Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
notennou diwar-benn ar gelted koz

Kaesar, a yeas a-herr da 2.000 marc’heg numid [1], o c’hannas hag o c’hasas dindan o zec’h betek e-harz mogeriou kêr Hadrumetum.

E 363 goude H. S., e-mesk ar strollad soudarded roman a zifenne kêr Amida [2] grounnet gant. ar Bersed, ec’h en em gave diou « legio » nevez-tennet eus Galia. An istorier Ammianus Marcellinus, hag a oa eno, a zanevell eun argadenn kadarn-dreist ouz ar c’hrounnerien a voe kaset da benn gant ar Gelted-se. E-kreiz eun nozvez teñval ha diloar, goude gervel skoazell Doue war o dezo, ez ejont didrouz dre eun nor guz er-maez eus kêr, ganto bouc’hili ha klezeier. Soupren a reont gedourien ar Bersed ha laza soudarded eur rakward anezo, hag e tegouezont e-barz ar c’hamp. Tizet o dije al lec’h m’edo savet tinell ar roue paneve garm ar re c’hloazet, strap an armou ha trouz o c’hammedou a reas d’an holl armead dihuni ha deredek d’o zaga. « Ar Gelted, ker kadarn a galon ha ma ’z oant nerzus a gorf, a zalc’has penn, o tiskar gant o c’hlezeier kement enebour a grede stourm outo a-dost. Lazet e oa bet, avat, meur a hini anezo ; ar re all en em wele war-nes beza mantret dindan eur grizilhad saeziou a daoled ganto a bep tu, rak kenstrivadou eun engroez-tud en em drôe holl ouz ar vandennadig-se ha, bep an amzer, e kreske niver o enebourien. En em lakaat a rejont, eta, da argila war-du kêr, nemet ne zistrôas nikun e zremm. Kila a raent kammed ha kammed, o skei o zreid evel e muzul. » Evel-se e tistremenjont foz ar c’hamp hag e tinesajont a-nebeudou ouz mogeriou Amida, o c’houzañv krogad war grogad ha bouzaret gant trouz an trompilhou. « E tarz an deiz hepken », eme Ammianus, « e c’hellas ar Gelted distremen doriou kêr, gloazet darn anezo grevus, darn skañv. Pevar c’hant a oa kouezet en nozvez-se, rak n’eo ket gant Rhesus, kousket gant eun nebeut Thraked e-harz mogeriou Troja, o doa bet d’ober, hogen gant roue ar Bersed e-unan,

  1. Ar Romaned a rae Numided eus ar poblou a anvomp bremañ Berbered ha Kabiled en Aljeria hag er Marok, ha Touareged er Sahara. Diwar-benn ar poblou-se en Hen-amzer, lenn levriou E. F. Gautier, Le Sahara, 1923 ; Les siècles obscurs du Maghreb, 1927 ; L’Afrique noire occidentale, 1935 ; hag oberenn veur lieslevrennek S. Gsell, Hist. anc. de l’Afrique du Nord. A-zivout kezeg diweskenn ha divrid an Numided, Komandant Lefebvre des Noëttes, Le Cheval de selle à travers les Ages, I, 1931, pp. 226-8.
  2. Er Siria, war an « Tigr ». Kara-Amid « Du-Amid » hec’h ano breman gant an Durked.