Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered


Gwiskamant ar Gelted degemeret gant ar Romaned. — Gwelloc’h e oa gwiskamant ar Gelted ouz temz-amzer hanternoz, kreiz pe reter Europa eget gwiskamant skañv ar C’hresianed hag ar Romaned. Rak-se e voe degemeret buan gant an neb a ranke, dre vicher, beva dindan an amzer : sklaved, labourerien-douar, soudarded, ijinerien, hag all. Ar bragou, a oa anezo ar pep pouezusa eus ar gwiskamant keltiek hag ivez an iskisa da Greisteiziz, a voe kemeret evel ar pep-all nemet krennet e voent e doare ma c’helled o c’huzat dindan an « toga », mantell vrôadel ar Romaned.

N’hellas ket, koulskoude, an trok-se beza kaset da benn hep ma stourmas dalc’hidi ar giziou koz. Pa voe argadet an Itali, er bloaz 69 goude H. S., gant ar penn-kadour roman Kekina e penn arme Galia, edo gwisket gant bragou ha mantell roudennet ha marellet ar Gelted. Er gwiskamant-se eo e tegemere kannadourien ar sened hag e prezegenne da bobl ar c’hêriou : sellet e voe kement-se gant an holl gwitibunan evel dismegañsus ouz bourc’hizegez Roma. C’hoaz er bloaz 377 goude H. S. e tifenne an impalaer Honorius dougen bragou e Roma, o tiskleria e oa ar seurt giz eun dismegañs, ouz ar gêr enorus-se (urbem venerabilem).


KEVRENN III : AN TEMZ-SPERED


N’eus ket nemeur da evesaat ouz ar pez a zo bet lavaret gant ar C’hresianed hag ar Romaned diwar-benn temz-spered ar Gelted. Ne vez barnet eur bobl gant eur bobl all peurliesa nemet diwar skañvadurez-spered, diouiziegez ha treuz-kredenn gwerin, ouz o zrenkaat c’hoaz alïes an droukrañs hag ar gasoni maget gant eñvoridigez emgannou tremenet ha drouziveziou gouzañvet. Eur Roman pe eur Gresian, pa vennent barn ar Gelted, a oa diaes d’ezo ankounac’haat, ar c’henta emgann an Allia hag an tan lakaet war Roma, an eil gwastidigez ar C’hres e 280-279. Re c’hloazus eñvoriou e oa ar re-se, etre kant a re all, evit na bouezjent ket war o barnedigeziou. A-hend-all, e-mesk eur boblañs evel hini Keltia, enni mil-ha-mil a dud a veur a ouenñ disheñvel, ret-mat e vije en em gavet, dindan an unvaniez a ziwar-c’horre gant unvez ar yez, kalz a speredou-pobl disheñvel. En eun hevelep engroez ez eus bet, hep mar ebet, evel m’o deus lavaret