rak gaou ha dislealded ! Eno e kave en-dro ar re varo, gant eur yaouankiz hollbadus, kement a rae, er bed-mañ, o eurvad hag o levenez : banveziou pompus, armou lufrus, dilhad kaer, kezeg ha loened-chatal, eur marz ! merc’hed koant, barzed dispar ha toniou dudius, gourenou, redadegou kirri, bagou ha chas, hag, erfin, plijadur ar re gadarn : ar brezel. Hir ec’h em astenn danevellou Iwerzon war an emgannou gwadek a vez e bro an doueed hag an anaon, ha war ar stêriou gwad ma ’z eo douret ganto. Nemet, er chomadur gwenvidik-se, e veze pareet pep beure ar gouli graet d’an derc’hent.
E-touez eun niver a anoiou a rae Iwerzoniz ha Breiziz ar Grennamzer eus ar vro varzus-se, unan, Findmag en iwerzoneg, Gwenva e brezoneg, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek Vindomagos « ar gompezenn gwenn, kaer, evurus pe santel » [1].
DROUIZED HA BARZED
Ar gutuatros. — Ar beleg stag ouz an neved-mañ-neved ha gouestlet da azeuladur an doue-mañ-doue a raed anezañ, e-touez Kelted Galia, gutuatros. Ar ger-se, deveret eus gutus « mouez » en hengeltieg, a dalv kement ha « peder, an hini a bed ». En e Commentarii Kaesar a gomz eus gutuatros ar Garnuted, atizour penna stourmadenn daer ar bloaz 52, a reas lakaat d’ar maro, ar bloaz war-lerc’h, gant e zougerien-vouc’hili.
An ano-se a gaver alies en engravaduriou an oadvez kelt-ha-roman dindan ar furm gutuater. Er c’henta kantved goude H. S. ez oa e Matisko (Mâcon) eur gutuatros an doue Meurz ; en Augustodunon (Autun) ez oa daou c’hutuatros an doue lec’hel Anvalos. Da gloza, e meuriad ar Velavii, ez oa eur gutuatros, rener eur vengleuz houarn.
An divinour. — An divinourien a greder e raed anezo meur a ano e keltieg koz : vatis « diouganer » a oa unan, eun
- ↑ Kenveria e lennegez skandinavek ar Grenn-amzer Hvitramannaland « Bro an dud wenn » pe Irland it Mikla « Iwerzon-Veur ». An anoiou-se, trôet diwar an iwerzoneg, a vije bet laket gant Skandinaviz d’eun douar bet dizolôet ganto er C’hornog d’an Island.