« barzaz ») pe barditos « kan barz » gant ar C’hermaned a rae an ano-se, en o yez, eus o c’han-emgann e dibenn ar c’henta kantved goude H. S.
Ar varzed ne voe kollet ar roudenn anezo war an douar-bras nemet gant ar yez ma savent enni o c’hanaouennou. Ne heskinas ar Romaned nag ar C’hutuatred nag ar varzed kennebeut-all. Ar ger bardos, aet da c’her latin bardus, a gaver e meur a engravadur eus an oadvez roman evel ano tud ; da skouer e Galia, an Helvetiad Bardos, er c’henta kantved goude H. S., hag, e bro an Danuvios, Titus Flavius Bardus, soudard koz er strollad anvet Ala prima Flavia Augusta Britonum Miliaria.
E Breiz-Veur hag en Iwerzon e talc’has ar c’heltieg hag ar varzed en o sav goude ar sujedigez ouz ar Romaned. Dindan ar sujedigez-se e oa aet da get ar rummad tud ouiziek, ouz e ober an drouized hag an divinourien ; ar varzed a reas evito evel difennourien ar yez. Er XIIIvet kantved goude H. S. e Kerne-Veur ez oa daou seurt barzed : 1) ar barz end-eeun pe kanaouenner ; 2) ar barz hir-gorn a c’houeze en eun doare trompilh hir.
E lezennou Kembreiz an Hanternoz emañ ar barz an navet eus kargidi lez ar roue ; an unnekvet eo e lezennou Kembreiz ar C’hreisteiz. A-geñver gant ar barz teulu pe barz lez ar roue, ez eus ar barz kadoret pe ar barz d’ezañ eur gador. Barzed kembreat ar Grenn-amzer n’oa ket anezo kanerien poblel : tud ouiziek eo e oant, aet doun e studi ar c’hembraeg ; gouiziek ha stuziet-kaer eo yez o barzonegou ; ken diaes eo da drei en eur yez all ha yez ar varzonerien veur c’hresian.
En Iwerzon, gant an divinourien pe file en em gave eno, e voe harzet ouz ar varzed da sevel ken uhel-se. Eun dister a rimer ne voe ken ar barz a ra al lezennou fae a-walc’h anezañ : « Ar barz », emezo, « n’en deus ezomm ebet da c’houzout tra ; trawalc’h eo d’ezañ e skiant-natur. » Er Grenn-amzer bairtne « kan barz » eo, en iwerzoneg, ano ar c’hanaouennou meuleudi savet d’ar roueed.
Dottin, Manuel, pp. 218-95 ; La religion des Gaulois, 1898 (tennet eus ar Rev. de l’hist. des Religions) ; Jullian, Hist. de la Gaule, 1. 356-60 ; II, 84-181 ; h. a. ; Renel, Les religions de la Gaule avant le