all e oa veles, tro-c’henel veletos, eus ar wrizienn-c’heriou vel « gwelout ». Aet eo veles da file en iwerzoneg ar Grenn-amzer. An divinourien a oa en o c’harg an aberzou hag e pleustrent war studi an natur. Ar gredenn ez oa ganto eur veli hag eur ouiziegez dreist-natur a dalveze d’ezo eur bras a levezon war ar speredou. « Senti a ra an holl outo » eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved kent H. S. En Iwerzon, e derou hon oadvez, e rôe an divinourien da gredi e teue d’ezo o gouiziegez eus an doue Dagodêvos a anvent « aotrou ar ouiziegez veur » hag e sellent ar verc’h anezañ, an doueez Brigenti, evel o fatronez. Seul ma oa aet ar giziou war habaskaat e oa bet dilezet hogos en holl, en enezenn-se, al lidlazadou tud, adalek an IIIet kantved goude H. S. ; pa voe degaset enni al lezenn gristen er IVet kantved, e voe dilezet, ouspenn, an aberzou all d’ar fals-doueed hag ar breou, evit an darnvuia. Sant Padrig, pa en em unanas ouz an drouized gant an divinourien, a fellas d’ezañ ma tistaoljent an holl lidou koz-se. Diwar neuze en em rôas divinourien Iwerzon d’al lennegez ha d’ar reiz. Breutaerien, barnerien, lezennourien e oa darn anezo ; re all a oa barzed, re all marvailherien. Diouz niver ar marvailhou a oar danevelli emañ kendere ar file : tri-c’hant hanter-kant marvailh a oar dindan eñvor file ar renk kenta ; seiz ne oar ken hini an dekvet renk.
Ar Gelted koz a oa ganto divinourezed : veleta e oa ano an divinourez e keltieg, hag ar ger-se, amprestet gant ar C’hermaned ha distaget ganto veleda, a zo deut, er bloaz 70 goude H. S., da ano unan eus o diouganerezed. E niver divinourezed ar Gelted koz e c’heller lakaat an nao gwerc’hez eus enez Sena (Sun), diouganerezed war eun dro ha sorserezed, hag ar merc’hed a veve pell diouz o friedou en eun enezenn eus aber al Loar. Gouestlet e oa ar re-mañ da azeulerez eun doue heñvel ouz Dionusos an Dhraked.
Meneg a zo c’hoaz eus divinourezed e Galia en trede kantved goude H, S., nemet merc’hed eus an izela kendere n’oant ken : tavarnourez e oa unan anezo.
An drouiz (druis, tro-c’henel druidos). — Mar deo ar gutuatros « peder » an doue-mañ-doue, mar deo ar veles ar « gwelour », divinour war eun dro hag aberzour, an drouiz