Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
notennou diwar-benn ar gelted koz

6) Anoiou diwar loened, plantennou pe vein : Artos « an arz », ano douget gant eur barnour eus poblad ar Garnuted (Galia, kenta kantved kent H. S.), gant eun ofiser eus skouadrenad, ar Bannonianed (ala Pannoniorum) er Bannonia-uhela, gant eur roue-meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Vebro, Vebrullos, Galianed d’ezo anoiou deveret eus a Vebro- « goularz » [1] ; Epillos « marc’hig » hag an holl anoiou-tud deveret eus epos « marc’h » : Epa, Epenos, Epios, Epikkos, Epidios, Epatix, Epatikkos, Eparios, Epulos, Eponos, Epona, Eponios, Eponina, Epossos, Epotios ; Karvillos « karvig » (Galia) ; Lukotiknos « mab al logodenn » ; Kanavos « bihan eul loen », ano eur poder a Lugdunon ; Lovernakos « louarnek » (Breiz-Veur) ; Kalliakos « kilhog », ano eur Galian ; Bodua « kavan », eur C’halianez a vro al Lingoned ; Iurka « yourc’hez », eur Geltez a draonienn Pennina (Valais) ; Artula « arzezig », Gabrilla « gavrig », Iarilla « yarig », anoiou merc’hed yaouank ; Apana « marmouz », merc’h Leuros, en Iberia [2] ; Smêria « mouar », eur C’halianez eus ar C’hreisteiz ; Vidukos « gwezek », ano eur poder a gaver al listri anezañ e Galia hag e Breiz-Veur ; Dervakos « dervek » (Breiz-Veur) ; Derva « dervenn », gwreg eus ar Bannonia-izela a reas sevel eur maen-kañv, warnañ eun enskrivadur e koun d’he fried, Quartio, mab Miletumaros ; Isarninos « Hernin » (houarnek), eun ano douget gant meur a Vrezon (oadvez kelt-ha-roman) ha gant eur c’heneil da sant Patrik (Vet kantved) ;

7) Anoiou diwar ar vicher, ar stad a vuhez : Eparios « rener kezeg », Loigarios « rener leueou », Kunarios « rener koun » [3], Makarios « mager » (Galia) ; Epats, Epatix « marc’heg », Epomandus « a brederi kezeg », Eporedios « damesaer kezeg » ; Artarios, Artorios « rener arzed » pe marteze « hemolc’her arzed » (keñveria Artôris =

  1. Da vihana, ar c’hembraeg gwefr, diwar vebro, a dalv « goularz ». Eur ster-all a oa marteze gant vebro pa ’z eo gwir e vez kavet evel ano-stêr e Germania hag en enez-Vreiz.
  2. Hervez Vacher de Lapouge e vije bet marmouzed o veva e koadou Iberia hag e koadou enez Korsika e-pad an Hen-amzer. Marmouzed eus eur ouenn afrikat (Inuus sylvanus) a gaver breman c’hoaz war Roc’h Jibraltar.
  3. Deut an tri ano-se en iwerzoneg da Echaire (*Equarios), Loegaire, Conaire ; douget int bet gant roueed-veur Iwerzon.