Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
notennou diwar-benn ar gelted koz

he zro hag e kemeras en e lec’h Vellokatus, floc’h ar pried a zisprize. Kirieg e voe he eil-zimezi d’ar Vriganted d’en em sevel, ken na drec’has d’ezo da genta, nemet gant skoazell ar Romaned, ha ma rankas er bloaz 69, a-benn an diwez, koll diwar-se he c’hurunenn [1].


Vertuziou ar gwragez keltiat. — Diwar ar boaz meneget gant an impalaer Julianus (lizer da Vaximus) e kouezer da gredi ez oa e-touez Galianezed ar Reter, er IVet kantved goude H. S., priedou orgedus ha bresk. Lakaat e kemm ar pez a zesrevell Dion Kassios diwar-benn gwreg ar C’haledoniad Argentokoxos [2] hag ar pez a lavar Tacitus eus mamm-guñv al Lingon Julius Sabinus [3]. Direizderiou n’eo ken, moarvat, evel ma vez kavet e pep amzer hag en holl ouennou, ar re c’hlana ha yac’ha zoken. Ar Romaned hag ar C’hresianed, hag i nemeur douget d’ar Gelted, a ro meuleudi d’o gwragez hag a zesrevell diwar o fenn meur a skouer a fealded pried, a gadarnded hag a herded. Degas da goun a raimp istoriou Kamma ha C’hiomara e-touez Kelted an Azi-Vihana, Eponina e-touez ar C’halianed ha Boudikka e-touez ar Vrezoned.

Gwreg Sinatos, unan eus daouzek roue ar C’halated, e oa Kamma. Eur roue all, Sinorix, a zeuas d’he c’harout. Klask a reas he likaoui ha, pa n’helle dont a-benn eus e venoz, e vuntras Sinatos hag e c’houlennas an intanvez da bried. Her a-walc’h e vôe evit anzav d’ezi ez oa heñ muntrer he fried hag en doa e lazet dre garantez outi. Evel m’oa pinvidik ha galloudek e talc’he tud Kamma warni evit m’e gemerje da bried hag e reas van da asanti. C’hoarvezet deiz an eured, ar vaouez a gemeras, diouz ar c’hiz, eun hanaf aour leun a vez, a evas an hanter eus an hanafad hag a astennas da Sinorix da beureva. Kerkent ha m’en devoe evet he-mañ, e lavaras Kamma laouen-holl n’he doa ket bevet war-lerc’h he fried nemet gant ar spi e welje an devez-se ma talvezje d’e vuntrer an drouk lazadenn anezañ. Ha bremañ edo o vont d’en em gavout gantañ er bed-all.

« Evidout-te », emezi da Sinorix, « e-lec’h eur banvez

  1. Buhez Medua a zo bet miret d’eomp gant danevellou marzus ar Grenn-amzer hepken, kemmesket enno ar gwir hag ar gaou. En enep, Kartismandua a anavezomp dre zanevellou kempred ganti.
  2. Rômaikê historia, 76, 16, 25.
  3. Hist. IV, 55.