Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293
an tiegez, an ti, ar vevidigez

A-wechou e veze lemet an dibenn-ger -knos ha graet gant ano an tad hepken er furm c’henidik : Doiros Segomari « Doiros, mab Segomaros » (Galia) ; Banona Bardi « Banona merc’h Bardos » (Norikon).

Gwechou a zo e veze savet, evel e latin, eun doare ano-tiegez diwar ano an tad, gant an dibenn-ger -eos, -ios : Uritakos Eluskonios « Uritakos mab Eluskonos » (Galia) ; Kondillios, Kondilleos [1] « mab Kondillos » (Galia, Iwerzon).

En Iwerzon, da vare an enskrivaduriou ogamek (IIIvet kantved goude H. S. ha kantvedou da heul), e raed gant ar geriou maqos « mab » (mapos e yez Breiz-Veur), inigena « merc’h » ; ouz o heul ano an tad er furm c’henidik : Sagramnos maqos Kunotami « Sagramnos, mab Kunotamos » ; Dalagnos maqos Dali « Dalagnos mab Dalos ».

Pa voe Kelted an douar-bras sujet d’ar Romaned, ar re anezo n’o devoe ket ar vourc’hizegez roman, da lavarout eo an darnvuia anezo da genta, a zalc’has d’ar c’hiz lakaat da heul o ano-i ano o zad ha, da stagell etrezo war an enskrivaduriou latin, ar ger filius (filia gwregel). Evelse e voe, e Galia, ar varc’heien Adbogius Coinagi filius natione Petrucorius « Adbogios, mab Koinagos, eus brôad ar Betrukored » ; Argiotalus Smertulitani filius, Namnis « Argiotalos, mab Smertulitanos, Naonedad » ; e-touez Kelted ar Spagn, ar re anvet Tritius Tangini filius « Tritios [2], mab Tanginos » ; Ambatus Pelendi filius « Ambaktos, mab Pelendos » ; Toncius Toncetami filius « Tonkios mab Tonketamos » (eul Luzitaniad e oa, soudard en eur gohortad-Luzitaniz) ; hag, e bro an Danuvios, ar merc’hed Kaletiu Adnamati filia « Kaletiu [3] merc’h Adnamatos » (Norikon) ; Atressa Vindonis filia « Atressa, merc’h Vindo » [4] (Pannonia).

Ar Gelted, graet anezo bourc’hizien roman, a reas diouz

  1. Deut da Condle, Condla en iwerzoneg.
  2. Deut da trede e brezoneg. Ezomm ebet da lavarout n’en deus an ano hen-geltiek Tanginos netra d’ober gant an ano brezonek Tangi. Touellus an henvelder etrezo.
  3. Diwar kaletos « kalet ».
  4. Diwar vindos « gwenn ».