Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 50

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 240-245)


KEVRENN IV : AR BAGEA


P’edo ar Gelted e barr o galloudegez, n’oa ket ar bageerez eun nevezenti en Europa. Tregont kantved en araok, ar poblou o bouc’hili maen lufret a rae o annez e kêriadennou war-zour Europa kreiz, a oa ganto bagou, hag Arvorigiz, a veve war-dro an hevelep amzer, hag o deus savet war glann ar Morbihan ar mein-sounn hag an taoliou-maen eur souez ar vent anezo, a oa, gwirheñvel, pobladou a verdeidi hag a laeron-vor.

E-touez ar binviou ijinet e-sell eus ar vagea e mare ar Gelted e c’hellomp menegi :

1) ar c’hrec’hen bouc’h c’houezet, ma raed ganto da dreiza ar stêriou pa n’oa war-dro na pont, na roudour, na bag ;

2) ar radell ; war radell eo e voe treizet, er IVet kantved kent H. S., ar Bodinkos gant ar Gelted, da vont da gemerout ar vro er c’hreisteiz d’ar stêr-se ;

3) bagou pilprennek hir-moan, anezo kef divouedet eur wezenn hepken, dervenn peurliesa. Kavet ez eus bet eun niver diouto, douaret doun e lec’hid stêriou Bro-C’hall ha Breiz-Veur, ha miret peuz-anterin gant al lec’hid-se. Boaziet e oant ivez gant laeron-vor ar C’hermarna er Ia kantved goude H. S. Darn anezo a helle dougen betek tregont den ;

4) bagou dounoc’h ha ledanoc’h da vagea marc’hadourez war stêriou bras ;

5) listri, evel re Wenediz, stummet da herzel ouz tonnou hag aveliou ar mor Bras. Ledan-tre hag uhel-meurbet an araog hag an aroz anezo, e oa graet o c’horf en e bez a steuc’hennou prenn dero teo ha kreñv, kenstrollet gant mellou tachou houarn. Al listri-se a oa outo eoriou a-ere chadennou houarn ha goueliou graet gant ler kivijet mat ha gwriet piz ;

6) listri hir ha herrek, evel ar re a veze boaziet gant Iwerzoniz ha Breiziz, hag a oa anezo eur framm prenn a stigned lerennou warnañ. Skañv a-walc’h e oa ar bihana eus al listri-se evit ma c’hallje eun den hepken o dougen war e choug. Ar re vrasa, al « listri teir lerenn » a helle beza bageet gant eur torkad mat a dud war eun dro ha mordei en dounvor. War roeñvou e vezent peurliesa ; rak-se, en iwerzoneg, ar ger imram « roeñvadenn » (liester imrama) a zo deut da lavarout kement ha « mordeadenn ».

Miret eo bet d’imp gant skrivagnerien ar C’hreisteiz anoiou eul listri bennak boaziet gant ar Gelted : a) pikatos, eun doare bag gant ar Vrezoned ; — b) nausum, lestr e Galia er IVet kantved goude H. S. [1] ; — k) kumba, bagig stêr he furm gwariet meurbet [2] ; — d) ponto, bag-treiz e Galia, plaen ar strad anezi, da dreiza al loened, ar c’hirri hag ar veajourien eus an eil glann d’eur stêr d’eben. E marevez kelt-ha-roman e staged a-wechou meur a hini anezo d’ober ganto eur pont-red dilec’hus diwar gerdenn.


Ar stur, ar c’hizelladuriou, al livadur. - Ar stur, gant ar Gelted evel gant poblou all Europa d’ar mare-se, a oa anezañ unan pe ziou roeñvenn hir, ledan ha pounner, savet en aroz al lestr [3].

Bagou zo, a oa, evit doare, kaeraet brao gant livaduriou ha peziou prenn kizellet. An doare bagou-se a oa anezañ gant ar Skandinaved hag an Illirianed a oa, damdost da vad, ar sevenadur anezo heñvel ouz hini ar Gelted. Taolennet eo gant ar skeudennou, engravet e marevez an arem (2.000-900 kent H. S.) war rec’hier ar Sued, listri hir hep gwerniou na goueliou, kaset war-raok gant ugent pe dregont roeñvour, ha warno staoniou hag aroziou uhel ha moan, dambleget flour evel gouzougou elerc’h. War ar c’helorniou hag ar melezouriou arem diwar zourn Illirianed an Alpou hag an Danuvios e weler bagou, kizellet-holl ivez ar staon hag an aroz anezo ha stummet o begou e doare pennou evned-dour, houidi pe alarc’hed.

Goueliou ha kalafeterez. — Goueliou graet a ler a oa gant Gwenediz, Breiziz hag Iwerzoniz. Kelted an Itali a rae o re-i gant broenn diwar geuniou ar Bodinkos. Er bloaz 70 goude H. S., listri brezel Civilis, savet ha paramantet, diouz pep doare, e-touez pobladou moraerien ar Belgion, Morined ha Menaped, a oa outo saeou marellet a vil liou, sagulis versicoloribus, eme Dacitus [4].

