Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
an tiegez, an ti, ar vevidigez

eured lavar d’az keneiled ha d’az mignoned aoza d’it eur bez. » Kent donedigez tud an eured he doa kontammet ar mez. Sinorix, hag a sante diwar neuze ar c’hontamm o reuzia en e gorf, a sailhas war e garr, dre ma kave d’ezañ e vije frealzet gant al lusk hag ar stroñs. Ne voe ket avat evit o gouzañv. Neuze e kemennas e lakaat war eur gwele-douger da zistrei d’e di, hag e varvas en noz-se end-eeum. Kelou e varo a zeuas da Gamma war zibenn an noz : edo-hi hec’h-unan war he zremenvan. Nerz a-walc’h he devoe da splanna he laouenedigez hag e laoskas he huanad diweza.

Gwreg Ortiagon, roue meur an Dolistoboged, unan eus teir foblad vras an Azi-Vihana e oa C’hiomara. Dalc’het e voe da brizoniadez gant ar Romaned e brezel ar bloavez 189 kent H. S. Ar c’hantener, pe ofiser a rene ar soudarded karget da evesaat ouz ar brizonidi, pa n’oa ket evit he likaoui, a reas outi dre heg hag he gwallas. Neuze, douget ma ’z oa d’an arc’hant, e reas kinnig dre zindan da Ortiagon he zroka d’ezañ ouz eur yalc’had. Ortiagon a asantas d’ar marc’had hag, eun nozvez, an ofiser, C’hiomara gantañ, a zegouezas el lec’h m’oa bet divizet d’ezañ en em gavout gant kannaded Ortiagon. E-pad m’edod o poueza er balañsou an arc’hant degaset gant ar re-mañ, e lavaras C’hiomara eur geriennou bennak e keltieg. Kerkent an daou gannad a zic’houinas o c’hlezeier, a lazas ar Roman, hag unan anezo e zibennas. C’hiomara a guzas ar penn e pleg he sae hag, en em gavet dirak he fried, her stlapas ouz e dreid en eur ziskuilha ar walladenn he doa bet da c’houzañv. — « An eeunded er marc’hadou a zo eur gaer a dra, maouez », a lavaras Ortiagon, garo e vouez. — « Gwir eo », emezi, « hogen setu kaeroc’h c’hoaz : n’eus nemet eur gwaz beo a gement a c’hallfe en em veuli da veza va ferc’hennet. »

Er penn all eus ar bed keltiek, en Iwerzon, diou vaouez, Derdriu ha rouanez al Leinster, a oa heñvel o ratoz ouz hini o c’hoarezed eus ar C’halatia, Kamma ha C’hiomara.

Derdriu a oa gwreg eur brezelour brudet a-douez an Uladed. Hemañ en doa ranket divrôa gant e zaou vreur, da dec’hout rag ar roue Kunokobros [1] a venne skrapa Derdriu digantañ. War zigarez ober ar peoc’h, e teuas roue an Uladed a-benn da zedenna an dec’hidi en Emania, e gêrbenn, hag e reas d’e vrezelourien laza an tri breur. Mirout

  1. Deut da veza Conchobar en iwerzoneg.