Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 51

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 245-266)


KEVRENN V : AR C’HENWERZ


A bep amzer, e marevez an armou hag ar binviou maen zoken, he deus bet Europa he marc’hadourien-red, hag a yae a vro da vro da droka o danveziou. Diwezatoc’h, e derou an eilvet milved kent H. S., e veze degaset ar goularz gant marc’hadourien a-ziwar traezennou mor Hanternoz hag ar mor Baltik, a-dreuz Europa, betek broiou ar C’hreisteiz douret gant ar mor Kreizdouarek. Bividikoc’h eget biskoaz e voe kenwerz Europa dindan aotrouniez ar Gelted. Ar goularz, an holen-maen eus an Alpou ha menez Iouris (Jura), an holen-mor dastumet war aodou ar mor Bras, an aour, an arc’hant, an houarn, ar staen hag ar c’houevr, a oa mengleuziou puilh anezo er broiou dalc’het gant ar Gelted, a roe lec’h da eskemmadennou a-bouez adalek ar mor Bras betek genou an Danuvios.

Eus enez Vreiz e tegemere Kelted an Douar-bras staen, aour, arc’hant, houarn, perlez [1], ed, ler, chatal, koun-hemolc’h a raed ganto ivez evit ar brezel, ha sklaved. En eskemm e kasent d’ezi arem, bragerezou, gwerach ha livadur-pastez (glaston).

Eus ar C’hreisteiz, Spagn, Italia ha Gres, e veze degaset d’ar Gelted arc’hant, goural, gwin, eol, kezeg, dilhad ha harneziou lorc’hus, hobregonou brao kaeraet gant skeudennou, togou-brezel arem outo kribennou boemus, melezouriou arem, podou kaer pri livet, listri ha trebeziou arem pe arc’hant kizellet diwar zourn poderien hag orfebourien etruskat pe c’hresian. E distro, e kasent di goularz, staen, aour, mein prizius, sklaved ha diwezatoc’h, dreist-holl diwar ar Ia kantved kent H. S., houarn, prenn, koar, rousin, flammerennou (gouleier-torchou), peg, krec’hen kriz pe givizet, kouarc’h, lien lin, dilhad gloan, bleo merc’hed meleganezed, louzeier mezegiez, greun, mell, kilhevardon, keuz (fourondeg) eus meneziou Kebenna (Cévennes), Lesura (Lozère), hag Alpis, chatal, loened-ti hag evned-porz (kezeg, oc’hen, moc’h, koun, gwazi), loened gouez (tirvi, arzed, bleizi, kizier-karvetaered) evit c’hoariou ar c’helc’hva.


Kenwerz ar goularz hag ar staen. — Eus an holl zanveziou kenwerz, emaomp o paouez menegi, ar goularz hag ar staen eo a voe anezo ar badusa hag ar bouezusa eskemmadeg. Diwar an XXet kantved kent H. S., evit doare, ar pep brasa eus eost-goularz glannidi hag enezidi mor an Hanternoz a veze gwerzet ganto da varc’hadourien a c’houneze, dre draoñiennou an Albis ha kenstêriou an Danuvios, aodou an Adriatik, ma c’hellent ac’hane hen degas aes dre vor er C’hres hag en enezennou nesa d’ezi. An hent-se eus mor an Hanternoz d’an Adriatik e oa ivez end-eeun an hini a veze heuliet, a-raok an dekvet kantved kent H. S. gant ar profou « paket a golo gwiniz » kaset gant an Huperboreaned (da lavarout eo poblou an Hanternoz, en o zouez ar Gelted), da dempl brudet an Heol, en enez Delos.

Eur forc’henn diwar an hent-meur-se, ar c’haol anezi moarvat e bro-Helvetia, a dize traonienn ar Rotanos (Rhône) hag a ziskenne gant red ar stêr-se betek aod pleg-mor Galia. Ac’hano, e marzdanevellou ar C’hresianed, mojenn an Eridanos [2], ar stêr veur daoubennek (Rênos, Bodinkos) pe trifennek (Rênos, Bodinkos, Rotanos) [3]. Ac’hano al lezano « merc’hed Adria » roêt d’an Heliadezed. Ar C’hresianed a lake er-maez eus aber an Eridanos, war ar mor Bras (Okeanos), da lavarout eo er-maez eus aber ar Rênos, finvez reuzeudik Phaeton « ar Skedus », e veuzadenn er c’heinvor a-gevret gant karr ha kezeg an Heol, kanvaouadeg e c’hoarezed war an aod, troïdigez o daerou e goularz, ha troïdigez al lenverezed yaouank o-unan e krenenned, (Populus tremula). War an aod, gouez d’ezo, Kuknos « Alarc’h », roue al Ligured, a-greiz m’edo o c’harmi da varo mab doue an deiz, a voe trôet en evn-anver d’ezan [4].

Ar staen tennet eus ar mengleuziou en-dro da veg-douar Belerion, e korn mervent enez Vreiz, a veze teuzet, puraet ha graet anezañ tolzennou war al lec’h end-eeun ma veze tennet. Stummet e veze an tolzennou-se e furrn disou. Kaset e veze eun darn anezo en enezennou Sorling, d’o rei eno d’ar verdeidi o tont a Vro-Spagn ; an dilerc’h a gased war girri betek da geñver enez Vektis (Wight) ; bagou ler o zreize en enezenn e-lec’h m’o gwerzed d’ar varc’hadourien eus Galia, ha karget e veze gant ar re-mañ war o listri. Eur wech dilestret an tolzennou staen war arvor Galia, e vezent sammet war jaoiou ha douget e diabarz ar vro. Adalek ar Vet kantved kent H. S. e veze dilennet eun niver eus an tolzennou-se da vont da Vassalia (Marseille).


Poueziou ha muzuliou. — Komzet ez eus en hor pennad a-raok eus daou vuzul-gorread Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz an hed-tu anezo a gant ilinad evit ar genta, a bevar-ugent ilinad evit an eil ; meneget hon eus ivez o muzul hed-hent penna, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou. Anat diwar gement-se, evel ez eus bet lavaret c’hoaz (pempvet Pennad, paj. 111), ez oa gant poblou Keltia, pe re C’halia da vihana, muzuliou kenreizet o klota striz kenetrezo.

M’o dije bet, ouspenn, eur c’henreizadur, pe veur a hini, a vuzuliou-poueza, n’oufed nemeur hel lakaat en arvar. Abred-kaer e voe anavezet ar balañsou en Ejipt : skeudennaduriou izel-vos eus ar VIet rummad-rouanez (war-dro ar bloaz 2.500 kent H. S.) a zo taolennet ganto unan diglok c’hoaz, ha daou grog ouz ar walenn anezi. Eus ar vro-se, dre voraerien enez Kret, en em skignas ar valañs er C’hres hag en Italia. Kavet ez eus er C’hres, en eur bez roue savet etre ar bloaz 2.000 hag ar bloaz 1.500 kent H. S., daou re valañsouigou en aour, a oa anezo, hep mar, profaduriou. Kammed ha kammed, a foar da foar hag a varc’had da varc’had, e c’hounezas ar valañs tachenn war-du an Hanternoz. A-douez dismantrou ar c’hêriadennou war-zour, a oa en o bleuñv er Suis e marevez an armou arem (eus ar bloaz 2.000 d’ar bloaz 900 pe war-dro kent H. S.), ez eus bet tennet poueziou ploum ha staen, outo eul lagadenn d’o staga ouz krog ar valañs. Unan eus ar poueziou-se, a furm gant eur gornigell, a zo heñvel-pik ouz poueziou staterae « krogou-pouez » ar rann-amzer kelt-ha-roman.


Ar moneiz. — Chatal, sklaved, ed, listriach, armou ha kinklerezou, feilhennou pe boultr aour, ar re-se e voe kenta moneiz-troka Europiz. Da c’houdevez, e savas, e kreiz, hanternoz ha kornog Europa, kerkoulz hag er c’hreisteiz anezi, boaz an tolzennou metal (aour, kouevr, arem, arc’hant), reizet ar stumm hag ar pouez anezo. An doare ma stummed peurliesa an tolzennou-se e oa hini eur vouc’hal diou-zremmet, treuz-didreuz en he c’hreiz eun toullig ma tremened ennañ eur gordenn d’o istribilha. Re all a oa a furm gant rodouigou, lagadennou, hag all. E-metou poblou raghellenek Enez Kret, Enez Chipr hag an Azi-Vihana eo d’eomp klask mammenn an doare moneizadur-se, en em ledas a-nebeudou en Europa meur a gantved a-raok aloubadennou-brezel ar Gelted [5].