Da stanka ar gwaskou etre pleñk o listri e rae ar Gelted gant lies danvez ; ar bezin (Gwenediz), pennou ar pennduenn (Belged ha Breiziz).


Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez mor pe stêriou. — Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez e Keltia gwechall hag ar vividigez anezañ a zo testeniet dre an niver a listri a bep doare a oa piaouet gant glannidi ar mor hag ar stêriou-meur. E Galia, ar Santoned, ar Biktoned ha Gwenediz war ar mor Bras, ar Vorined hag ar Venaped war vor Breiz ha mor an Hanternoz a oa d’ezo listri dre gantou. Eur skouadrennad a dri c’hant lestr, warno daou vil daou c’hant brezelour, a voe kaset en IIIet kantved kent H. S. da Iwerzon gant roue ar Venaped [5].

E 56 kent H. S., Gwenediz a gas ouz Kaesar eur skouadrennad a zaou c’hant ugent lestr, hag he dije, panevet e kouezas an avel, kaset da get skouadrennad ar Romaned.

E 218 kent H. S., Hannibal a ra e rann eus eun niver bagou war ar Rotanos hag a ra ganto d’ober d’e arme treiza ar stêr. E 52, Labienus, is-pengadour dindan Gaesar, pa venne treiza ar Sequana, a gemeras eun hanter-kant bag bennak en em gave e Metiosedon (Melun). Ar Venaped, a berc’henne kalz a zouarou hag a vourc’hiou war ziou glann ar Rênos izela, o doa war ar stêr-se bagou stank a voe aloubet diganto gant ar C’hermaned er bloaz 55.

An Danuvios a oa warnañ eur maread bagou, anat a-walc’h diouz ma welomp, en IIet hag er Ia kantved kent H. S., ar Vastarned hag ar poblou keltiek all o tremen hag o tistremen dibaouez ar stêr ledan-se gant aester, hag int engroeziou tud anezo, brezelourien, merc’hed ha bugale, dre gant ha kant.

Kevredigeziou-micher a vageerien. — E Galia, dindan aotrouniez ar Romaned, nemet m’edo c’hoaz ar vro en he doun keltiek dre he yez hag he boaziou, e oa bodet bageerien ar stêriou bras Rotanos (Rhône), Saukona (Saône), Sequana (Seine), ha Rênos (Rhein) e kevredigeziou-micher. War-dro ar bloaz 25 goude H. S., unan eus ar c’hevredigeziou-se, bageerien Lutetia (Paris) a lakaas sevel eun aoter en enor d’an impalaer roman Tiberius. Kaeraet eo an aoter-se, a zo bet kavet en hon amzer, gant skultaduriou o skeudenni eul lidambroug a veleien hag a vrezelourien ganto goafiou ha skouedou bras. En o c’hichen, e keltieg, an enskrivadur senani useiloni a dalv da lavarout marteze « an henaourien uhel ».

Darn eus ar c’hevredigeziou-se a vageerien a oa anezo moarvat kent donedigez ar Romaned.


