Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
notennou diwar-benn ar gelted koz

a reas Derdriu a-hed eur bloavez gantañ. A-benn ar pennad amzer-se skuiz gant he zristidigez, e rôas anezi d’ar brezelour en doa lazet he fried. Da vare an disparti, evel m’edo en he sav war karr an den-se, e youc’has ar roue d’ezi komzou dismegañsus : « Setu te aze evel eun dañvadez etre daou vaout-tourc’h ». Touet he devoa Derdriu na welje ket daou waz o veza war eun dro perc’henn d’ezi : lammat a reas a-ziwar ar c’harr, en em stlepel war he fenn ouz eur roc’h hag en em laza.

En eun emgann, savet etre an Uladed ha brezelourien al Leinster e voe trec’het ar re-mañ ha lazet o roue. An Ulad en doa skoet taol ar maro gant roue al Leinster en em gavas gant gwreg hemañ hag a vennas he lakaat da bignat war e garr-emgann. « Da bried a c’hourc’hemenn ma heuilhfes ac’hanoun », emezañ en eur ziskouez d’ezi penn trouc’het ar roue. — « Torret eo », emezi, « al liamm am c’hevree gantañ. » — Kerkent e ruzias penn an hini lazet, ha goude e c’hlazas adarre. « Degas a ra da goun d’in », eme ar vaouez, « eul le en deus graet : ne vijen biken perc’hennet gant Ulad ebet, hag emañ souezet dre ma terman o terc’hel d’ar ger en deus rôet evidoun ». — « Deus davedoun er c’harr », eme ar brezelour. — « Lez ganen da vihana amzer da ouela d’am pried », eme ar rouanez. Neuze e laoskas eul leñvadenn ken pounner ma torras eur wazienn bennak en he c’horf ; koueza a eure a-c’houen he c’hein hag e varvas.

Diazezet e c’hell beza danevell Derdriu ha rouanez al Leinster war darvoudou gwir c’hoarvezet e derou ar c’henta kantved goude H. S. ; gant dezrevellou ar Grenn-amzer, avat, ha n’heller nemet damfiziout enno, ez int bet miret d’eomp. Gwelloc’h asur eo ar skridou o deus degaset betek ennomp envor ar C’halianez Eponina hag ar Vrezonez Boudikka.

Eponina a oa pried Julius Sabinus, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaveziou 69 ha 70 goude H. S. An ano a « impalaer Galia » en doa zoken kemeret Julius Sabinus evit eur pennad-amzer. Douaren e oa d’eur Geltez a ouenn uhel eus poblad al Lingoned ha da Julius Kaesar. Ret d’ezañ en em guzat da dec’hout rak buanegez ha droukrañs an impalaer Vespasianus, e tremenas nao bloaz en eul log dindan-zouar. E wreg yaouank Eponina a chomas gantañ hag a c’hanas eno daou vab. Diskuliet e voent a-benn nao bloaz ha kaset da Roma. Vespasianus a c’hourc’hemennas kas Sabinus d’ar maro. Neuze