Ar peziou-moneiz, o tont e boaz, n’e zistroadas ket en holl. C’hoaz er Ia kantved kent H. S., e rae, evit an darn-vuia, Breiziz da voneiz gant tolzennou kouevr pe lagadennou houarn, divizet ar pouez anezo. Tolzennou arc’hant doare gant ar vouc’hal diou-zremmet, hag int bet teuzet er marevez kelt-ha-roman, a zo bet kavet en hon amzer en Iwerzon, Breiz-Veur hag en hanternoz ha kreiz Europa.

War-dro an IIIet kantved kent H. S. eo e stagas Kelted an Douar-bras, diouz skouer ar C’hresianed, gant an oberia peziou-moneiz. En aour e voe kenta peziou ar Gelted evit doare [6], hag int graet heñvel ouz « staterou » rouanez ar Vakedonia, a veze degaset dre hent an Danuvios hag ar Rotanos gant ar varc’hadourien hag ar c’hopr-soudarded o tont d’ar gêr. A bell da nes en em skignas boaz ar moneiz aour, arc’hant hag arem e-touez Arvorigiz hag ar Velged hag, en tu-hont d’ar mor, e korn gevred enez Vreiz.

Aes merzout, diouz an niverennou-mañ da heul, peger stank e rede ar moneiz gant poblou keltiek a oa. Er bloaz 197 kent H. S., e-mesk ar preiz-brezel lemet gant ar Romaned digant Kelted an Itali, e oa 79.000 pez-arc’hant merket warno skeudenn eur c’harr daou loen-kezeg outañ ; — ar bloaz 196 a zegasas da deñzor Roma 234.000 pez arc’hant a hevelep patrom gant ar re genta ; — preizadeg ar bloaz 191, ha hi graet en eur vro gwastet euzus meur a vloavez a oa, a zizougas c’hoaz 230.000 a beziou arc’hant.

Kenta peziou-moneiz ar Gelted a zo anezo heñveladuriou mat diouz peziou gresian ; beza a-walc’h e vijent bet skôet, evit eun darn, gant Gresianed e servij rouaned Keltia. War zistresa ha disleberi ez eas ar patrom anezo tamm-ha-tamm, ken na weler mui war zaou du diweza peziou ar rummad kenta-se nemet eur rouestlad iskis ha divalo a boentou hag a linennou. Diwar ar bloaz 150 kent H. S., ar Gelted, o trei o sellou ouz plant ha loened ar broiou ma vevent, ouz o c’hredennou hag o danevellou brôadel, a gavas enno evit o feziou-moneiz skeudennaduriou a zo diouto o-unan. Dizano ha diskrid e vanas ar peziou-moneiz keltiek ken ar c’henta kantved kent H. S. ; diwar neuze e rôont da anaout d’eomp anoiou eun nebeut rouaned ha penrenerien Keltia ha n’ez eus diwar-benn hiniennou anezo meneg ebet e skridou ar C’hresianed hag al Latined.

E-keñver gant ar moneiz graet er vro edo red-dired e Keltia eur peziou bennak a vro all, gresian, iberiat, karthadaat, ha, da ziweza, roman. Eur wech staget ar pep brasa a Geltia ouz impalaerded Roma, oberidigez ar moneiziou brôadel ne voe ken anezi. Koulskoude, c’hoaz e diweza bloaveziou ar c’henta kantved goude H. S. edo e moun er marc’hadou eun nebeut peziou-moneiz breizek.

Hen-Iwerzon ne voe ganti biskoaz moneiz ebet diouti hec’h-unan, nemet, da heul an darempredou kenwerz a voe dalc’het ganti, e-pad ar pevar kantved kenta eus an oadvez kristen, ouz an darn eus enez Vreiz a oa sujet d’ar Romaned hag ouz kornog Galia, e tegouezas enni eun niver bras meurbet a beziou-moneiz roman. E derou ar Grennamzer e prizache c’hoaz Iwerzoniz dre vuoc’hed (set, bo), maouezed sklav (cumal), ha seier heiz (miach). Kimbos pe kimmos (deut da « cimb » en iwerzoneg) e oa, e keltieg Iwerzon, ano ar moneiz-troka, pe beziou e vije pe zanveziou all.


Foariou ha marc’hadou. — Heñvel-tre e oa, evit doare, ar foariou hag ar marc’hadou gant Hen-Gelted ouz re Iwerzon er Grenn-amzer. Kas a reomp hol lennerien d’an taolennadur klok a rôomp eus ar re-mañ en 3et kevrenn eus hor pennad XII. Lakaet eo bet [7] ez oa ar geriou bona ha magos, anezo dibenn kalz a anoiou lec’hiou annezet e Galia, da lavarout kement hag ar ger latin forum. A c’hallfe beza, nemet n’eus tra a gement hel lakafe anat. Magos a zo deut da mag en iwerzoneg, ma e brezoneg, ha n’o deus ken talvoudegez an eil hag egile eus ar geriou-se nemet « kompezenn, tachenn, lec’h ». Bona a zo, hep mar ebet, andon an iwerzoneg bun « diazez ». Ar c’hembraeg bon « diazez » a c’houlenn en e ziagent eur stumm bonna a lenner ivez war skridou an Hen-amzer.

Bez’ ez eus en iwerzoneg eur ger ceide « marc’had, foar » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *kention. Kenveria Kantion, ano ar rannvro eus enez-Vreiz an dosta d’an Douar-bras. E marzistor Iwerzon, Magh gCeidne a zo ano al lec’h ma veze degaset d’ar Fomoreed an truaj dleet d’ezo [8].


Ostaleriou. — Ostaleriou a oa en Italia-Uhela d’ar mare ma skrive Polubios (e-kreiz an IIet kantved kent H. S.). E Galia, a-hed an hir a hent heuliet gant ar sammou staen eus aod mor Breiz da Vassalia, e tlee beza, da bep penn deveziad-kerzout, tiez savet a-ratoz da gledouri ar varc’hadourien.

Meneget e vez alies gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eun doare den a garg, anvet brughfer pe brugaid « merour, perc’henn-douar », a oa e zlead herberc’hia ar rouanez, ar varnerien, ar renerien, ar varzed, ar vrezelourien, war o beaj, hag, ouspenn, an diavaezidi. An « herberc’hour »-se a veve en eun ti a raed bruden anezañ, ec’hon a-walc’h evit ma c’hallje rei degemer ennañ d’eun niver ostizidi. Perc’henn e oa war zouarou na dlee paea leve ebet diouto, hag a oa a-walc’h anezo evit e zic’haoui diouz mizou e herberc’herez. E kroaz-hent daou hent bras edo an herberc’htiou ; eun tantad a vaged, a-hed an noz, el letonenn dirazo, da eeuna a-ziabell ar veajourien. War enaou dalc’hmat e tlee beza tan o c’hegin, o c’haoteriou bepred leun a gig, ha digor atao an doriou warno, nemet diouz an tu ma c’houeze an avel. Sellet e veze pep bruden evel eur minic’hi didorrus ; ar muntrer en em repue enno n’helled ket e serri.

Meur a renkad herberc’hourien a oa. An izela hini, anvet brugaid cedach « herberc’hour-kant », a oa dleet d’ezañ kaout, da vihana, kant penn a bep doare chatal, kant labourer-douar, hag eur peadra kevatal a vier, chufere, bleud hag all, da veva e ostizidi. An herberc’hour a genta dere, pe pennherberc’hour (rigbrugaid), a oa anezañ eun den a bouez ha prizet uhel. Bez’ e vije bet en Iwerzon, er Ia kantved kent H. S., c’houec’h pennherberc’hour evel-se. Ar brudeta anezo e oa Da Derga [9] a Leinster. An ti anezañ a oa warnan seiz dor atao digor. Seiz kambr a oa etre pep diou zor, hag int ec’hon a-walc’h da zegemerout eun niver bras a dud. Teir gwech hanter-kant paotr yaouank, armet gant batarazou spern enveziet a houarn, a rae gwardoniez war an ostaleri.


