Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
notennou diwar-benn ar gelted koz

trac’h an Drokmed (Trokmi). Lans en devoa bet Dejotaros da glemm eus ar roue Kastor hag eus e bried. Aet droug ennan, e kemeras a-stourm o c’hastell hag o laza a reas an eil hag egile.


Implij-amzer ar maouezed keltiat. — Hervez skrivagnerien an Hen-amzer e oa ar gwragez keltiat mammou eus ar frouezusa ha magerezed mat, hag e tesavent ervat o bugale. Er broiou keltiek, a lavaront ouspenn, evel m’emañ gwell gant ar wazed ar brezel eget ar c’hounidegez-douar, e vez graet ar pep brasa eus labour ar maeziou gant ar merc’hed. Hevelep tra o deus lavaret eus an Ibered, al Ligured, an Illirianed, hag an Dhraked. Hogen, anat eo, evit an holl boblou-se ar merc’hed a renk izel eo a zo ano anezo kentoc’h, rak n’eo ket tre da gredi e vije bet boas da embreger ar falz merc’hed a renk uhel, ha d’ezo mevelien ha mitizien.

Ar Gresian Strabon (diwez ar c’henta kantved kent H. S.) a ro da anaout « ez oa reizet e-touez ar Gelted labouriou ar wazed hag ar merc’hed en enep d’ar pez ez oant e-touez ar C’hresianed ». Petra a fell d’ezañ lavarout dre se ? E-touez ar C’hresianed, nemet e Sparta, e tremene ar merc’hed o amzer o neza, o wea hag o vrouda er ranndi merket d’ezo ; dibaot ez aent er-maez ; ne gemerent ket perz e buhez ar wazed ha ne c’houlenne ar re-mañ gwech ebet o ali diganto ; n’o doa mann da sellout ivez e traou ar renerez-bro. Gant-se