  1. Da lakaat e kemm an iwerzoneg nau « lestr » hag ar brezoneg neo « komm, laouer ».
  2. Da lakaat e kemm ar brezoneg koum, kom « kleuz, traoñienn » a zo c’hoaz anezañ en anoiou lec’hiou Koum Bras, Koum Bihan, Komana, hag all. Eur skeudenn eus an doare-bag anvet cymba gant ar Romaned a vo kavet e Cagnat ha Goyau, Lexique des Antiquités romaines, eil mouladur, 1896, p. 94. sk. 125. Ar stumm-bag se a zo bet boaziet gant pesketaerien ar Portugal betek hon Amzer : gwelout De Folin, Bateaux et Navires, progrès de la construction navale à tous les âges et dans tous les pays, 1893. El levr-se e vo kavet skeudennou eus bagou-pesketa stummet henvel ouz re wechall ha miret gant Portugaliz betek an XIXet kantved.
  3. Eun dra hag he deus tennet da vras eo bet boaz ar roenv-stur. An doare-stur-se eo en deus miret ouz Hen-amzeriz da ober gant listri bras. Barrek-mat e oant d’o sevel, nemet gant ar roenv-stur n’oant ket barrek d’o levia. Ar roenv-stur, mat-kenan evit levia ar bagou bihan, kokedou ha skuitennou, a ya war zic’halloudusaat bep ma vez kresket ment al lestr. Ken ma ’z a dileviadus a-grenn ganti al listri brasa. En aner e klaskas meur a wech Hen-amzeriz he gwellaat. Hag e-pad pemp mil vloaz da vihana en em gavas evel peluzet gant ar roenv-stur kement gwellaenn a vije bet gallet gounit e ment hag e goueliou al listri-mor. Dister-vent e chomas bepred listri Hen-amzeriz. Etre 30 ha 60 tonenn e oa o dalc’h. Galeou ar C’hresianed a c’helle degemerout war o bourz, en tu-hont d’o roenverien ha d’o martoloded, 60 den ha 30 marc’h. Diouz ret, ha pa oa d’ober treizou berr-bad, e c’helled bernia warno betek 300 ha zoken 400 a dud. Eur gonchenn diboell diouanet e penn razed levraouegou hep skiant-prenet eus ar verdeadurez eo lavarout e oa gant Gresianed an Hen-amzer galeou bras-bras, warno dek, c’houezek, ha zoken daou-ugent renkad-roenverien solieraouet an eil a-us d’eben, La Roérie ha Vivieille, Navires et Marins, 1930, pp. 57, 144 ; Lefebvre des Noëttes, De la marine antique à la marine moderne - la révolution du gouvernail, 1935, pp. 35-43 (a bouez bras). Fall o levierez, izel o bourz a-us d’an dour, hep gorre-bourz warno da gledouri an dreizidi hag ar varc’hadourez, dister o zonennadur, n’oa ket listri Hen-amzeriz evit pellaat kalz diouz an douar. Mat e oant hepken d’ar ribla-aodou. Pa oa fall an amzer hag e-pad ar goanv, e vezent divoret war an traez. Dibleustr e vanas ar c’heinvor ganto, nemet en daou lec’h : e kevrenn reterel ar mor Kreizdouarek hag er mor Ruz (mor Ruz Hen-amzeriz, da lavarout eo pleg-mor Oman breman ; d’hor mor Ruz e lakent an ano a « pleg-mor arabek »). Treiza war-eeun eus ar mor Enezek d’an Ejipt a-dreuz d’ar mor Kreizdouarek a veze graet gant skoazell an aveliou c’houec’hsizuniek (pe aveliou eteziat). A-drugarez d’an aveliou c’houec’hmiziek hanv ha goanv e veze gallet ober an treiz a-dreuz-penn da bleg-mor Oman, etre penn kreisteizeka Arabia hag aod India, mont ha dont (40 dervez e pade an treiz). — En XIIIet kantved goude H. S. eo hepken e voe ijinet ar stur-stambod war vudurunou, kant gwech galloudusoc’h eget roenv-stur Hen-amzeriz ha Krenn-amzeriz, mat war eun dro da levia al listri brasa hag ar bagou bihana. Trugarekaat hen e voe gallet diwar-neuze kreski ment al listri, gwellaat ha paotaat ar goueliou warno. Ar stur-stambod war vudurunou a lakas Azganedigeziz barrek da lovat, da verdei a-enep tonn hag avel, er goanv kerkouls hag en hanv, ha da vont war-eeun dirazo a-dreuz d’ar c’heinvor. Hen an hini a zigoras da Golumbus hent Amerika (1492-1493), da Vasco da Gama hent an Indez dre benn-kreisteiz Afrika (1497-1498) hag a ampartaas Magalhaes da ober tro ar bed (1519-1521). Hen eo a rôas tu da Europiz d’en em fenna war holl c’horre ar bed. — Diwar-benn al listri hag ar verdeadurez en Hen-amzer, lenn Viktor Bérard, Les Phéniciens et l’Odyssée, 2 levrenn, 1902, 1903 (el levrenn Ia, pp. 155-72, studiadenn war ar stumm-gale e boaz en Xet kantved kent H. S.) ; Les Navigations d’Ulysse, 4 levrenn, 1927-1929 (war an eil levrenn, pp. 13-80, studiadenn war al listri-mor hag ar galeou) ; A. Shepard, Sea Power in Ancient History, Boston, 1924 ; H. A. Ormerod, Piracy in the Ancient World, Liverpool, 1924. Warlerc’hiet hizio ha faoz e meur a genver eo levr Sesil Torr, Ancient Ships, Cambridge, 1894, hag e bennad Navis war Daremberg ha Saglio Diction. des Antiquités grecques et romaines. A-zivout ar stur-stambod war vudurunou, al listri-mor hag ar verdeadurez abaoe an XIIIet kantved, ouspenn Lefebvre des Noëttes, lenn G. La Roérie, war Rev. maritime et coloniale, Meurz hag Ebrel 1938 ; J. Sottas, Les messageries maritimes de Venise aux XIVe et XVe siècles, 1938 ; F. Ch. Lane, Venetian Ships and Shipbuilders of the Renaissance, Baltimore, 1934 ; E. Deprez, Les grands voyages et les grandes découvertes jusqu’à la fin du XVIIIe siècle : origines, développements, conséquences, 1930. H. a.
  4. E latin sagum ha sagulum, geriou a ouenn geltiek, a verk gwiadennou graet gant gloan kreñv.
  5. Diouz eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer. Sellit ouz ar Revue Celtique, 1907, pajennou 32-37.