Perz pouezus ar c’henwerz e buhez Keltia. — Eun dra hag a ro testeni war ar bras a bouez dalc’het gant ar c’henwerz e buhez an henved keltiek eo ma tirollas meur a vrezel en abeg da berc’hennedigez vengleuziou pe wiriou-treiz war hentou ha stêriou darempredet gant marc’hadourien. Strabon a zo meneg gantañ a ziou bobl eus Illiria a oa e brezel dalc’hmat en abeg d’eur poull-holen war ar genvevenn etrezo. « Divizet e oa bet », emezañ, « e vije bet gounezet ar poull-holen gant an diou bobl, bep eil tro ; nemet torret e veze alies an diviz-se ha, da heul, e save brezel. »

E Galia, an Aedued hag ar Sequaned, etrezo d’o ranna stêr Arar, a veze dibaouez o tabutal diwar-benn ar stêr-se, pa doue an eil hag egile beza perc’henn da vat war ar red anezi, oc’h azgoulenn kaout en e lod degemeredigez an treiz-wiriou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e savas diwar se eur brezel ma voe trec’het ar Sequaned, a c’halvas d’o skoazell ar C’hermaned.


Lezennou diwar-benn ar c’henwerz. — Ar c’henwerz, daoust ma rae ar gwella berz, n’oa ket peur-zishual. Paea gwiriou a ranke ar varc’hadourien d’ar poblou ma tremenent war o douarou. En enez-Vreiz n’halle ket ar strolladou listri, o tont a Vro-Spagn ha Galia, douara war-eeun en aodou ar staen : ret e oa d’ezo gortoz ouz an enezennou nesa. War an Douar-bras e veze difennet-striz gant poblou a oa degas ha gwerza danveziou-zo war o douar. N’helled ket degas aour e bro ar Skordisked (gourenez ar Balkaniou). E bro an Nervied (hanternoz Galia) e oa difennet gwerza gwin hag an holl draezou didalvez « gouest da zinerza an eneou ha da wanaat ar c’halonou ». A zo kaeroc’h, an diweza pobl-mañ a vire ouz ar varc’hadourien da zont en he domani. Nemet eun direizadenn n’oa ken e Galia, er Ia kantved kent H. S.


Ar varc’hadourien. — Eus ar varc’hadourien e veze atao mont-dont dre Geltia, darn a oa Kelted [10], darn all diavaezidi. Ar re-mañ a voe anezo, diouz al lec’h hag an amzer, Etrusked, Ligured, Ibered, Illirianed, Germaned, Skuthed, Gresianed, Karthadaiz, Romaned (ar re ziweza-mañ, dreist-holl diwar eil hanterenn an IIet kantved kent H. S.).

E broiou keltiek an Danuvios edo ar c’henwerz, war a heñvel, etre daouarn ar Sigunned, eur bobl nann-keltiek, diazezet war glannou an Danuvios damdost d’al lec’h ma savas ar Gelted, er IVet kantved kent H. S., kêr greñv Singidunon pe Singindunon (Beograd). Darempredet e veze a-viskoaz, en tu-hont da goun den, hentou mor ar C’huz-heol gant listri Tartessiz Bro-Spagn a save betek Iwerzon hag enez-Vreiz [11]. En hentou-se e weled, ouspenn, listri o goueliou ruz Gwenediz ha, diwar ar VIet kantved, listri Karthadaiz.

D’o dezougen war zouar e sammed ar marc’hadoureziou war loened : marc’h, ejen, azen, mul, pe war girri diou pe beder rod. Ar Sigunned a rae gant kirri war beder rod golôet gant ler pe feltr ha stlejet gant meur a goublad kezeg bihan blevek. Merc’hed eo a vleine peurliesa ar c’hirri-se, a veze kavet adalek genou an Danuvios betek ar Rotanos.

Ne vern a be ouenn e vijent, e tiskoueze marc’hadourien Keltia kalz a gendalc’h hag a nerz-kalon. « Ligured Galia, en em ro da genwerzi », eme an danevellour Diodoros, « a laka gant herder o buhez er gwasa arvar o verdei moriou Sardenia hag Afrika ; savet war vagouigou bresk ha ganto pourveziou gwall-zister, e tifiont ar barradou-amzer skrijusa ». An hevelep Diodoros a daolenn d’eomp-ni an Atheniad brudet Themistokles (Vet kantved kent H. S.) argaset a bep tu gant kasoni Spartaiz, ret d’ezañ tec’hout en noz diouz bro ar Volossed (war vevennou ar C’hres) hag o keja eno gant « daou Liguriad yaouank, marc’hadourien a vicher, a anaveze mat an hentou. An daou baotr yaouank a dalvezas d’ezañ da hentourien en e redadennou noz da dec’hout diouz enklask Lakedemoned ; ambroug anezañ a rejont kalonek ken na zegouezjont, goude gouzañv kalz a skuizderiou, en Azia e-lec’h e kavas an Atheniad, d’an diwez, eur repu asur e ti eur mignon. »


Ar veajourien. — Gweladennet e voe Keltia, er VIet, IVet ha IIet kantved kent H. S., gant tri beajour brudet, e tleomp lavarout eur geriennou bennak diwar o fenn, ar C’harthadaad Himilko, hag ar C’hresianed Putheas ha Poseidonios.

Er c’houec’hvet kantved, o veza m’edo galloudez Tartessiz war he diskar ha kouezet o forz-mor penna, Gadir, etre daouarn Karthadaïz, e kargas sened Karthada an amiral Himilko da vont da anaout aodou kornog Europa. Himilko a hedas aodou ar Spagn ha re C’halia, a oa d’ar mare c’hoaz e dalc’h poblou rak-keltiek, Kuneted, Kempsed [12] ha Saefed er Spagn, Ligured ha Draganed e Galia. Ribla a reas, goude-se, aodou an Arvorig, a anved neuze Oestrumnis pe Oistrumnis. Eus an Arvorig, en eur ober daou zerveziad merdei, e c’hounezas Iwerzon (Iverio). Anaout a reas, da heul, enez-Vreiz (Albio) hag e talc’has war-zu ar Reter betek an tevennou a sko diouz tu kreisteiz an enezenn, war vro an Hanternoz. Eno e welas eur vro o paouez beza ket kemeret ha diboblet gant ar Gelted.

War-dro dibenn ar IVet kantved e reas ar Gresian Putheas an hevelep hent. N’oa anezañ, war a greder, nemet eur paramantour-listri a Vassalia ; a dlee beza desket evelkent rak m’en doa studiet ar steredoniez. Hedi a reas aodou bro-Spagn, diraez war-eeun, goude, bro an Ostidamned (Ostidamni « poblou ar C’hornog ? », an Arvorig) ha mont ebiou da veg-douar Kabaion (beg ar Raz pe Penn-ar-Bed). Enez Uxisama (Eusa) a welas hag ac’hane, o kemerout e hent a-dreuz d’an dounvor, e c’hounezas en eun dervez beg-douar Belerion (Land’s End) en enez-Vreiz (Pretanis). Ober a reas tro an enezenn vras-se o heulia holl gildrôennou an aodou anezi, ha hedi, goude, aodou kreisteiz mor an Hanternoz, a oa neuze e dalc’h ar Gelted betek aber an Elb (Albis). Ac’hane, o tremen etre ar Jutland (Baltia) hag enez Heligoland (Aballus), e c’hounezas an Norvej (Thule).

E diweza bloaveziou an IIet kantved kent H. S., eur Gresian all, Poseidônios, anezañ eun den fur ha gouiziek hag a zalc’has diwezatoc’h eur skol vrudet en enez Rhod, a weladennas Bro-Spagn ha poblou keltiek dishual Galia, ma heñvel beza bet diganto ar gwella degemer. Kenta skrivagner en dije komzet eus Barzed Keltia eo Poseidônios, war a ouzomp.

