Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
an tiegez, an ti, ar vevidigez

Eponina, he devoa klasket habaskaat an impalaer dre zaoulina dirazañ ha diskouez d’ezañ he daou vab, a savas kerkent ha, dic’hoant da veva war-lerc’h he fried, e c’houlennas hag he devoe an aotre da vervel gantañ.

Intañvez Prasutagos, roue an Ikened, e oa Boudikka. Pa varvas he fried, er bloavez 61 goude H. S., e welas he rouantelez mac’homet ha lakaet en arigrap gant ar Romaned : soudarded, paotred an tailhou, mevelien an impalaer. Teñzoriou Prasutagos a voe laeret, uhelidi an Ikened lemet o madou diganto, kerent ar roue maro lakaet war roll ar sklaved ; Boudikka, hi hec’h-unan, kannet a-daoliou gwialennou, hag he diou verc’h gwallet. An dirolladeg-se a dennas war he lerc’h eur stourmad eus ar garva ma varvas ennañ Romaned a vil vern. Boudikka a gemeras renadur an arme a voe savet gant ar Vrezoned ouz soudarded an impalaer. Araok an emgann e voe gwelet war he c’harr-brezel, he diou verc’h dirazi, oc’h heda tal an armead hag o kalonekaat dre he c’homzou ar vrezelourien eus pep poblad. Degas a reas da goun kement o doa bet ar Vrezoned da c’houzañv a-berz ar Romaned hag e klozas o lavarout he doa graet he menoz da drec’hi pe da vervel, ha hi eur vaouez ; « evit ar wazed e c’hellent », emezi, « mar doa gwell ganto, degemerout ar vuhez a-unan gant ar sklavelez ». Trec’het e voe ar Vrezoned, hag ar Romaned,, aet e gouez, a lazas gant ar c’hleze beteg ar merc’hed hag ar c’hezeg. Boudikka, gwirion d’he ger, en em ampoezonas.


Tiegez ar roue Dejotaros. — Pez a anavezomp eus buhez ar roue galat Dejotaros a laka da bara eur goulou kriz war vuhez eun tiegez-roue e-touez Kelted Azia-Vihana er Ia kantved kent H. S. Deuet da roue war-lerc’h e dad hag o veza ma chome e wreg Stratonikê hep genel bugale, e kemeras Dejotaros da serc’h eun ereadez c’hresiat anvet Elektra a c’hanas d’ezan meur a vab. Dejotaros o lakas d’ar maro nemet unan, evit mirout ne daje an herez diwarnan da veza lodennet goude e varo. Lavaret e oa bet e vije roêt da bried d’ar mab penhêr-se merc’h Artavasda, roue Armenia, nemet mervel a reas araok e dad. Eus an diou verc’h en doa bet Dejotaros, unan a voe gwreg ar roue Kastor Tarkondarios [1], eben a zeuas da veza pried Brogitaros, te-

  1. Da geltiek eo bet laket an ano Tarkondarios gant Herri d’Arbois de Jubainville, (Noms gaulois) dre ma veze teirc’hevrennet gantan an ano-se evel-hen : Tar (kentger), kond evit kondo (ano-kadarn), arios (dibenn-ger). Bihanaziadek e vije, hervez C. Autran, dre ma wel da benrann ennan an ano-doue anatoliek Tarku, Tarkon (Tarkondemos, 1922, pp. 37-89). Gwir e c’hell beza an eil pe egile eus an daou c’houlakadur-se. — Hervez d’Arbois de Jubainville e vije bet *Dêviotarvos « tarv-doue » ha *Brogitarvos « tarv an harzou-bro » furmou keltiek reiz an daou ano galatek meneget en danevell. Broga, brogi, e keltieg an Douar-bras, mrogi e keltieg Iwerzon, a dalveze kement ha « harzou eur vro ». Diwar an hevelep gwrizienn-c’her hag ar germaneg marka « marz » e oa ar ger-se ha henvelster gantan. Dinaouet eus broga, brogi, e oa ar galianeg brogilos « maez » (hervez Geriadur galianek Endlicher). Ar galleg breuil « koad-med garzet da gledouri ar jiboes » a zo diwar eur furm latinaet brogilus. Beo-mat e yezou romanek Kreisteiz Galia eman stummou-breman ar c’heltieg brogi, broga. Ar furmou-se, bro, brovo, h. a., a dalv « bevenn, ribl, or, ore, gwrimenn, garzad, kaead strouez etre daou bark », Rev. celt. 1894, pp. 216-9.