Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
notennou diwar-benn ar gelted koz

girix e bro stêr Isara ; Vindilla « gwennig », eur yaouez a Bannonia ; Urogenonertos « nerzus evel mab an uros » [1], soudard koz beziet e Lugudunon ; Nerta « an hini greñv », merc’h Kantosenos e Burdigala ; Touta « ar plac’h kreñv » (Galia) ; Nertomaros « bras dre e nerz » (Norikon, Pannonia) ; Vimpuro, Vimpurilla, anoiou Galianed ha Galianezed deveret eus an ano-gwan doarea vimpis « kaer, koant » ; Kotto « ar c’hoz », uheliad bastarn, mignon da roue Makedonia (179 kent H. S.) ; Kambos « ar c’hamm », ano meur a Gelt war an douar-bras hag en Enez-Vreiz ; Iovinkatos, deveret a iovinkos « yaouank », eur Galian eus ar C’hreisteiz ; Senoviros « den koz », ano meur a C’halian ; Senobena « maouez koz » (Galia) ; Bitus « holl-bad » ; Samos « hañv », unan eus benerien kolonenn Mogontiakon (Mayence) ; Samogenos « mab an hañv », Kelt a Vurdigala ; Samorix « Roue an Hanv », mab Liamaros, eus brôad ar Rêmed (Remi), marc’heg er bagad anvet Ala longiniana ; Giamillos « goañvig » (Galia) ;

3) Anoiou diwar doareou-ene mat pe fall ; Exobnos [2] « an dizaon » ; Tagausios « an tavedek » ; Togios « ar c’haradek » ; Sukaros « an hegarat » ; Dagodumnos « mat-doun » ; Dagomaros « mat-meur, mat-tre » ; Dagovassos « den-mat » ; Gargenos « fero », roue Kelted an Itali ; Epomeduos « mezo gant marc’h » da lavarout eo « douget-tre d’ar c’hezeg » ; Eposterovidos « an hini o oar atiza kezeg » ; Smertomara « armerzerez-veur, espernerez vat », ano-plac’h a C’halatia ; Glana « plac’h c’hlan » ; Bidudaga « plac’h bepred mat » ;

4) Anoiou diwar ar renk, ar brud, ar stad : Kintus « ar c’henta », kadour brudet a Iwerzon (kenta kantved goude H. S.) ; Pentos pe Pemptos « ar pempet », eur poder a Vro-Spagn ; Ategnatos « ar paotr anavezet-mat », Ategnata « ar plac’h anavezet-mat », ano eur C’helt eus an Itali hag eur Bannoniadez ; Neutto « ar brudet », Galian eus an Hanternoz, mab da Dagausios meneget uheloc’h ; Maga-

  1. Uros e oa ano an ejen gouez pe ejen-meur.
  2. Kembraeg ehafn « ezaon ».