Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
an tiegez, an ti, ar vevidigez

bras ar stumm anezo. An anoiou paotred ha merc’hed a anavezomp an dalvoudegez anezo, a c’hellomp renka, evit ar peurvuia, en nao c’hevrennad :

1) Anoiou doueek : Moenikaptos « sklav an doue Moenos », roue keltiat lazet er Spagn en eun emgann ouz ar Romaned (214 kent H. S.) ; Ivomagus « mevel Ivos » (Itali) ; Luguselva « perc’henniez Lugus », ano eur vaouez eus bro ar Betrokored (Galia) ; Lugubranos « bran Lugus », drouiz iwerzoniat ; Totatigenos « ganet eus an doue Totatis », eur C’helt eus ar strollad soudarded karget d’ober ouz an tangwall ha da gerreiza e-pad an noz e Roma [1] ; Kamulognata « azeulerez Kamulos », eur C’halianez a ouestlas d’an doue Merc’her unan eus al listri arc’hant kavet e Bernay ; Nemetogena « merc’h ar santual », sklavez kêr (ancilla publica) e Burdigala (Bourdel oadvez kelt-ha-roman).

Graet e veze alies eus ar vugale anoiou doueed evel ma reer hizio anoiou sent : Kamulos, tad Kamulianos, en Norikon ; Smertos, poder en Alezia ; Nodons, drouiz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ;

2) Anoiou diwar doareou korf mat pe fall, diwar an oad, an amzer, ar c’hanedigez : Pennovindos « gwenn e benn », perc’henn douar e Galia (oadvez kelt-ha-roman) ; Argentokoxos « gar-arc’hant », ano eur C’haledoniad brudet ; Durnakos « an dournek », barnour ar Vokonted (kenta kantved kent H. S.) ; Brikkos « ar briz », poder an Alpou ; Krixos « ar penn-krec’h, ar rodellek », ano eur rener eus Kelted an Itali (IIIet kantved kent H. S.) hag eur c’hlezeiad eus Capua, a ouenn geltiek, lazet e penn ar sklaved en em savet (71 kent H. S.) ; Kunopennos « uhel-e-benn », eur C’helt eus an Itali ; Voltorix « roue ar pennad-bleo », eun ano a voe douget gant meur a Gelt eus ar Bannonia [2] ; Drutalos « tal bras », eur C’helt a Lugudunon ; Triulatos « tri-barv » (Galia) ; Kokka [3] « ar ruzenn », merc’h Andebro-

  1. Cohortes vigiles a veze graet eus ar bagadou oc’h ober ar strollad-se. Seiz bagad a oa, mil soudard e pep hini. Pep bagad a oa en garg evezia ouz diou ranngêr eus ar pevarzek a oa e Rom. Tribuned oa e penn ar bagadou hag e penn ar strollad eur praefectus vigilum.
  2. Volto-, deut d’an iwerzoneg folt, d’ar c’hembraeg gwallt, « pennad-bleo ».
  3. Kembraeg coch « ruz ».