Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

o dije lazet en e dinell, e-kreiz e gant mil a soudarded, ma vije plijet gant an Tonkadur ober a-du ganto. »

Kelted, e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa ganto kement a zispriz ouz ar maro hag a gadarnded fougeus ma weled anezo o tivizout, evit arc’hant pe vuzuliadou gwin, lezel o laza : pignet war eur chafod, e tarnaouent an evaj pe an arc’hant etre o c’heneiled vuia-karet, en em astennent war o skoued hag e kinnigent dizaon o gouzoug d’ar gontel [1].


Gwell ankou eget mez. — Kalz a Gelted ne derment ket evit trei o armou outo o-unan hag ouz o zud : 1° pa n’houlent ket derc’hel da veva goude beza bet trec’het ; 2° pa gave d’ezo e c’hellent, dre o maro, ober vad d’o c’henvrezelidi ; 3° pa felle d’ezo dizarbenn diouto o-unan pe diouz o gwragez hag o bugale mez ar sklaverez.

Grounnet e oa bet kêr Numantia gant ar Romaned. Pa welas Numantiz e oant o vont da veza taget gant an naonegez, e rejont o menoz da glask maro ar re gadarn en eun emgann diweza. Aoza a rejont o-unan o fred-kañv ma kemerjont ennañ o gwalc’h a gig dam-boaz hag a vier. Hogen e nac’has pengadour ar Romaned kaout outo krogad ebet. Kelc’hia a reas warnezo gant eur foz, eur gloued-peuliou ha pevar c’hamp. Peurgollet ganto pep spi da vervel, o armou en o daouarn, war an dachenn-emgann, e lakajont an tan e pevar c’horn kêr hag ec’h en em lazjont gant an dir, an tan hag ar c’hontamm. Ne vanas gant ar Romaned prizoniad ebet, na preiz diouto rak paour e oa ar re drec’het ha pulluc’het o devoa o armou kent mervel.

Ar pengadour roman Cato, c’hoant d’ezañ da gaout termen gant brezel ar Spagn, en doa gourc’hemennet lemel o armou digant an holl wazed o veva en tu-mañ da stêr Iberos. Ken dismegañsus e kavjont ar seurt gourc’hemenn m’en em rôas kalz anezo taol ar maro. « An dud her-se », eme eun danevellour roman, « n’oa ar vuhez netra d’ezo eur wech kollet ganto o armou. »

  1. Giziou ar C’hermaned, evel ma ’z int displeget e skridou an Hen-amzer hag e kosa lennegez Skandinavia, ha diskleriet gant ar ouiziegez-vreman, a daol eun tamm sklerijenn war giziou brezelel ar Gelted. Lenn e levr Dumézil, Mythes et Dieux des Germains, 1939, an eil gevrenn, Mythes des Guerriers, pp. 65-106, hag an trede kevrenn, Mythes de la Vitalité, pp. 109-151.