Himilko, Putheas ha Poseidônios o doa lakaet dre skrid o beajou, ar c’henta e yez semitek, an daou all e gresianeg. Gwaz a se, an danevellou-se n’int ket deut betek ennomp. N’ez eus ganeomp ken nemet pennadouigou diouto bet miret gant skrivagnerien war o lerc’h, evel Polubios [13], Strabon, Diodôros, hag Avienus.

Dindan an impalaer Nero (54-68 goude H. S.) e c’hoarvezas eun ergerzadenn nevez da vro ar goularz. Eur marc’heg roman a voe fiziet ennañ da gefridi gant Julianus, embregour an emgannou klezeïdi rôet gant an impalaer, mont war aodou hanternoz Europa ha pourchas eno kement a c’hoularz ha ma c’hallje degas gantañ. Treuzi a reas ar marc’heg bro goz an Daurisked da c’hounid Karnunton, kêr geltiek eus ar Bannonia war an Danuvios. Treizet gantañ ar stêr-se, e tizas, a-dreuz da uhelennou koadek an Erkunia, kompezennou an Hanternoz, termen e veaj. D’ar C’hermaned eo e oa sujet d’ar mare an holl vro-se. Ar marc’heg a beurredas arvor ha marc’hadou ar vro ha kement a c’hoularz a zeuas gantañ d’ar gêr ken e voe staget gant nozelennou eus an danvez-se ar rouedou da gaelat ar Podium ouz al loened fero hag e oa golôet holl a c’hoularz an armou, ar geleriou, ha kement tra a raed ganto en deiz-se. Trizek livr e oa pouez ar brasa tamm goularz a oa bet dastumet.

Eun tamm sklerijenn a-zivout an hentou douar ha mor bet heuliet a-goz gant ar varc’hadourien, eun dam-anaoudegez eus annezlec’hiou, istor, giziou ha kredennou hen-boblou Europa e-kerz kosa hanterenn ar Ia milved kent H. S., a zastumer dre lenn ha studia skridou Gresianed ha Romaned desket ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. : Avienus, Valerius Flaccus, Dionusios ar Periegetour, Nonnos ar Panopolizad, h. a. [14]. Hoalet meurbet gant ar skridou gresiek kosa, o deus tennet eus ar skridou koz-se danvez levriou nevez. Trugarekaat i, eo deuet betek ennomp tra pe dra eus deskadurez an hen-levriou aet hizio da get.


Eus Kolonennou Herkulez da Valtia. — Ar goularz hag ar penna metalou, da lavarout eo, hervez al lerc’h-ouz-lerc’h a zo bet en implij anezo, an aour, ar c’houevr, ar staen, an arc’hant hag an houarn, setu an traou bras ma veze dedennet ganto Kreizdouaregiz pa ’z aent er-maez eus o mor dre raz Peulvanou Herkulez evit ribla aodou ar mor Bras [15]. Meur a dra a zo da zeski oc’h ober buan-ha-buan an hevelep ribladenn.

Alubê, unan eus peulvanou Herkulez, hervez Dionusios ar Periegetour. En Ilias Homeros (VIIIet kantved kent H. S.) eman Alubê pe Salubê ano bro c’henidik an arc’hant (argurou genethlê). Bez’ ez eus bet e Pont (Azia-Vihana) eur gêr anvet evel-se. Kenveriet eo bet Salubê ouz ano an arc’hant er yezou germanek : goteg silubr, hen-uhel-alamaneg silbar, hen-skandinaveg silfr, alamaneg breman silber, saozneg ha suedeg silver. Eun distresadur diwar ar germaneg e tiskouez beza an hen-slaveg sirebro, lituaneg sidabras « arc’hant ». Nesaet eo bet ouz an ano germanek *Siluros, mons Silurus gouez d’ar Romaned, ano (tartessek ? iberek ? ligurek ?) eur menez a vro-Spagn, an hini marteze a zo bet anvet Arguros gant ar C’hresianed hag Argentarius gant ar Romaned [16]. Hag e teuer da sonjal en Arganthonios, ar roue arc’hantus ha hir-vuhezek a zo bet o ren war an Dartessed er VIIet kantved kent H. S., hag a zo bet brudet e rouelez gant Herodotos an Halikarnassad en e Istoriou (Vet kantved kent H. S.) [17]. Ma vije e gwirionez e Salubê, kêr a Bont, an andon eus ano germanek an arc’hant, eun testeni e vefe ouspenn da staga ouz ar re a laka anat ez eus bet eun hent, bet heuliet a-goz hag eus ar pleustreta, etre broiou germanek hanternoz Europa hag aod ar mor Du. Evit ar c’heltieg arganto, al latin argentum, e lusker da gredi ez int diwar an hevelep andon ragistorek hag an armenieg irkat « houarn ».

Kassios, mons Cassius gouez d’ar Romaned, mengleuz pe varc’had bras evit ar staen war an aod, el lec’h m’eman breman porz-mor Huelva, e-harz kouevregou pinvidik-dreist a zo dindan c’hounid breman c’hoaz. Kavet ez eus bet e 1923, dre ober ravanelladou e porz-mor Huelva, d’hen skarza ha d’hen dounaat, armou arem a-yoc’h (daou gant, tost da vat) o tenna dre stumm o oberiadur da bevare rannoad an arem (1300-900 kent H. S.). Bez ’ez oa anezo klezeier, gouglezeier, kontilli, goafiou, broudou-saeziou, spilhou-alc’houez, h. a. Dispennadur an danveziou aet d’o ober a zo evel-hen : Kouevr 89,38 ; staen 10,54 ; antimoan 0,065. Al lec’h ravanellet a oa ennan, eus krec’h da draon : 1° gouelezennaduriou lec’hidek eus stêr Odiel, diwar hon Amzer ar gweleadou uhela anezo ; 2° grouan ha kregin (enno eo bet kavet an armou) ; 3° eul lec’hid priellek glas e liou, teo meurbet ar gwelead anezan. Eul lec’h a bouez bras e oa bet Menez Kassios, ha koun a zalc’hed en Hen-amzer eus an emgannou taer a oa bet gwechall-goz evit hen perc’henna. Kenveriet eo bet an ano-menez-se ouz kassiteros a zo, e barzonegou Homeros, ano gresiek ar staen (« ar staen keltiek », ton kassiteron ton keltikon evel ma lavar Aristoteles, ha goulakaet eo bet gant d’Arbois de Jubainville ha S. Reinac’h e oa kassiteros a ouenn geltiek, nemet stummadou diwar ar ger-se a gaver en assirieg, en arabeg hag e sanskriteg ha kement-se a laka da ziskredi e vije keltiek e gwirionez.

Ophiussa, ano laket gant ar C’hresianed da aod Kornok Iberia (aod ar Portugal breman). Kehelidigez an Naer (ophis) a zo laket anat gant hendraezou ragistorek ar vro-se.

Londobris, enezenn war aod kornok Iberia. Kenveria, en enez-Vreiz, Londinium, war eun enezenn e-kreiz stêr Tamêsis (Tavoez), tost d’hec’h aber. Keltiek e c’hell beza londo, a-enep d’ar pez a zo bet lavaret gant gouizieien dic’houzvez eus ar yezou keltiek.

Promontorium Celticum, ano laket gant ar Romaned da veg-douar gwalarn bro-Spagn (Hispania) [18].

Kallaïkia (Galisia hizio). Staeneg er vro, dindan c’hounid en Hen-amzer, hag en aod konkou mat d’al listri-mor ha d’ar bigi. Joleaud, Ancienneté de l’exploitation de l’étain dans le nord-ouest de l’Espagne, war L’Anthropol. 1929, pp. 134-6.

Kantabria. E-touez pobladou ar vro, eur meuriad anvet Albiones. Kenveria Albio, hena ano enez-Vreiz anavezet ganeomp (*Elvez e vije e brezoneg).

Oiasso (Oyarzun hizio). Houarnegou brudet, bet gounezet gant Hen-amzeriz. Lenn Kamilh Jullian, Les mines de La Haya, war Rev. des Et. anc. 1921, p. 64.

