltia daou seurt anezañ : ar morerer lost-gwenn a baote e Breiz-Veur, en Iwerzon hag en arvor an Douar-bras ; — an erer-impalaer a weled e kement bro, dreist-holl er broiou meneziek. Eun evn bras e oa pa dize daou vetrad hanter gouredad e ziouaskell digor. Gournijal a rae en oabl uhel-souezus hag e rae e breiz eus an evned all hag eus ar meot. A-wechou zoken e tage ar vugale.

Ar gup a veve peurvuia diwar gorfou maro. Daou seurt a oa anezañ : ar gup gell a weled puilh e kreisteiz Galia hag er Spagn ; ar gup arian en Alpou hag en Erkunia. Pikolou evned e oant, d’ezo betek 2 m. 70 gouredad diouaskell.

Trec’h d’ar re-se c’hoaz e oa ar gup-erer [1] a neize war an uhela meneziou : da dri metrad ez ae a-wechou an treuz-eskell anezañ. Plava a rae war ar gevr doñv pe c’houez, war ar meot, war al leueou zoken, p’o gwele war ribl koundouniou ; hag e vounte anezo en islonk, e-lec’h e veze drailhet o c’horf, d’ezañ d’o dispenn a beziou ha d’o dibri neuze war an taol.

E-touez al loened disteroc’h, menegomp : ar broc’h (brokkos, taxo) [2], al louarn (luvernos), an dourgi, ar c’had, ar vaot (en hanterenn greistezel eus Galia hepken), an houad, ar waz, an alarc’h, ar c’houibon, ar gerc’heiz, ar c’haran, ar bongorz heñvel e vouez ouz blejadenn an taro, eun evn all a c’harme heñvel ouz c’houirinadenn eur marc’h (Plinius).

An anevaled war-lerc’h a gaved e lec’hiennou hepken eus ar bed keltiek :

Ar marmouz (abano). Bez’ e oa anezañ marteze war venez Kalpe er c’horn kreisteisa eus ar Spagn [3].

  1. E galleg gypaète.
  2. Ano hen-geltiek ar broc’h a gijer outañ e Brokkomagos (reter Galia) a vefe, ger evit ger, e brezoneg bremañ Broc’hva « tachenn ar broc’h ». Taxo a zo, moarvat, eul lesano o talvezout da lavarout « an hini lard ». Keverataït gantañ taxea « lard-moc’h » e keltieg an Itali, ha sellit ouz Brehm, les Mammifères, I, p. 581-2. Taxo, aet e galleg da taisson, a gaver en ano-lec’h *Taxokêton « koad ar broc’h », bremañ Tettscheid, e traoñienn ar Rênos (Rev. Celtique, VI, p. 485).
  3. Ar marmouz a vev bremañ war roc’h Jibraltar a zo eur ouenn eus Afrika anvet gant ar ouizieien inuus sylvanus.