Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

hed taol d’ezo. Golôet a c’houliou ha skôet d’an douar, ne ziskrogent ket evit se : hag er maro n’ez ae ket diwar o dremm ar skeud euzus e veze bet warni e-pad an emgann.

An emgann bras etre Helveted ha Romaned, c’hoarvezet e Galia en hanter-vezeven eus ar bloaz 58 kent H. S., a badas eus kreisteiz da guz-heol. Er c’heit-se ne voe gwelet nikun eus ar Gelted o trei kein hag o tec’hout. Dirak ar c’hirri, m’edo warno ar pakadou, ec’h en em astennas an emgann betek diwezat-pell en noz ; ar merc’hed hag ar vugale en em gannas eno ken taer ha ker kalonek hag ar wazed.

En emgann ar Sambra, eilvet rann anezañ, p’o devoe ar Romaned adkemeret o c’hreñv, e tiskouezas ar Gelted en emzifenn kement a nerz-kalon hag en argad : kentre ma koueze unan anezo er renk kenta e teue an hini a oa a-dreñv da gemerout e lec’h ; sevel a rae war e gorf maro d’en em ganna. « Eus ar c’horfou maro-se berniet », eme Gaesar, « e raent d’ezo eur voger, ma taolent diwarni o spegou ha ma stlapent en-dro ganeomp an daredou a skôemp ganto. N’oa ken eur souez ganeomp o dije kredet tud ker kadarn treuzi eur stêr ledan, krapat riblou serz, en em ganna en eul lec’h diemzao ; kilet e oa an diaesderiou-se dirak brasder o c’hadarnded. » Pa ehanas an emgann, eus a 60.000 brezelour a oa deredet da argadi ar Romaned, a vec’h e vane 500 en o sav, hag eus ar 600 senedour o doa o renet d’an argad, ne vane ken nemet tri.

E seziz Avarikon, ar Gelted a zifenne ar gêr-se o doa graet eun dilammadenn er-maez kêr ha lakaet an tan war ar savadennou hag an touriou prenn savet gant ar Romaned. « Neuze », eme Gaesar, « e voe tennet hor sellou gant eur c’haer a daol, hag heñ dellezek-tre da veza brudet. Dirak dor ar c’hreñvlec’h edo eur C’helt a stlape en tan, a-ziwar lein eun tour, boulou soa ha peg a dremened d’ezañ a zourn da zourn. Eur saez tennet gant eur « scorpio » e dizas en e gostez dehou hag e lazas. An nesa d’ezañ a gemeras kerkent e lec’h hag a voe lazet en hevelep doare. Eun trede a heulias ha, goude c’hoaz, eur pevare, ha ne voe dilezet al lec’h gant e zifennourien nemet ken na voe mouget an tan ha lakaet dre zrouziwez ar C’halianed dizarbennet a bep tu, termen d’an emgann ».

Er bloaz 46, e-pad brezel an Afrik, e voe test ar Romaned d’eun taol kaer dreist-kred. Tregont marc’heg keltiat, e gopr