Aod Aquitania, henvel e pep kenver ouz aod Ophiussa : ledet a-eeun etre kreisteiz ha hanternoz, traez-holl ha diherberc’hus d’al listri. Da evesaat eo e oa bet graet Aremorica eus Aquitania e-pad eur pennad.

Kourianon (pentir Grav hizio) en tu diouz ar c’hreisteiz da aber stêr Garumna. War c’hlann gleiz ar stêr, porz-mor Burdigala (Bourdel), ennan (en oadvez kelt-ha-roman) tud o tarempredi enez-Vreiz.

Kordanon (pentir Kordouan hizio), en tu diouz an hanter-noz d’an aber.

Enezennou Uliaro (Oléron), Oia (Yeu), Herios (Nermouster), war aod Galia. Ouz Oia, kenveria Oiasso, uheloc’h. Koz e tle beza an ano a Herios (Herius insula) laket da Nermouster. An ano-se a zeuas d’ezi moarvat dre ma oa dirak aber stêr Herios (ar Winun breman). Eur stêr diou-wazennek hec’h aber e oa ar Winun gwechall-goz. Ar wazenn aet da get a dremene el lec’h m’eman breman ar Vrierenn Vras, A. de Lapparent, Leçons de Geogr. phys, 3et mouladur, 1907, p. 407. Dre lennou Tehilleg ha Misilleg he dije tremenet ar wazenn goz. Etre Misilleg hag ar Vrierenn ez eus eun atant anvet La Haie d’Er. Diou gêriadenn anvet Er a zo tostik-tost d’al lec’h ma teu an diou ganol, hini ar Chaoser ha hini an Tailhed, da geja gant ar stêrig anvet Brived-Izela. Ahendall, diouz sellout hepken ouz ar gartenn tennet gant Strollad-Meur an ofiserïen, diaes eo kredi he dije eur stêr tremenet biskoaz dre ar vro durumellek a zo etre Tehilleg hag ar Vrierenn.

Korbilo, porz-mor war aber stêr Liger (Loar). Kenveria Korbio en Iberia, kêr annezet gant ar rummad-tud anvet Karisti.

Aber stêr Herios (ar Winun breman). En aber-se e oa traez staenus a zo bet gounezet gant Hen-amzeriz. Ar c’houn anezo a zo manet marteze en ano-bourc’h Penestin (Penn ar Staen ?).

Insulae Veneticae « an Enezennou gwenedek », gouez da Blinius : Vidilis (Gouezel), Siata (Houad), Atika (Hedig).

Stêlê boreios « Peulvan an Hanternoz ». Ar peulvan-se, « o sevel e penn pella bro ar Gelted, war harzou Gwenediz », a zo anezan pe eur golonenn varzus o harpa bolz an Nenv pe eun ano laket da Vaen-hir meur Lokmariakêr gant tud deuet dre vor eus ar C’hreisteiz, A. Bertrand, La Gaule avant les Gaulois, eil mouladur 1891, p. 158, n. 1. Anat eo kement-se. Ken anat-all eo bet ijinet an ano-bro Oistrumnis, Oestrumnis « ar Gornoka » laket d’an Arvorig, hag an ano-pobl Ostidamnii « pobl ar C’hornog » laket da vroïz gant tud deuet dre zouar eus ar savheol. Teurel meiz ivez war ar stummou-all-man a zo da ano an Ostidamnii e skridou an Hen-amzer : Ostimioi, Ostimii, Ostiaki, Ostiones, Ossismii. Evit ar ster laket da Oestrumnis, kenveria, er mor Kreizdouarek an ano a Hesperia « ar C’hornog » laket da Italia gant ar C’hresianed da genta (goude-se e rejont anezi Oinotria, Ausonia) hag an ano a Hesperia Ultima laket d’ar Spagn (Spania, Hispania a zeuas da veza ano ar vro-hont goude an aloubidigez anezi gant ar Romaned. Evit Iberia, kent d’ezi dont da ano ar c’hourenez a-bez, e oa bet laket d’ar gevrenn-aod a-led etre Peulvanou Herkulez hag ar Pirene. Digemmet e veze Iberia diouz Tartessos (anezan kevrenn vervent al ledenez), diouz Keltika (an argoad diouz tu ar c’hornog) ha diouz Bebrukia (an argoad diouz tu ar reter).

Kabaion, Gabaion, Gobaion (Beg ar Raz pe Lomaze Penn ar Bed).

*Uxama, Uxisama, *Uxantos (Eusa). Kenveria er Spagn ar c’hêriou anvet Uxama, Uxama Barka, hag anoiou doueou ha tud evel Belisama, Kintusmos.

Enezennou aod hanternoz an Arvorig : Riduna, Barsa, Sarnia, Verna, Kaesaria, Angia, Lesia. Sarnia pe Verna — Gwernenez ? Kaesaria pe Angia = Jersey, Jerzenez ? Ouz Kaesaria, kenveria Kaesaros, ano eur penvrezelour luzitaniat. Dre an enskrivaduriou ez anavezomp ano eur martolod eus Sarnia : Baslel Turbeli filius (Rev. des Et. anc. 1921, p. 336). An daou ano-se ne ziskouezont ket beza keltiek.

Itius pe Ictius Portus « porz-mor *Itios pe *Iktios (Boulogne ?). Teurel pled eo deuet an ano-se gant Iwerzoniz da veza ano mor Breiz-Veur (English Channel, la Manche) : muir n-Icht « mor Iz ». *Iktios a vije deuet da vrezoneg *Iz pe *Ez.

Enezennou aod hanternoz Germania, an teir brudeta anezo Glêsaria (Amlând ?), Baunonia pe Abalos (Heligoland), *Ambra (Amrum), houman bro c’henidik an Ambroned, kenvrezelourien d’ar Gimbred e dibenn an IIet kantved kent H. S.

Baltia, Basileia (Jutland), bro ar Gimbred, L. Schmidt, Zum Kimbern und Teutonenfrage, war Klio, 1928, pp. 95-104 ; S. Feist, Das Volkstum der Kimbern und Teutonen, war Zeischrift fûr schweizerische Geschichte, 1929.

Kodanos, ode-vor da vont e mor ar Sav-heol (mor Baltik).

Skandinovia, « enez perc’hennet gant an Deutoned er pleg-mor Kodanos » (Pomponius Mela, De situ orbis).

An darempredou koz-koz etre Delos ha Hanternoz Europa, ar profou « paket e kolo gwiniz » degaset d’an templ brudet gant an Huperboreaned, kenwerz rakmukeniat ar goularz, a laka Autran da gredi ez eus eur gerentiez bennak etre Skandinovia (skrivet ivez Skandia) hag an anoiou Skandaria (beg-douar), Skandilê (enezenn), Skandeia (porz-mor) a gaved en Hen-amzer er mor Enezek. Kenveria ouspenn Skanda, er C’haokaz, e Kolc’his, bro vrudet (bro al Lazed hizio). Nom propre grec, pp. 414-5.

Deskus a-walc’h eo ano ar goularz e germaneg : glêson, goteg glêsaz, aet da c’hermaneg-breman glas, glass « gwer ». Amprestet eo bet gant ar Romaned : glesum. Ha gant al Lettoned : glisis. Keltiek kerkouls ha germanek e c’hellfe beza ar ger-se : an iwerzoneg gles « sked », ar c’hembraeg glwys « glan, santel, kaer » a zo diwar eun hen-geltieg *glêso- ; ar brezoneg gloa (e Gloagen), ar c’hembraeg’ gloew « boull, treuzwelus, skedus » a c’houlenn en o diagent *glévo-.

Ano germanek ar staen *tina, aet da suedeg tenn, da saozneg tin, da alamaneg zinn, a zo bet amprestet gant ar Finned a oa amezeien d’ar C’hermaned diouz tu ar reter : tinna « staen ». A-gevret gant ano ar staen, e tegemere ar Finned se ano germanek an aour : germaheg *gultha, suedeg guld, saozneg gold, aet da finneg kulta « aour ». Ar genyezerien d’ezo, avat, a oa o veva e koadou bras ar reter, war-du menez Oural, a zegemeras ano an aour eus an iraneg komzet er steppennou, moarvat dre hantererez ar rummadou anezo a oa o chom er c’hreisteiz, er riblennad-douar hanter-goad hanter-brad a ra an tremen etre rannved ar c’hoadou bras perc’hennet gant ar Finned ha rannved ar geotegi meur pe steppennou dalc’het gant an iranegerien [19]. Ouz an hen-berseg zaranu, zarania « aour », kenveria an ostiakeg sorna, sorni « aour », vogouleg suren.

