Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
an tiegez, an ti, ar vevidigez

merc’hed abaf a oa anezo, aonik zoken dirag ar wazed ha dizesk-bras.

Ar C’heltezed a ziskoueze kaout brasoc’h frankiz ha beza heroc’h. Er brezeliou ouz broïz pe ouz diavaezidi e choment peurliesa er gêr ; en argadadegou da bell-vro, avat, e heulient o zadou, o breudeur hag o friedou. Er bloavez 58 kent H. S. an Helveted o doa argadet Galia a voe trec’het gant ar Romaned ; o gwragez a zifennas taer meurbet betek ar c’hreiz-noz ar voger a oa bet savet en-dro d’o c’hamp gant kirri ha pakadou. Er c’henta kantved goude H. S., gwragez ar Vrezoned a heulie anezo war an dachenn-vrezel ha, pintet war o c’hirri, a selle ouz an emgann.

Er pevare kantved goude H. S., pa save kroz ha kann, ma oa an tu koll gant hec’h ozac’h, ne derme ket ar C’halianez mentek, kreñv, ha kalonek, d’en em gavout war al lec’h. Neuze e veze gwelet e-kreiz ar veskadeg o skei a-daoliou treid, ha gant he divrec’h gwenn ha kigennek o tistaga taoliou dourn « ken tenn ha taoliou bangounell » gouez da Ammianus Marcellinus.

En Iwerzon, kosa danevellou-meur, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet er c’henta kantved kent pe goude H. S., a ziskouez d’eomp merc’hed a stad uhel o kemena mezer, o wriat, o vrouda, ha merc’hed eus ar renkou izel o niza hag o vala greun, o tamoueza bleud, o trouc’ha broen, hag all.

Iwerzoniadezed an Hen-amzer o doa gouiziegez estr eget se pa ouient diouz an embregerez-armou, galvet ha ma vezent, troiou a oa, d’ar wazoniez-vrezel. Mamm roue Bro-Ulad, er c’henta kantved kent H. S., a oa anezi eur vrezelourez vrudet. Kosa skridou Iwerzon a laka spis e oa gant Brezoned ar mare-se brezelourezed o kelenn war ar brezelerez. Darn eus brudeta kadourien-veur Iwerzon, en o metou Setantos lesanvet « Ki Kulann », a voe kelennet ganto hag a zleas d’o c’henteliou, evit eun darn vat, e ampartiz-vrezel. C’hoar ar roue Kunokobros, anezi eur plac’h a ugent vloaz pe war-dro, a ouie ren jaoed : hi eo a rae da baotrez-karr he breur, pa ’z ae hemañ da hemolc’hi. E Galia ivez, er c’henta kantved goude H. S., e welomp ar C’halianez Salonina o pignat war varc’h hag o heulia he fried e penn an arme.

A-hend-all, ar poueziou gwerzidi kavet dre niver er broiou keltiek a desteni oberiantiz ar maouezed kelt evel nezerezed. Unan eus ar poueziou-se a zo warnañ an enskrivadur-mañ,