Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
notennou diwar-benn ar gelted koz

skrivagnerien ar C’hreisteiz, sodien, skañbenneien, tud rankles, disleal ha kriz. Nemet n’oufe biken eun den a boell kredi e vije bet an holl Gelted evelse, pe e vije bet ar seurt tud stankoc’h en o zouez eget e-touez ar poblou all. Eun niver skoueriou diskleriet gant Kreisteiziz o-unan a ziskouez anat n’oa ket gwir kement-se. Rak mar barnont garo ha diwirion-splann alïes ar Gelted dre vras, evel pobl, e teu an ali ganto disheñvel-kaer pa gomzont anezo dre heñ-ha-heñ meuli a reont enno kalz a oberiou a vadelez, a lealded, a zic’hoantegez, a spered hag a nerz-voul.


Ar gadarnded. — Eun nebeut skoueriou a zigaloniez a c’heller da venega e-touez ar Gelted. An anavezeta anezo eo hini merc’hed Gergovia e 52 kent H. S. O welout ar Romaned e-harz ar mogeriou d’eur mare m’edo kêr hogos hep difennerien, e taoljont d’an enebourien o brageriziou, arc’hant ha dilhad ; disparbuilhet o askre hag astennet o divrec’h, ec’h aspedont anezo da lezel o buhez ganto ha gant o bugale ; hiniennou zoken, ouz en em lezel da rikla gant ar voger, en em ro d’ar soudarded.

Nemet eun direizder n’eo ken ! Skridou an Hen-amzer a ziskouez splann, er c’hontrol, n’oa tech ebet boazetoc’h e-touez ar Gelted koz, ken paotred ken merc’hed, eget ar gadarnded.

Ar c’hopr-soudarded, kaset gant roue ar Sikelia, en nevez-amzer eus ar bloaz 368 kent H. S., da skoazella tud Sparta, a zellezas dre o c’hadarnded meuleudiou Lakedemoniz o-unan, hag i ar galoneka hag ar wella da vrezeli eus poblou ar C’hres. « Ar C’hresianed », eme an danevellour Diodôros, « pa felle d’ezo amproui an diavaezourien-se, o lakaas er renk kenta en emgannou. Ar Gelted en em renas ez kadarn hag e rejont da enebourien Lakedemoniz koll eur maread a dud. Goude tenna sellou warno dre o nerz-kalon hag o ampartiz en embregerez an armou, e voent enoret gant Lakedemoniz, m’o doa graet kalz a vad d’ezo, hag e tistrojont er Sikelia war-dro dibenn an hañv. »

En emgann an Thermopulou (Doriou-tomm) taerder ar Gelted a zegase da goun d’ar C’hresianed eus kounnar dall al loened gouez. En em ganna a raent keit ha ma chome eun elfenn vuhez enno ; gloazet, e tiframment ar speg o zreante, d’e stlepel en-dro ha skei gantañ ar Gresian en em gave war