Kenteliusoc’h eget anoiou ar goularz hag ar staen dre ma vez digoret gantan d’hor spered eun ec’hon-ec’hon a zremwel [20], eo an alamaneg-breman erz « kailh-metal, metal dilabour », hen-uhel-alamaneg aruzzi, arizzi, erizzi « metal, koc’hion-metal », hen-izel-alamaneg arut, hen-skandinaveg raudi « kailh-houarn ruz ». Ar stummou-se a c’houlenn en o diagent eur furm hen-c’hermanek *arud, *orud, a zo an andon anezi er sumereg urudu « kouevr ». Ar ger sumerek a zo bet ivez andon al latin raudus « kailh-kouevr o talvezout da voneiz », an hen-slaveg ruda « kailh-metal », ar c’hrenn-bersianeg rôd, persianeg breman « kouevr ». Ar finneg rauta « houarn » a zo bet amprestet digant ar germaneg.

Eus ar c’heltieg avat eo deuet d’ar C’hermaned ano an houarn. Ar goteg eisarn, alamaneg eisen, saozneg iron, a zo bet en o raog eur furm hen-c’hermaneg *isarna. Al lostger arn o veza rouez pe zianav e germaneg, ez eo gwir-henvel eman andon *isarna en hen-geltieg *esarnon, *isarnon. Klota a ra kement-se gant kavadennou an hendraouriez ragistorek. Pelloc’h e padas oadvez an arem er broiou annezet gant ar C’hermaned en Hanternoz Europa eget er broiou dalc’het gant ar Gelted. Ar re-man a anavezas al labour-houarn abretoc’h eget o amezeien diouz tu an hanternoz.

Anoiou ar plom er yezou nevez-c’hermanek, suedeg lôd, hen-izel-alamaneg lôt, hollandeg lood, h. a., a zo bet en o diagent eur furm hen-c’hermanek *lauda, diwar eur c’heltieg *loudion, aet da luaide « plom » en iwerzoneg. Aet eo da get ar stumm brezonek diwar *loudion gant ar pemp kantved a sujedigez dindan Rom en enez-Vreiz. Eus ar germaneg ez eas ano keltiek ar plom e finneg (luiyu « plom ») hag e slaveg (rusianeg luda « staen »).

N’eo ket hepken anoiou germanek ar metalou a zo bet amprestet gant ar Finned, hogen geriou-all dre gant ha kant, geriou a sevenadurez o tenna d’ar reiz ha d’ar renerez, d’ar brezel [21], d’an arrebeuri, d’ar chatal, d’al loened-mor, d’ar verdeadurez, d’ar gounid-douar, h. a. A-gevret gant geriou germanek-rik, geriou a ouenn geltiek ha geriou a ouenn latin, bet degemeret gant ar C’hermaned, a zo aet a-zegou eus ar germaneg er finneg [22]. Al latin decuria « degad », da skouer, amprestet gant ar C’hermaned e mare an Impalaerded roman da heul ar c’henwerz bras a foulinennou a veze graet neuze (dre zegou eo e veze niveret ha prenet ar c’hrec’hin gant ar Romaned) ha deuet da hen-islandeg dekor, da hen-suedeg dikur, da grenn-izel-alamaneg deker, a zo aet, dre amprest digant ar germaneg, da finneg tikkuri « dek, degad » pa gomzer eus leuegenou.

Ouspenn ar Finned (Fenni e latin, Fennôz e hen-c’hermaneg) [23] hag ar Slaved (Venedi ; kenveria ar finneg *Venada, Venaja « Russia ») a oa neuze eur bobl vihan divrud, o doa ar C’hermaned da amezeien diouz tu ar reter an Aested (Aestii), a oa ganto « eur yez henvel ouz ar Brezoneg » eme Dacitus. Beo eman bepred o ano en Eistland, Eastland, adano d’ar Samland (eur vro goularzus hec’h aodou), en anoiou ar Frisches Haaf, Aistenhaaf « porz an Aested », Estmere (hen-saozneg), Aismareis (lituaneg), en ano a Estonia. Ar vro-man, anvet e hen-suedeg Wirland, e finlandeg Vironmaa (gant Herri a Lettonia Vironia) a zo hizio eur vro finnek dre he yez [24].

N’oufen ket ober gwell eget kloza an treug-man eus Peulvanou Herkulez da Valtia dre zegas da goun d’al lenner an darempredou stank, dibaouez hag a bep seurd a zo bet etre ar C’hermaned hag ar Gelted e-kerz ar raghenistorvez. Testeniet ez int dre gant ha kant a c’heriou boutin etre ar c’heltieg hag ar germaneg, ha dre an amprestadennou diouz ar c’heltieg graet gant ar germaneg (bet studiet da genta gant D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 1894). An distreseta eus an holl yezou nevez-c’hermanek, an uhel-alamaneg, eo ar yez c’hermanek evel m’eo deuet da veza pa voe degemeret da vat ha komzet gant brôadou-tud arall-yezek an Erkunia, ma oa keltiegerien an darn-vuia anezo. Ano ar bobl Volka a zo aet da hen-uhel-alamaneg Walha, hen-islandeg Valir, hen-saozneg Wealas. Dre astenn-ster e teuas e germaneg da lavarout, neket hepken ar Gelted romanekaet pe get, hogen, ouspenn, ar Romaned hag ar poblou nann-keltiek bet romanekaet. Kelta, Keltos, an ano meur-all d’ar Gelted, a gaver en ano hen-skandinavek Heldar, en ano c’herusk a vaouez Thunelda (elda = *helda). An anoiou hen-geltiek divoutin a dud Katiwolkos, Katumâros, Kunomâros, Segomâros, Dagorix, h. a., a zo aet da hen-uhel-alamaneg Haduwalh, Hadumar, Hunmar, Siegmar, Tagarih. Da hen-uhel-alamaneg Purgunt eo aet an ano keltiek a zoueez Briganti. H. a. Neckel, Germanen und Kelten, 1929 ; Stümpel, Namen und Nationalitat der Germanen, war Klio, 1932, stagadenn XXV ; Elston, The earliest relations between Celts and Germans, 1934.


Peger buan e veajed war zouar ha war vor. — Diouz an niverennou da heul e vezo merzet peger buan e c’helled beaji e Keltia gwechall-goz.

1) War zouar : seiz deveziad kerzout a gemere d’ar varc’hadourien mont eus porz-mor Purena pe Portus-Veneris (Port-Vendres) da aod ar mor Bras, a-dreuz ar striz-douar a stag ar Spagn ouz Galia (500 kilometr) ; — tregont devez a oa ret d’ar varc’hadourien staen da dreuzi Galia, eus aod mor Breiz da hini Kreizdouarek. Buanoc’h ez ae an dud en o ferz o-unan, oc’h ergerzout war varc’h hep heul na kirri : e 58 kent H. S., Kaesar, o veaji hogos e-unan penn, a reas eiz deveziad hent hepken evit mont eus Roma da Genava ; mar lakomp en dije kemeret ar berra hent, o tremen dre Eporedia (Ivrée) ha dre ode Kremo (St-Bernard bihan), en dije graet kant hanter-kant kilometr bep deiz. — Er bloaz 9 goude H. S., Tiberius evit mont da gavout e vreur a oa gwall-glañv, a dreuz an Alpou hag ar Rênos ha, kemeret gantañ a-vec’h an amzer da gemma e jao, e peur-red, en eur ober eun devez hag eun nozvez, eun hed-hent a zeiz leo ha tri-ugent, a-dreuz d’eur vrôad nevez-sujet, hep den ken d’e heul nemet e ambrouger Antabagios.

