Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
notennou diwar-benn ar gelted koz

Eun niver anoiou heñvel, paotred ha merc’hed, a gaver war eun dro amañ hag a-hont dre ar bed keltiek, o rei testeni dre-se eus unvez ar yez a veze komzet gant mistri ar bed-se. Da skouer, Ambikatus eo ano eur biturix pe roue-meur Kelted an douar-bras (Vet kantved kent H. S.) hag eur c’hadour a Iwerzon [1] (kenta kantved goude H. S.) ; Korbos eo bet anvet eur C’helt a Vro-Spagn (206 kent H. S.), eur C’helt eus an Norikon (oadvez roman), eur barz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ; Darios a rôas e ano, en Arvorig, da Darioritus « roudouz Darios », kêr Gwenediz : hennez eo, en Iwerzon [2], ano perc’henn Donnos, eur c’hole brudet…, hag all.

Evel m’her gweler, ez oa an anoiou-tud en hen-geltieg lies-lies o doare ha d’ezo bepred talvoudegez ha dudi. Evelse e voe ivez e-touez Breiziz betek ar Grenn-amzer. Hervez m’en deus evesaet an aotrou Loth, n’oa ket tre diouz grad Breiziz an anoiou-badez kristen, dreist-holl evit ar merc’hed ; « Ha reiz e oa se ! Kalz barzoniusoc’h eo hon anoiou. » (Rev. Celt. 1903, p. 354, notenn 1.)


Anoiou-tiegez gant ar Gelted. — An anoiou-tiegez n’oant ket anavezet e-touez ar Gelted. Eun den a veze graet anezañ hepken « heñ-ha-heñ, mab heñ-ha-beñ », da skouer : Verkingetorix mab Keltillos. E keltieg, en engravaduriou deut betek ennomp, e verker se dre lakaat war-lerc’h ano an den ano e dad gant an dibenn-ger knos stag outañ. Dre-holl edo ar c’hiz evelse ; her gwelout a raimp dre ar skoueriou da heul : Koisis Drutiknos « Koisis mab Drutos » (Todi en Italia) ; Mosanos Artiknos « Mosanos, mab Artos » (Ankura, Azia-Vihana) ; Bratronos Nantoniknos « Bratronos mab Nantonos » (Neriomagos, Galia) ; Vênikni « mibien Vênos » [3], poblad war aodou gwalarn Iwerzon.

En eun engravadur eus Galia e welomp anoiou tri remziad : tad-koz, tad, mab : Aneunos Okliknos, Luguris Aneuniknos « Aneunos mab Oklos, Luguris mab Aneunos » [4].

  1. Deut eo an ano-se da Imchad en iwerzoneg.
  2. Deut da Daire, Dare en iwerzoneg.
  3. Deut da veza fian « brezelour » en iwerzoneg, Rev. celt. 1924, p. 352.
  4. An dibenn-ger knos a yae da stumma anoiou traou, stêriou, traezou oberiet, h. a., kerkouls hag anoiou tud : keliknon « tour, peulvan » (keli « uhel » diwar an hevelep gwrizienn-c’her hag al latin celsus), Iouriknos, en Helvetia ano eur froud a zo he mammenn e menez Iouris (ar Jura) ; ar Gerignoz eo hizio, e bro Frivourc’h, Rev. celt. 1924, p. 108. Kenveria Iourassinkos, hizio Joressant, bourc’h etre lenn « Morat » ha lenn Neuchâtel, id. pp. 106-9. Iouris « meneziad-saprenned », iourassos « forestig », id. p. 107.