Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
notennou diwar-benn ar gelted koz

keltiek ar c’henta ger anezañ : Veadia tua tenet « derc’hel a ra da werzidadou » [1].


Ar magdi. — En enez-Vreiz hag en Iwerzon edo ar c’hiz ober desevel ar vibien, ar merc’hed zoken, er-maez eus ar gêr, en eun tiegez all. Iwerzoniz a gase d’ar magdi o bugale-vloaz hag o leze eno, ar baotred betek o seitek, ar merc’hed betek o fevarzek vloaz. Daou seurt magerez a oa : — 1) ar magerez dre garantez, ne oa dleet evitañ gopr ebet d’an tad-mager ; — 2) ar magerez gopret, a veze ar gopr anezañ diouz renk tad ar bugel. Ar gopr dleet evit maga mab eun « uheliad buoc’h », da lavarout eo eun dijentil eus ar renk izela, a save da deir buoc’h ; evit mab eur rix pe roue e veze ar gopr etre triouec’h hag ugent buoc’h.

Lezennou Iwerzon a ra meneg piz-ha-piz eus kement a dlee an tad-mager deski d’ar vugale fiziet ennañ. Mibien an dud izel a veze desket d’ezo prederia ha mesa eur bagad gevr, ein, leueou, perc’hel ; penaos lakaat an ed da sec’ha ; aoza greun d’ober bier, inkarda gloan, trouc’ha ha faouta keuneud ; d’ar merc’hed e veze desket ober gant an nadoz, mala greun gant ar vreo, meza toaz hag ober gant ar c’hrouer hag an tamouez. Mibien an uhelidi a zeske embreger an armou, neui, mont war varc’h (an tad an hini a bourchase ar marc’h) ; kenteliet e veze ar merc’hed war dailha an dañvez-dilhad, gwriat ha brouda.

Eun dra sakr a veze graet gant an doare kerentiez a save etre ar maget hag e dad-mager. Dougetoc’h e oa alies ar bugel d’an tiegez-se eget d’e hini end-eeun hag e voe gwelet zoken tud o rei a-youl-gaer o buhez da virout hini o zad-mager pe o breur-laez.

Ar magdia a heñvel beza bet ar boaz anezañ e-touez Kelted an douar-bras, ar C’halianed da vihana. Ar re-mañ, er c’henta kantved kent H. S., a selle evel eur vez d’eun tad a diegez en em ziskouez dirak tud all a-gevret gant e-vab, hag heñ re yaouank c’hoaz da embreger an armou. Hogen n’oa tu ebet d’en em virout a se nemet magdiet e vije ar bugel.


Anoiou ar vugale. — Rôet e veze d’ar vugale anoiou, lies

  1. Veadia, evit *vegiadia, a zo deveret eus *vegio-, deut dioutañ an iwerzoneg fighe (*vegion), hag ar ger diveret *vegiato deut d’ar brezoneg gwiad (J. Loth).