2) War vor : dek deveziad merdei a voe ret da Butheas evit mont eus Massalia da Gadir (Cadix) ; — an drôad mont-dont eus Karthada pe eus Gadir da enez Vreiz ha da Iwerzon a gemere pevar miz, o lakaat e-barz marteze an amzer aet da eoria ; — tri deveziad merdei a voe graet gant Putheas pa ’z eas eus beg-douar Aruion (Ortegal) da veg-douar Kabaion (Beg ar Raz) o trouc’ha war-eeun dre bleg-mor Galia ; — c’houec’h sizun a gemeras d’ezañ ober tro enez Vreiz ; — en eun devez ez ae ar bagou eus aber an Albis da enez Aballos (Heligoland) ma tastumed goularz war aodou anezi da vare beaj Putheas (war-dro 80 kilometr).

Buanoc’h ez ae ar c’heleier eget an dud. E 52 kent H. S., ar Garnuted a oa en em savet hag o doa lazet, da vare goulou-deiz, ar varc’hadourien italian o chom e Kenabon (Orléans) ; kaset a vourc’h da vourc’h gant hoperien, e nijas ar c’helou a-dreuz parkeier ha peurvaniou hag, e tegouezas e Gergovia, e bro an Arverned, daouzek pe bevarzek eur goude ma oa degouezet an taol (hed-hent tri-ugent leo, ar pez a ra tost da ugent kilometr dre eur).


