Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
an tiegez, an ti, ar vevidigez

Arzur) ; Gaisorios « oberour daredou » (Galia) ; Gaisatos « brezelour armet gant daou c’hoaf-bann » ; Lounorios « oberour skeudennou », marteze « oberour arouezintiou-brezel » (Enez-Vreiz) [1] ; Ambata « ar vatez », maouez kelt a Vro-Spagn ; Bardos « ar barz », ano douget gant meur a Gelt war an douar-bras, en o zouez tad ar soudard war varc’h Kattaus, aotreet d’ezañ ar vourc’hizegez roman gant an impalaer Nero (64 goude H. S.) ; Toutakos « hudour », Iwerzon [2] ; Gutuatros « ar beleg », penvrezelour galian a stourmas ouz Kaesar ; Gerontios « ar c’hadour », ano douget, e derou ar Vet kantved goude H. S., gant eur Breizad a voe unan eus gwella pennou-arme Konstantinus [3] ; Virotutis « yac’haer-gwazed » pe « ar gwir vezeg ».

8) Anoiou diwar lec’hiou : Rotanos, Rênos, Rêna, anoiou stêriou douget gant paotred ha merc’hed eus kreiz Europa hag eus Italia-uhela ; Litavikos, uheliad galian (kenta kantved kent H. S.) d’ezañ eun ano diwar Litavos [4], ano-bro ; Ambidravos « o veva war diou c’hlann stêr Dravos », eur C’helt eus ar Bannonia ; Ambirênos « o veva war diou c’hlann ar Rênos », eur C’helt eus meuriad ar Rouriked (Rouriki Bâle) a reas evel gopr-soudard e trede « kohortad » ar C’halianed hag en devoe digant an impalaer Trajanus, e 105 goude H. S., e aotre-disoudarda gant ar vourc’hizegez roman ; Andeiouros, tad Moranos, genidik a Vesontion hag Anderouros, anavezet dre eun enskrivadur a Vedinobriga (Vezenobres, Gard) a zo d’ezo anoiou tennet an dibenn anezo, evit ar c’henta eus ano menez Jura (Iouros, Iouris), evit an eil eus ano ar stêr Ruhr (Rouros, Roura).

9) Anoiou-moumouna evel Lella « lellig », merc’h Genetos, e Galia ; Dada, mab Smertôn, e Galatia.

  1. Pe c’hoaz marteze « douger arouezintiou-brezel ». Lounorios a zo deut da Luner bremañ. E kembraeg hag en hen-vrezoneg llun, lun « patrom, skeudenn ».
  2. Iwerzoneg Tuathach. Eus touto, teuto « mat », laket, dre dro-ziwallusaat, da envel an tu fall (an tu kleiz), an tu na dleer ket envel, Rev. celt. 1912, p. 256.
  3. Gerontios a zo deut da Gerent, ano-den e brezoneg ha da gerat, gerait « kampion » en iwerzoneg.
  4. Deut da Llydaw e kembraeg ; an ano-se a vez graet eus hor Breiz. « An Douar-bras » a ziskouez beza kosa ster ar ger. Kenveria Latium en Italia, hag e keltieg Litavis, ano doueez an douar, litanos « ledan ».