Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/383

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
383
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Al leon (levos, livos) [1], a vije bet anezan, war a lavarer, en eur gevrenn eus an Dhrakia, tost d’ar mor Enezek, Leoned an Dhrakia a vruded beza aonik-tre.

An aourgi [2], a veve diwar gagnou ha korfou maro, a vije bet anezañ e traoniennou-zo eus an Illiri tost d’ar mor Adriatik.

An hunegan pe raz an Alpou (er meneziou uhel hepken).

Ar marc’h gouez (e lec’hiennou eus ar Spagn).

An azen gouez (er C’halatia).

Ar c’haro-erc’h pe karo-ejen [3]. Diwar eur frazenn, teñval a-walc’h, eus Kaesar e tamgreder e vije bet anezañ en Erkunia er c’henta kantved kent H. S., nemet gwall-arvarus eo kement-se. Bez’ e oa anezañ marteze er penn uhela eus Breiz-Veur.

Ar gouezvaout [4], e kreder ez eo ar maout doñv diwarnañ, a vane c’hoaz anezañ marteze, d’an amzervez keltiek, e meneziou ar Spagn. Plinius a ro da c’houzout e oa deñved gouez er C’halatia.

Ar flammeg [5], e ziwaskell ruz, a gaved war glann ar mor Kreizdouarek hag ar mor Du, war ribl ar stêriou hag ar paludou dour sal pe hanter-sal.

Ar pilikant, a gaved war devennou didud an Hanternoz.

An ibis du [6] heñvel ouz hini an Ejipt, en Alpou.

An evn-erc’h [7] war gribennou skournet an Alpou.

Ker stank e veve al loened e douriou hag e koadou Keltia. Lakaomp a wel hepken eur peskedennou bennak a zoare

  1. Ar brezoneg koz leu (en ano-den Leuhemel « heñvel ouz eul leon », Xet kantved), kerneveg leu, kembraeg llew, a c’houlenn en e raog eur furm geltiek *levos pe *Iivos, anezi eun amprestadenn diouz al latin graet gant Breiziz d’ar c’houlz ma ’z edo enez-Preden e sujedigez Roma. Kemend-all gant ar furm lovo- (en ano-den arvoriat Lovokatus « emgann-leon », VIet kantved) ma tegemerer da wir n’eo ket ar furm-se diwar an hevelep gwrizienn ha -lou, e goulou (neuze e talvezfe Lovokatus kement hag « emgann-skedus »). Evit ar brezoneg bremañ leon, eun amprestenn diouz ar galleg n’eo ken.
  2. E ano gouiziek canis aureus ; e ano gallek chacal.
  3. E ano gouiziek cervus tarandus ; e ano gallek renne, cerf-boeuf (gant traperien ar C’hanada).
  4. E ano gouiziek musimon musmon ; e ano gallek mouflon.
  5. E ano gouiziek phoénicopterus antiquorum ; e ano gallek flammant (evel « flambant »).
  6. E ano gouiziek scolopax falcinellus.
  7. E ano gouiziek tetrao lagopus ; e ano gallek lagopède.