  1. Bihan ha dilufr e oa perlez Breiz-Veur. Kaesar a zastumas diouto hag e savas brud diwar se gant gwall-deodou Roma n’en doa renet e vrezel ouz Breiz nemet evit kaout anezo.
  2. Keltiek kerkouls ha gresiek e c’hellje beza an ano-se. E gresieg e talv Eridanos kement ha « Ro ar beure » hag eun ano barzonius eo d’ar goulou eus an deiz sellet evel eur stêr vras a zo he mammenn er sav-heol hag hec’h aber er c’huz-heol. E keltieg e talvezje « Ro meur », eri o veza eur c’hentger-krenvaat. Dânos a zo aet da iwerzoneg dan, da gembraeg dawn « ro, rôad, donezon ». Ouz Eridanos kenveria Kassidânos « Kaer-e-zonezon » pe « Donezonet-kaer ».
  3. Goularzus e oa aod ar Frizoned etre aber an Albis hag aber ar Rênos. Ac’hano an ano laket da unan eus enezennou an aod-se : Glêsaria, eus glêson « goularz » e germaneg ha marteze ivez e keltieg. Amland eo hizio, war a greder.
  4. E gresieg Ligur a vez distaget ha skrivet Ligus ; eun ano boutin eo ivez o talvezout « krier, garmer ». Gant-se, Kuknos, roue al Ligured, a c’hell beza klevet « Alarc’h, roue ar C’harmerien ». An alarc’h gouez n’eo ket eun evn mut evel alarc’h al liorzou. Bez ’ez eus anezan hizio c’hoaz eun evn kehelet gant ar Frizoned, L’Anthropol. 1921, pp. 175-6.
  5. E broiou ar Gevred, e veze rôet d’an tolzennou kouevr stumm eur c’hroc’hen ejen (ha d’ar poueziou — arem gant plom ebarz — stumm eur penn-ejen pe eur penn-leue). Hervez ar geriadurour Hesychius, ar barrennou metal dek min pouez a oa ganto stumm ar vouc’hal diou-zremmet {pelekus}. Ar barrennou disteroc’h pouez a oa o stumm hini ar vouc’hal undremmet (hemi-pelekus « hanter-vouc’hal »). Dellezek a evez eo etrevrôadelez ar gresieg pelekus : sanskriteg paraçu, assirieg-babilonieg pilaqqu « bouc’hal » ; kenveria ar sumereg bal « bouc’hal », bal-su-du « douger-bouc’hal » (doare-beleg), an ac’haïweg Bêlos « an Nenv » ha « doue an nenv » (a oa ar vouc’hal e arouez). Kavet ez eus bet bouc’hili sklat undremmet eus Iwerzon d’an Indez, eus Skandinavia d’an Ejipt ; bouc’hili ensouc’het, eus Kornog Europa (Iwerzon, Galia, Iberia) da Rusia, Siberia ha bro-Sina. Dibaot pe zianav ez int er C’hres hag er broiou e-harz ar C’hres, er Ragazia, en Iran hag en Indez. Anezo moarvat eun testeni ouspenn eus an darempredou kenwerzel a veze etre ar Reter-Pella hag ar C’hornog-Pella dre hantererez iranegerien ar steppennou, Skuthed, Saked, Massageted, Sarmated, Alaned. Ar bobl anvet Sinoi, Sinai e Mezopotamia, cina en Indez, anezo hervez ar Mahabharata, marc’hegerien brudet o c’hezeg o veva e-harz Tukhara (Toc’harianed ? Teukrianed ?) ha nepell diouz Iavana (Iaoniz) a zo hep mar ebet Skuthed ha diganto eo marteze o deus bet melengroc’heneien ar Reter-Pella an ano a zougont breman (Autran, Tarkondemos, 1923, pp. 226-7, notenn). Seligman, Bird-chariots and socketed-celts in Europe and China, war Journal of the Royal Anthropological Society of Great-Britain, 1920 (renta-kont war L’Anthr. 1921, p. 558) ; Anderson, Der Weg über die Steppen, war Bulletin of the Museum of Far Eastern Antiquities, Stocholm, 1929 ; O. Janse, Notes sur quelques épées anciennes trouvées en Chine ; Quelques antiquités chinoises de caractère hallstattien, id. 1930 ; Vayson de Pradenne, L’étamage des armes de bronze en Chine, war L’Anthr. 1924, pp. 481-543. Ahendall, diarvar eo bet laket gant ar c’havadennou hendraezou levezon Kornog Azia war Vro-Sina e-kerz kenta rannoadveziou ar metal. An armou metal kosa, bouc’hili, klezeier, h. a., e boaz gant Sinaïz e-doug an IIIet hag an IIet milved kent H. S. a zo graet diouz patrom an armou a veze oberiet en hevelep predou e Ragazia (Suziana pe Elam, Mezopotamia, Armenia, Kaokazia). A-walc’h kement-se evit rei da anaout ez eo bet pleustret hent ar sidanerien dre greiz Azia araok zoken ma oa eus kenwerz ar sidan.
  6. Arvarus eo kement-se. Diouz ar ster a vouneiz kemeret gant ano ar metal gwenn e galianeg hag er yezou brezonek dinaouet eus galianeg enez-Vreiz, e ve da gredi ez eo bet arc’hant kenta mouneizou Kelted an Douar-bras. Bezit koun ouspenn eus ar ger diougevrennek argantodanos « barner an arc’hant » a lenner war peziou-mouneiz eus Galia. Ano eur reizawour a vije bet e gefridi evezia ouz ar mouneiza e tiskouez beza ar ger-se. (M. M. 12-7-1943.)
  7. C. Jullian « Histoire de la Gaule », II, pajenn 238.
  8. J. Rhys, The Coligny Calendar, London, 1910 (mouladur distag ; diwar The Proceedings of the British Academy), p. 18.
  9. Iwerzoneg-krenn eo Da Derga, Derg a dalv kement ha « ruz ». Da, tro-c’henel Da’ a heñvel derc’hel lec’h eur furm hen-geltiek *Davos, tro-c’henel Davi, a c’hallfe beza kar da Davus, ano sklav e Plautus ha Terentius (IIIet, IIet kantved kent H. S.).
  10. Miret eo bet d’eomp gant an enskrivaduriou latin engravet er marevez kelt-ha-roman ano meur a hini eus ar varc’hadourien-se. Unan anezo, C. Aurelius Verus, negociator britannicianus, a vez graet anezañ moritex, da lavarout eo « beajour dre vor » en hen-geltieg.
  11. Testeniet eo an darempredou etre ar Spagn diouz an eil tu, an Arvorig, Iwerzon hag enez-Vreiz diouz an tu all, gant : 1° pez-barzoniez Rufius Festus Avienus, Ora Maritima (372 goude H. S.), anezañ eun aozidigez e gwerzennou latin eus eun hen-zanevell c’hresian a heñvel beza bet trôet diouz yez Karthada ; — 2° ar gavidigez en holl vroiou-se eus eun niver hendraezou peur-heñvel o tenna, darn da oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret, darn all da oadvez an armou arem. Evit an ergerziou o dije graet Phenikianed an Azi da vengleuziou staen Breiz-Veur, n’ez eus anezo nemet huñvreadennou diouanet diwar dreuz-sklaerderiou e spered gouizieien-zo eus an XIXet kantved. Dre gant ha kant a beziou-micher dastumet war aodou ar mor Kreizdouarek ez anavezomp mat bremañ traezou-kenwerz ar verdeidi phenikian, ha n’ez eus bet kavet tra biskoaz a gement a vije a zoare gant an traezou-se nag en Arvorig, nag en Iwerzon, nag e Breiz-Veur.
  12. A c’hellje beza e vije kuzet Kelted dindan an ano-se. Bez’ ez eus bet e kompezenn hanternoz Germania, etre ar Rênos hag an Albis, eur stêr anvet Amisios (an Ems eo hizio). Distreset e hanval beza an ano-se. E derou an oadvez kristen, e veze graet eus an dud o veva war he glannou Amsivarii, Ampsivarii (houman beza ar furm wella). Hogen Ampsivarii, *Hampsivarii « stêr Hampsis » a lakfe da gredi e oa Kampsis stumm hen-geltiek an ano-ster-se (h germanek = k keltiek). Eus ar gompezenn-se e laker da zont ar Gelted a zo aet ar pella war-du ar Gwalarn : Iwerzoniz. Ac’hano marteze eo deuet ivez ar re a zo aet ar pella war-du ar Mervent. Ar Gempsed a zo penna andon ar bobl a voe anvet diwezatoc’h Luzitaniz, ha stank eo bet an anoiou keltiek e Luzitania.
  13. Ar Gresian Polubios, mignon d’ar pengadour roman Scipio Emilianus, a heulias anezañ er brezel ouz ar Geltibered (151 kent H. S.) ha, goude-se, e seziz Numantia (134-133). Ober a reas e vad, evit doare, eus ma ranke tremen dre C’halia ar C’hreisteiz e-lec’h m’edo marc’hadourien Gorbilo, da glask klevout doareou bro ar staen. Ar varc’hadourien, disfizius moarvat ouz ar Gresian-se a heulie arme ar Romaned, hag aon ganto na vagje Scipio an dezo da argadi gwalarn Galia, ne rejont nemet respontou a nebeut a bouez. War-se, Polubios, drouk ennañ dre n’halle lavarout netra diwar-benn eur vro m’en doa Putheas komzet kalz anezi, a reas eus hemañ eur gaouiad divez.
  14. Arabat ankounac’haat an diaraogerien o doa bet, evel Apollonios ar Rhodad, etro 247-205 kent H. S., bet levraouegour en Aleksandria-Ejipt war al lenndi brudet a voe tangwallet e 48 kent H. S. gant Kelted ha Germaned Kaesar, evel Skumnos a Gio (kenta kantved kent H. S.), h. a.
  15. Goude goularsa, kouevraoua, h. a., en arvor ar broiou tro-war-dro d’ar mor Kreizdouarek. Goularz melen, ruz ha du, a gaver war aod Sikelia, war aod Hesperia pe Italia (Liguria ha Lukania), war aod Maouretania Tingitana. Kouevregou ha staenegou a zo war arvor Etruria hag e meneziou Maouretania. Khalkidiz a reas abred o mad eus kouevregou ha staenegou Etruria ; drezo eo en em ledas boaz al lizerennou gresiek er vro-se. En Iberia (Hesperia Magna, Hesperia Ultima), a-veneziadou a-bez eo e kaver an holl vetalou.
  16. Hubert, Les Celtes et l’Expansion celtique, I, 1932, pp. 245, n. 1 ; 352, n. 4. Liguregiez Siluros a vije harpet gant an ano-menez Piz Silvretta a gaver en eur gevrenn eus aradennad an Alpou m’eo ligurek an anoiou-lec’hiou anezi, id. 352, n. 4.
  17. Keltiek e c’hellje beza Arganthonios, nemet touellus e c’hell beza an tres keltiek a zo war an ano-se. Bez ’ez eus bet en Azia-Vihana, e Bithunia (bro tudet gant Thraked) eun Arganthônion. N’eo ket souez. Bez ’ez eus bet, e kevrennou ar c’hourenez vras-se n’int ket bet annezet gant ar C’halated, anoiou, diwar hen-yezou indezeuropek ar vro, d’ezo ar stumm keltiek hep beza keltiek e gwirionez : Gallos (eur stêr e Bebrukïa), Kragos (eur menez tribegek e Lukia), Ligas (menez), Skordiskos (menez), h. a. — Adnotenn. Thrakek ne c’hall ket beza an ano bithuniek Arganthônion. Anaout a reomp ar ger thrakek da lavarout « arc’hant » : skargê, skarkê e oa, eus ar wrizienn-c’her skarg « stirlinkat », evel ar sanskriteg kharjura, henvelster.
  18. Souez pegen stank e vez an anoiou diwar Kelta, Keltos, en Iberia : Celti, Keltoi, Celtici, Keltikoi, Celticoflavia, Celtiberi, Keltiberoi, Celtigun, Celtillus, Celtius, Celtus, Celtitanus. Seul souezusoc’h eo ma ’z int rouez-kenan pe zoken dianav a-grenn er broiou keltiek-all, ken war an Douar-bras ken en Inizi ar Gwalarn. Nec’het e oa bet Jaket Kamilh Jullian gant se, Rev. des Et. anc. 1921, pp. 60-1.
  19. An Hungared pe Vagiared e oa moarvat ar re eus ar Finned a oa o chom er vro-etre se, da zezvarn : 1° diouz an aezoni o deus bet diwezatoc’h o vont eus troadeien o leoiata er c’hoadou da varc’heien o taoulammat war ar steppennou ; 2° diouz ar geriou iranek all a zo en o yez, kard « kontell » da skouer, osseteg kard « kontell ». An Osseted a zo eun aspadenn eus Norz-iranegerien ar steppennou aet da glask bod ha minic’hi war venez Kaokaz.
  20. Da veiza kement-se, lenn C. Autran, La Grèce et l’Orient ancien, war Babyloniaca, VIII, 1924, pp. 129-218 ; Sumérien et Indoeuropéen, 1925 ; S. Lévi, J. Przyluski ha J. Bloch, Prearyan and Predravidian in India, Kalkutta, 1929 ; P. Hivet, Sumérien et Océanien, 1929. H. a.
  21. An hen-geltieg gaison « goaf-bann » (aet da iwerzoneg gae) a oa *gaizaz ar furm anezan e germaneg. Ac’hano ar frankeg gari, an islandeg geir, an alamaneg ger « goaf », hag ar finneg keihas « goaf ».
  22. Al levr a bouez da studia diwar-benn an Germaned ha Finned eo hini T. E. Karsten, Les anciens Germains, introduction à l’étude des Langues et des Civilisations germaniques, 1931.
  23. Gourhenc’hemnaneg *Pentnôz « Klaskerien », diwar kosa furm ar verb aet diwezatoc’h da c’hoteg findhan « mont da glask ». Ar Finned (en o dalc’h e oa holl gevrenn goadek Rusia betek en tu-hont d’an Oural) a oa anezo tud dichatal, dibark ha diliorz, ret d’ezo mont da glask o boued dre an hemolc’hi, ar pesketa hag ar gouezfrouesa pe al louzaoua. Karsten, op. cit. pp. 128-9.
  24. Eur skouer hounnez o lakaat anat an diforc’h a zo a-wechou etre gouenn eur yez hag ano ar vro pe ar bobl a ra ganti. Eur skouer-all eus se a gavomp en hevelep korn-Europa. Lituaniz en o yez a ra Gudai « Goted » eus Poloniz hag eus ar Rusianed Wenn, dre ma ’z eo bet gwechall-goz annezet bro an diou bobl slavek-se gant ar C’hoted, pobl c’hermanek.