Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
notennou diwar-benn ar gelted koz

giz Roma o kemerout eur c’hent-ano, eun ano (pe ano-tiegez) hag eul lezano. Ouz heñ ober, avat, e heuiljont pevar hent disheñvel :

1) E latin e teue gant eur re kent-ano, ano ha lezano ; eus ar re-se e voe Caius Julius Florus, a zo bet, a-unan gant Sagroviros, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaz 21 goude H. S. ; Caius Julius Vindez, Galian a wad roue, penn ar stourmad eus ar bloaz 68 ;

2) Gant re-all e oa latin ar c’hent-ano hag al lezano, ha keltiek an ano. Evelse, e Galia Lucius Carantius Atticus (Carantius a zo diwar ar ger keltiek Karantos) ;

3) Latin eo ar c’hent ano hag an ano, ha keltiek al lezano : Cnaeius Pompeius Trogus, tâd-koz an danevellour (eun ano keltiek eo Trogos) ;

4) Latin eo ar c’hent-ano ha keltiek an ano hag al lezano : Quintus Solimarus Bitus (Solimaros Bitus a zo keltiek).


KEVRENN II : AN TI


Stumm an tiez. — C’houec’h penna doare-stumm a oa da diez ar Gelted.

1°) Bez’ e oa tiez kelc’hiek, brinikennhenvel, graet a gefiennou lakaet en o sav stok-ha-stok ha gwisket warno soul, raoskl pe rusk-gwez. Kosa doare tiez an Arianed eo hennez (domos, demos, veikos, vikos). Diouz ma tesk d’eomp ar genyezouriez ez oa d’an doare-ti-se eun nor (dhvor, dhvora, dhvoron) ha fenestr ebet [1] ;

2°) Tiez hir pevarzuek graet a ziou vur blaen stouet oc’h en em steki ar gorre anezo d’ober lein an ti, pe c’hoaz a ziou vur wariet oc’h ober eun doare bolz daougrommek ;

3°) Tiez, anezo eur voger gelc’hiek, hirgelc’hiek a-wechou, gant eun dôenn vegek a-ziouto ;

4°) Tiez pevarzuek, anezo diou genvur hir ha diou all verr gant eun dôenn dioubantennek pe volzet-daougrommek. Hiroc’h a galz ez oant eget ledanoc’h, hag e veze a-wechou

  1. Gwelout Zaborowski Les peuples Aryens d’Asie et d’Europe, 1908, pp. 407-9, hag ar skeudenn embannet e Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 583.