Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
notennou diwar-benn ar gelted koz

varc’h gant ar gadourien izel hag ar varc’hegerien-vevelien alies hep dibr ebet ; ar pennou-brezel avat a oa d’ezo dibrou graet gant ler aozet kaer, galfrezet zoken a-wechou, war a heñvel. Ar stleug n’oa ster ebet anezañ [1]. Ar gentr, arem pe houarn, a raed dibaot. ganti, evit doare [2]. En Iwerzon er Grenn-amzer, e rae ar varc’hegerien, da lakaat striv en o jaoed, gant eur wialenn deo ivin pe onn, kaeraet a-wechou gant arem pe aour, a raent anezi echlase « kelastrenn-varc’h ».

Liva ar c’hezeg, darn pe zarn anezo, pe en o fez, a oa, moarvat, eun dra voaz dre-holl en Iwerzon, eun amzer a voe [3]. Eun danevell eus ar Grenn-amzer a zo meneg ganti eus ambrougerez eur priñs, ennañ hanter-kant marc’h gwenn diouskouarn ruz yeoet dre re ouz kirri, ha livet e limestra ar voue hir hag al lost anezo.


KEVRENN IV : AR BAGEA


P’edo ar Gelted e barr o galloudegez, n’oa ket ar bageerez eun nevezenti en Europa. Tregont kantved en araok, ar poblou o bouc’hili maen lufret a rae o annez e kêriadennou war-zour Europa kreiz, a oa ganto bagou, hag Arvorigiz, a veve war-dro an hevelep amzer, hag o deus savet war glann ar Morbihan ar mein-sounn hag an taoliou-maen eur souez

  1. Gant ar Skuthed, etro an IIIet kantved kent H. S., eo bet ijinet ar stleug. Dianav, a-hervez, eo chomet da C’hresianed ha da Romaned an Hen-amzer, ha divalav-meurbet e voe d’en em leda. Hen kavout a raer er VIIet kantved goude H. S. en Turkestan hag e bro-Sina, en VIIIet kantved e Persia, en IXet kantved en Indez hag e-touez ar C’hresianed hag ar Spagnoled, en XIIet kantved e Bro-C’hall. Dre stabilaat ar marc’heg war gein e loen, ez eo bet ar stleug eur gavadenn a bouez e-kenver brezelerez. W. W. Arendt, Sur l’apparition de l’étrier chez les Scythes, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934, p. 208 ; R. Grousset, L’Empire des Steppes, 1941, p. 37, danevell ha notenn 1 ; Lefebvre des Noëttes, L’Attelage, le Cheval de selle à travers les âges, I, 1931, pp. 206-10, 216-42.
  2. Hena kentr a zo bet anezi eun draen (spernenn, eus *sparno ; kenveria saozneg spur « kentr ») stag ouz eul louan a starded endro d’ar fer-droad (marc’heg kampaniat eus ar IVet kantved kent H. S. war eul livadur war vur e Kapua, Rev. des Et. Grecques, 1910, p. 209, skeudenn). Ar Gelted, evel ar C’hermaned hag ar Skuthed, ne zougent nemet eur gentr en o zroad kleiz, Déchelette, Manuel, II, p. 1204,
  3. Livet e vije bet ivez al loened-ti moumoun d’o mistri, koun pe gizier.