Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
an tiegez, an ti, ar vevidigez

los [1] « ar bras », penn ar gannadourien kaset davet Hannibal gant Kelted an Itali (218 kent H. S.) ; Trogos « ar reuzeudik » ; Anderix « rouanez vras », ano eur vaouez eus kreisteiz Galia ; Moririx « roue ar mor », ano eur Breizad dindan aotrouniez ar Romaned ; Vassorix « roue an dud » pe « roue ar wizien », eur Galian eus glann ar Rênos [2] ; Senokondos « an den-gouest koz », eur Galian eus ar C’hreisteiz [3] ; Vassos « gwaz », Vassa « gwazez » [4] en hevelep lec’h ;

5) Anoiou brezelek : Gaisatorix « roue ar C’haisated (dougerien c’hoafiou) », ano mab roue an Daurisked, Kristusiros (kenta kantved kent H. S.) ; Katus « kad » pe « emgann », ano unan eus ar roueed en em savet ouz Roma (21 goude H. S.) ; Katuviros « ar c’hadour », roue meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Katumaros « bras en emgann », eur C’helt eus ar Bannonia ; Katuvokanos « brudet en emgann », eur C’helt eus a Vreiz-Veur [5] ; Bilikatus « emgann mat », poder a zo bet kavet listri diwar e zourn e Bro-C’hall hag e Bro-Saoz ; Vellokatus « gwelloc’h emgann », floc’h pried rouanez ar Vriganted ; Dêvokatus « emgann-doue », poder Galia ; Lovokatus « emgann skedus », beleg brezon eus ar VIet kantved goude H. S. ; Katugnatos « boaz ouz an emgann », penn-arme an Allobroged en em savet ouz Roma er bloaz 61 kent H. S. ; Katuvolkos « buan en emgann », unan eus daou roue an Eburoned (hanternoz Galia) er bloaz 54 kent H. S. ; Katumandus « a brederi war an emgann », roue kelt eus kreisteiz Galia a argadas Massalia n’ouzer ket da vat e pe vare ; Kavaros « an den-meur » pe « ar ramz », ano diweza roue Tula, er Balkaniou (IIet kantved kent H. S.) ; Boudikkos « an trec’her » [6], ano meur a Vreizad ;

  1. Deut da veza mael e brezoneg-krenn ha mell « bras-meurbet » e brezoneg bremañ e lavariou evel « eur mell den, eur mell marc’h, eur mell tra ». Mell, evel e henvelster pikol, a gemer merk al liester : lavarout a raer mellou tud, mellou bugale, mellou loened, evel ma vez lavaret pikolou tud, pikolou bugale, pikolou loened.
  2. Cf. ar sanskriteg vasam raja « roue broiz ».
  3. Iwerzoneg cond « den gouest », « den sui juris », « keodedour », « citoyen » e galleg. Diwar-benn *kondo, cond, gwelout d’Arbois, Noms gaulois.
  4. Ar c’heltieg vassos a zo an hevelep ger hag ar gresianeg wastos ; talvout a rae da genta « den o chom er vro, kevannezour, brôad », ha da c’houde « gwaz, mevel, sklav ». Keñveria evit ar stêr ar gresianeg oiketês « mevel » diwar oikos « ti » hag ar galleg domestique diwar domus « ti ».
  5. Eus vokanos « brudet » ez eo deveret vokania « brud » deut da gogonedd e kembraeg.
  6. Deut da « Budik » pe « Buzik » e brezoneg.